Salud deoc'h,

Gourc'hemennoù da Alan Monfort da vezañ aet betek penn. Setu amañ ma evezhiadennoù diwar-benn an dek frazenn gentañ.

Ken ar c'hentañ
Alan ar Gall

=== Evezhiadennoù 1-10 ===
3- “ar bajennadgentañ” : Rankout a reer skrivañ “ar bajenn gentañ” pe “ar bajennadkentañ” YBB § 125.

Pajenn pe pajennad ?

6- “Ne oa ket dalc’het” : aze e sav ur gudenn en em gavo meur a wezh er frazennoù da dreiñ. Santout a ran an amzer dremenet (oa) evel se : D’ur poent zo bet n’oa ket bet dalc’het ar ger met n’ouzer ket hag-eñ eo bet dalc’het pe n’eo ket bet abaoe. Setu e rafen amañ gant “N’eo ket bet dalc’het ar ger IGNORED_WORD”

Chalet on gant an droienn “war e heul”. Gouez da c’heriadur an Here e talv “mont war e heul” kement hag ober dioutañ, mont diwar e skouer. Anavezout a ran “ouzh e heul” ha “war e lerc’h”. Hervez Jean-Claude Miossec” e vez graet gant “ouzh e heul” pa vez an daou dra (an hini a heuilh hag an hini heuliet) o fiñval. Setu e rafen amañ gant “war e lerc’h”.

Ne blij ket din ar ger “strishaet” amañ. D’am soñj ne glot ket gant ar mennozh a zo “berraat udb dre droc’hañ un tamm, tammoù anezhañ”. Setu dres termenadur ar ger “krennañ” a c’heller lenn e-barzh geriadur An Here.

Ur pik e dibennar frazenn.

Setu neuze ma c’hinnig : “N'eo ket bet dalc'het ar ger IGNORED_WORD (hag an holl c’herioù war e lerc’h) abalamour ma vez krennet ar goulennoù da MAXIMUM_NUMBER_OF_TERMS ger d'ar muiañ.”

7- “Ne oa ket kavet” : lavarout a rafen “N’eus ket bet kavet”. Gant “Ne oa ket bet kavet” e c’heller soñjal ne oa ket bet kavet pajenn ebet d’ur poent zo bet met marteze ez eus bet kavet pajennoù abaoe (s.o. 6).

8- “N’eus ket bet kavet” (s.o. 7)

N’eo ket bet troet ar ger “standard”.

10- “gwall-voutin”: ne gav ket din e rankfed lakaat ur varrennig stagañ etre “gwall” ha voutin”.

Ur pik e dibenn ar frazenn.
==================