Te ivez difenn ar brezhoneg gant Broudix, « An Drouizig » !

Degemer

Brezhoneg 
Saozneg 
Galleg 

Ar foromoù

Daveoù

Skrivit deomp ! 


Chomlec'hioù talvoudus:

Ar meziant dre vras

Petra eo ar meziant « An Drouizig Difazier » ?

Un difazier (pe reizher) reizhskrivadurel evit ar brezhoneg eo An Drouizig Difazier. Reiñ sikour deoc'h evit reizhañ ho fazioù reizhskrivadur pa vizskrivit un destenn gant hoc'h urzhiataer eo pal ar meziant-mañ.

Mont a ra en-dro An Drouizig Difazier dindan Microsoft Windows (95, 98, NT, 2000, ME, XP). A-ratozh eo bet graet evit labourat gant meziantoù burevek Microsoft, Microsoft Word dreist-holl, hag ivez gant al lod brasañ eus ar meziantoù all Microsoft.

Tennañ a ra gounid An Drouizig Difazier eus ar pezh a vez degaset dija gant binvioù ostiz Microsoft : ouzhpenn oc'h implij kentañ (embann teulioù liesmedia evit Microsoft PowerPoint, da skouer) e c'hellont kinnig servijoù all talvoudus-tre, evel :

  • Diuz ar yezh evit pep lodenn skrivet eus an destenn.
  • Deraouekaat ha sturiañ ar reizher reizhskrivadurel.
  • Tizhout gant boest kefluniañ dibarzhioù ar reizher.
  • Kefluniañ ar geriadurioù elektronek personel.
  • Keweriañ ar voest a ginnig gerioù kavet gant lusker ar reizher.

Periantoù ret ha meziantoù keverlec'h.

Evit un implij gwellek en deus ezhomm An Drouizig Difazier eus ur c'hefluniad periantel gant 32Me a vemor vresk da nebeutañ.

Arnodet eo bet digudenn ar meziantoù da heul :

  • Microsoft Word 2000, 2002 (XP), Microsoft Outlook 2000, 2002 (XP), Microsoft Excel 2002 (XP), Microsoft PowerPoint 2002 (XP), Microsoft Access 2002 (XP) handelvoù gallek, saoznek, spagnolek, portugalek, alamanek, italianek (da nebeutañ).

Keverlec'h e vez ar meziantoù da heul dre zibab ul « LCID » disheñvel eus hini ar brezhoneg (gw. FAG evit gouzout muioc'h) :

  • Microsoft Word 6, 95, 97, Microsoft Excel 97, 2000.
  • Microsoft PowerPoint 95, 97, 2000.
  • Microsoft Outlook Express 5.0, 6.0.
  • Microsoft Project 98, Microsoft Access 97.
  • Microsoft Publisher 2000, Microsoft FrontPage 2002 (XP).

[Image]Peurliesañ, ne c'hellot ket implij An Drouizig Difazier ma n'ho peus meziant ostiz Microsoft gant ar benveg gwiriadurezh reizhskrivadurel ennañ ebet. Neuze ne vo ket tu deoc'h implij ar meziant-mañ na gant Netscape Communicator pe Word Perfect, nad int ket embannet gant Microsoft, na Microsoft WordPad ha n'en deus benveg reizhadur reizhskrivadurel ennañ ebet.

Pelec'h e kaver « An Drouizig Difazier » ?

http://www.drouizig.org

Penaos ez a en-dro « An Drouizig Difazier » ?

Keflouerañ a ra An Drouizig Difazier ar c'hetal CSAPI 1.0 (Common Speller Application Programming Interface) evit mont en-dro gant ar meziantoù a zo bet gwelet a-raok.

[Image]

Dindan strishadurioù Microsoft emañ implij ar c'hetal-mañ. Gallout a ra bezañ implijet evit sevel reizherioù reizhskrivadurel diouzh hoc'h ezhommoù, met ne c'hell ket bezañ implijet evit lakaat ar benveg « reizhadur reizhskrivadurel » e-barzh hoc'h arload ostiz hep aotre arbennik Microsoft. gw. tresadenn 1.

Daveoù, diferadennoù hag aotre arverañ.

[Image]Savet eo bet An Drouizig Difazier gant ur stlennegour, Yann deskard war ar brezhoneg anezhañ, hag ur skolaerez divyezhek brezhoneg/galleg. Neuze ne c'hell ket bezañ keñveriet gant ur geriadur brudet. Koulskoude eo bet gwiriet pep ger (e wrizienn da nebeutañ) eus ar geriadur elektronek, hag e warantomp emañ e-barzh unan eus al levrioù a zo da heul :

  • Geriadur Brezhoneg/Galleg, Mouladurioù hor Yezh.
  • Gerioù evit komz brezhoneg bemdez gant Alan Monfort.
  • Geriadur Brezhoneg/Galleg gant Roparz Hemon ha Ronan Huon embann Al Liamm/An Here.
  • Geriadur ar stlenneg gant Guy Etienne, embannadurioù Preder.

Diferadennoù : Digoust eo pellgargañ hag ober gant ar meziant-mañ. Koulskoude ne c'hellot e mod ebet na dasparzhañ na lakaat anezhañ e-barzh ur strollad meziantoù da baeañ pe digoust.

Gwirioù an aozer : Diwall eo ar meziant-mañ gant ar reolennadurioù a-fet gwirioù an aozer arloadus ouzh ar Stadoù-Unanet hag Europa, trevnadurioù ar feurioù-skrid etrevroadel hag an holl lezennoù arloadus all. Ne c'hellit ket, e mod ebet, gant doare-mañ-doare, gwerzhañ, skignañ, dasparzhañ, ensoc'hañ e-barzh ur aozad, daskemmañ, digempunañ, diguntellañ, diansavelañ mezoni ul lodenn pe an hollad eus ar meziant.

Harzoù gwarant : Ne warant ket aozer ar meziant-mañ, na mont en-dro mat ar meziant, na reizhded an teuliadur a zeu gantañ, na barregezh ar meziant dic'hoantañ ezhommoù an arveriad pe un implij resis. E mod ebet e vo kiriek an aozer eus gaouadoù krouet goude gwallimplij ar meziant-mañ, eus kolloù korvoidigezh, eus kolloù roadennoù, eus kolloù arc'hant. …