Setu evit ar wech kentañ un dastumadenn veziantoù e brezhoneg evit an holl.
Kavet e vo war ar cd-rom-mañ ar meziantoù brudetañ eus bed ar meziantoù digor o zarzh. Digoust ha galloudus int ha ganto e c'haller labourat e brezhoneg gant efedusted war un urzhiataer. Aes int da staliañ ha da implijout evel-just ! C’hoarioù diduellus evit ar vugale a zeu da glokaat an dastumenn-mañ ivez, evit plijadur an holl implijourien.
Savet gant ur skipailhig troerien ha stlennegerien a-youl vat ez eus bet tennet 1000 skouerenn eus ar cd-rom-mañ, evit ar skolioù brezhonek da gentañ-penn hag evit an holl war-lerc'h. Digoust eo ar cd-rom-mañ ha n'hall ket bezañ gwerzhet e mod ebet.
Deuit e darempred ganeomp evit reiñ hoc'h ali, evit bezañ sikouret pe evit hor skoazellañ memes tra !
Trugarez a-greiz kalon !
Skipailh An Drouizig
http://www.drouizig.org
drouizig@drouizig.org
PDFoù ar c'holoenn hag ar bladenn-arc'hant.
Ur CD-rom kenembannet gant ar gevredigezh Korvigelloù an Drouizig hag Ofis ar Brezhoneg a zo o paouez dont er-maez.
War ar CD-rom-mañ e kaver meziantoù “dieub a wirioù” lakaet e brezhoneg gant skipailh kevredigezh Korvigelloù an Drouizig gant skoazell termenadurourien hag adlennerien an Ofis.
Pal ar bladenn-mañ eo reiñ an tu d’an dud da implijout ar muiañ ar gwellañ ar brezhoneg en o endro labour pe en o buhez dudi.
Rak ma kaver war ar bladenn-arc’hant-mañ meziantoù talvoudus-bras evel OpenOffice (skridtreterez, taolenner), Mozilla Firefox (merdeer) Mozilla Thunderbird (posteler) e kaver ivez ur bern c’hoarioù a blijo d’ar re vras ha d’ar re vihan : Sebran, Gwezboell, Yams, echedoù, Awele, Abalon hag all. Embannet ez eus bet 1000 skouerenn eus ar bladennig-mañ. Ul lodenn vat a zo bet skignet dija gant ar gelaouenn Bremañ d’he c’houmananterien. Tost peurwerzhet eo bremañ met arabat bezañ nec’het : war lec’hienn an Drouizig http://www.drouizig.org e c’hellot pellgargañ an holl veziantoù meneget uheloc’h.
Digoust eo ar cdrom, padal eo dav paeañ 5€ evit ar mizoù-kas (kas boutin dre an Ti-Post). Kasit ho lizher/chekenn da :
Kevredigezh Korvigelloù an Drouizig
7 rue de la Brise/straed an Aezhenn
Appt B-14
56000 Vannes/Gwened