![[Image]](../../Skeudennou/BepSeurt/esperanto.gif)
Implijit stokell « ² » ar c’hlavier a-benn tapout an arouezenn « u berr » (pe « U berr » gant ar stokell PENNLIZHERENN). Evit ar c’hensonennoù tiredet eo ret implijout ar stokell varv ^ a-raok pouezañ war ar gensonenn da gemmañ : memes mod gant ar vogalennoù â ê î ô û Â Ê Î Ô Û.
Keverlec’h 100% gant an ardoer AZERTY reizh eo an ardoer gwellaet-mañ, nemet ar stokell « ² » a zo bet kemmet.
Un « eskemmant » eo an ardoer klavier-mañ : ret eo deoc’h enskrivañ gant K.A.D. goude ur sizhunvezh.
Evit-se, trugarez vraz da gas hoc’h anv hag ur chekenn 5€ da :
An Drouizig
7 rue de la Brise/straed an Aezhenn
Appt B-14
56000 Vannes/Gwened
France/Bro-C'hall
Diwall: Ober a ra mat an darn vrasañ eus ar meziantoù a-vremañ gant arouezennoù arbennik an esperanteg. E mod-se emañ gant stummoù diwezhañ ar meziantoù burevek Microsoft pe gant ar re a zeu gant ar staliadur Windows, NT/2000/XP, met ivez 98/ME gant an dezverk UNICODE. Kudennoù e c’hell bezañ gant ar meziantoù kozh, neuze diwallit pa vez degaset ganeoc’h testennoù war Internet.
Adalek ar « Panneau de Configuration », klikit war an arlun « Options régionales » pe « Paramètres linguistiques ».
Dezverkoù da vezañ dibabet :
Yezh : Galleg (Frañs) pe Saozneg (Rouantelezh-Unanet)
Kefluniañ klavier/IME : Esperanteg (K.A.D.)
Gwelout un alberz skramm amañ.
Ar goulev sternañ (125Ke) amañ.