

Cette page en [
][français] - This page in [
][English]
Renet eo ar raktres-mañ a-gevret gant Marjorie Burghart (EHESS) a ra war-dro ar bongerioù latin "verba".
Pellgargit COL2.2 amañ. Moaien 'zo bremañ da ziuz doareoù skrivañ al latin dre ur voest emziviz (lañser Loc’hañ/Démarrer). Araokadennoù ha reizhadennoù niverus zo bet ouzhpennet ivez e keflusker an difazier.
Ret eo deoc’h lañsañ setLa2k.exe ma rit gant an difazier dindan MS Office 2000. Un troc’her gerioù emgefre (e fin al linennoù) a zo deuet da glokaat ar meziant abaoe an 2.1.
A-bouez : ret eo aozañ ur geriadur personel a-ratozh evit al latin, setu ur c’hefluniadur a-feson. Posubl eo kaozeal war ar forom [en] amañ.
Evit kompren ha deskiñ penaos kempenn mat hag implijout an difazier dindan Microsoft Office.
Pellgargañ ar stad diwezhañ...
- COL Stad 2.2 - Stumm stabil diwezhañ.
- COL Stad 2.1.6 - Reizhet kudennig gant an troc’her-gerioù ha kudenn staliañ dindan Office 2000.
- COL Stad 2.1.5 - Reizhet kudenn gant kargadur an dibaboù dindan Vista.
- COL Stad 2.1.4 - Gwellekaet kargadur ar geriadur c’hoazh ha reizhet kudenn mont en-dro.
- COL Stad 2.1.3 - Gwellekaet kargadur ar geriadur.
- COL Stad 2.1.2 - Kudenn pa veze implijet an difazier gant difazieroù all (a oa deus outañ abaoe an 2.0).
- COL Stad 2.1.1 - Kudenn arvarus gant ar geriadur personel (a oa deus outañ abaoe an 2.0).
- COL Stad 2.1 - Stumm kentañ eus an troc’her gerioù.
- COL Stad 2.0.1 - Posubl eo silañ ar vogalennoù gant tiret (makroñs, tiret kognek, tiret berr).
- COL Stad 2.0 - 12 doare-skrivañ disheñvel skoret gantañ.

Evezhiadenn ? kit war ar forom evit kaozeal amañ