
Treset eo bet an destenn eus logo nevez Rannvro Breizh gant an nodrezh « Spotka Alternate ». Krouet e oa bet an nodrezh-se gant Xavier Dupré, ul lizherennour yaouank gall. Gallout a rit pellgargañ teul kinnig al logo nevez-se amañ.
Meur a stumm ofisiel zo bet kinniget gant ar Rannvro :

Koulskoude n'eus logo ofisiel ebet gant an destenn « Rejion Bertaèyn » eta... Ha daoust eo bet laosket a-gostez gant ar Rannvro end-eeun... pe evit ma ne vefe ket kaset ar gallaoueg war-raok d'ar memes mod o deus dibabet ober gant ar brezhoneg ?
« Spotka alternate »

« Spotka »

Setu, evit ar c’hallaouegerien hon eus krouet al logoioù da-heul !!!

Savet e penn-kentañ gant teuzerezh Plantin eus Anvers, Bro-Velgia, e oa bet implijet nodrezh « LibraBreizh » gant an tiez-embann e Breizh er bloazioù 1930. Berzh he doa graet adalek an deroù ha moulet e vez c’hoazh hiziv an deiz ganti ur bern traoù e Breizh. Kavet e vez anezhi war skritelloù an tiez-krampouezh, tiez-pred, tavarnioù, stalioù-levr, embannadurioù a bep seurt ... Degas a ra da soñj eus nodrezhioù iwerzhonat, tost a-walc’h eo hec’h arouezennoù d'an oñsialoù.






Kavet e vez enni holl arouezennoù-diforc’h ar yezhoù keltiek, da lavaret eo ar ŷ ŵ ẅ ÿ evit ar c’hembraeg, an ñ ù ê â û ü evit ar brezhoneg, arouezennoù pik a-us evit an iwerzhoneg kozh ... evel an 40vet nodrezh all bennak da vezañ pellgarget amañ. Un nodrezh Libra (a zo LibraBreizh hep ar bodad arouezennoù-diforc'h) a c'hell bezañ kavet amañ.
Skouerennoù arver an oñsialoù e Breizh er bruderezh, skritelloù a-bep seurt, goulloioù pladennoù, ...

Graet eo ar « K barrennet » anezhañ eus ur varrennig lakaet a-sonn war ziazez kar diwezhañ ar K. N’hell ket bezañ skritellet amañ war-eeun : K/. Lennet e vez gantañ « Ker » ha neuze K/antour = Kerantour. Gallout a ra degas da soñj eus kroaz ar varrenn un X, lizherenn divoutin-tre pe dianav e brezhoneg end-eeun.
Anvioù familh gall a vez a grog gant ur K'. Deus Breizh-Izel emañ an holl ha K' hag a vez skrivet K/ a-wechoù memestra, a zo un doare berroc’h da skrivañ Ker. Neuze e vez graet K'dual anezhañ an hini a zo a-orin Kerdual, anv meur a ger e Penn-ar-Bed ha dreist-holl en Aodoù-an-Arvor hag e Morbihan. Kavet e vez e-giz-se anvioù familh K'Bourch, K'Danet, K'Delant, K'Divel, K'Dual, K'Gall, K'Hervé, K'Ignard, K'Jan, K'Morvan, K'Nevez, K'Ouas, K'Oullé, K'Ourio, K'Ros, K'Suzan, K'Varec, K'Vella, K'Vern. Divoutin a-walc’h emañ an holl met e vez kavet en Enez Ar Reunion ur bern K'Bidi ha K'Bidy a c’hellfe kenglot gant Kerbidic (anv daou ger e Morbihan).
A-zivout an dibarder-se e tisklêrian deoc’h ez eus bet embannet e 1992 ul levrig « le K barré d'hier à aujourd'hui » gant Yann Riou, kevredigezh Lambaol, Ti-kêr Lambaol-Plouarzhel, 29810; Displegañ a ra an aozer en befe gourc’hemennet ur varnadenn eus ar C’huzul-Stad na ober ken gant ar K barrennet e-barzh ar skridoù ofisiel, war-dro 1895.
Un titourig diwar-benn ar K barrennet. Dont a ra deus Ministr ar Merdeadurezh hag an Trevadennoù, skrivet evit an Aotrouniezh Merdeadurezh d'an 19 a viz Ebrel 1881:
« K/ difennet, evit reizhskrivañ an anvioù piaouel e-barzh ar skridoù ofisiel »
[...] An doare-skrivañ-se a c’hell degas an dud d'en em gemmeskañ pe da luziañ an enklaskoù e-barzh an teulioù, taolennoù lizherennegel, dielloù, ...Divizet em eus ne vo ket graet gant ar K/ ken e-barzh ar skridoù ofisiel, marilhoù, levrigoù, teulioù mareadek, hag all [...]
Ministr ar Merdeadurezh hag an Trevadennoù.
Cloué. (Kemmenadur Ofisiel ar Merdeadurezh 1880-1883 Rann-levr 13)
Atersenn gant Ken Whistler, rener teknikel ar C’honsorsiom Unicod, gant Patrig Andries. « En em glemm a ra lod eus ar Vreizhiz ma vez kavet K barrennet ebet nag arouezennoù o-unan evit ober ar CH ha C’H ... »

Klokaet ez eus bet un nodrezh (anvet KELT UNICODE) evit renkañ an dibarder breizhek-se. Kavet e vez enni div skouerenn lizherennerezhel. Gallout a rit pellgargañ anezhi amañ.
Evit sternañ anezhi e c’hellit kopiañ ar restr TTF er renkell C:\WINDOWS\FONTS (pe D:\WINNT\FONTS ...). Evit ober gant an arouezenn-se e-barzh ho arload e vo ret deoc’h diuz an nodrezh KELT UNICODE ha neuze ensoc’hañ an arouezenn-se a-drugarez d'an arc’hwel Insérer->Caractères Spéciaux adalek lañser pennañ Microsoft Word da skouer pe adalek ar goulev « Taolennad an Arouezennoù » (arc’hwel Démarrer->Exécuter... charmap.exe).

Setu un alberz war an anvioù Kervarker, Kerangoarec, Kerminy, Kergrosse, Kerzerho, Kerzual, Kergall, Kersaoz :

Amañ unan all, rodellek anezhi hag e vez kavet ter seurt enni:


M'ho peus ezhommoù dibar e c’hell bezañ klokaet n'eus forzh peseurt nodrezh gant ar gevredigezh Korvigelloù An Drouizig. Atav e vo gwelloc’h gant un nodrezh frank a wirioù. Diazezet e vo ar K barrennet war stumm K ho nodrezh. Trugarez da gas deomp ur gemennadenn amañ.
Pa vizskrivit un destenn adalek ho keweriañ testenn e c’hell bezañ lakaet war an tu gin ar skrabig ’ dirak ar berradennoù hag ar strizhadurioù : ‘zo ha ‘barzh e-lec’h ’zo ha ’barzh, da skouer.
Evit tremen e-biou d'ar pezh fazi lizherennerezh-se hag e vez gwelet muioc’h-mui e-barzh ar c’hazetennoù e brezhoneg, eo ret deoc’h kefluniañ reizhadur emgefreek an destenn adalek ho keweriañ testenn.
Adalek Microsoft Word, da skouer,
Embannadur diwezhañ e-keñver ar fazi-se : testennoù al levrig a glot gant pladenn diwezhañ ar strollad a Vro-Dreger Loened Fall a zo leun eus ar fazi-se.