SPIP

SPIP e brezhoneg
Gant SPIP e c'heller sevel lec'hiennoù, hep bezañ
barrek war ar stlenneg (ket ezhomm da c'houzout kodiñ
pe programiñ), hag aotreañ an dud da vagañ al
lec'hienn gant o fennadoù. Azas eo SPIP dreist-holl
evit sevel lec'hiennoù gant pennadoù, da lâret eo
kazetennoù, pe lec'hienn ur c'hevredigezh gant he
skridoù, pe zoken ur blog, ... Aes-tre eo merañ ar
skridaozerien lies hag ar yezhoù lies.
Setu ar pezh a c'heller ober gant SPIP :
- skrivañ ur pennad, kinniget brav, liammoù ha
notennoù ennañ, stagañ teuliadoù, liammañ
troidigezhioù, hep gouzout tra ebet d'an HTML,
adalek internet, hep pellgargañ ur meziant
bennak...
- reiñ o ali pe resisadurioù, gant forumigoù
stag ouzh ar pennadoù
- kinnig ul lec'hienn a blij dezho, pe un darvoud
a-bouez, gant berrskridoù
- sevel listennoù eus al lec'hiennoù a blij deomp,
ar re a gemeromp titouroù diwarno, ...
- renkañ ar pennadoù, al liammoù, ar berrskridoù,
hag all dre rummadoù, pe stagañ
gerioù-alc'hwez outo
- kaout eskemmoù gant skridaozerien all al lec'hienn
a-drugarez d'ur postelerezh diabarzh
- a-drugarez d'an deknologiezh RSS, dezastum
titouroù diwar lec'hiennoù all, pe kinnig hor re
da re all
- gouzout pep tra diwar-benn buhez al lec'hienn
a-drugarez da statistikoù
- merañ ar c'haozioù, a-drugarez d'ar
c'huñvaat a-raok embann, pe goude-embann
- sevel listennoù-skignañ
- ...
Aes-kenañ eo da staliañ ha da implijout, ha posupl
eo kemm ar pezh hon eus c'hoant e-barzh ar c'hinnig
evit ma klotfe ouzh ar pezh a blij deomp... Dre ma'z eo
bev-mat kevredigezh SPIP e vo kavet buan diskoulmoù da
gudennoù 'zo, kenkazh ma savfe lod...
Setu amañ un nebeud lec'hiennoù savet gant SPIP
(dibabet diouzh an degouezh, evel-just...), evit gwelet
an disoc'hoù :
Ar bajenn droidigezh war lec'hienn SPIP a zo amañ