Lod eus handelvoù kozh pe estren ar meziantoù ostiz, daoust dezho bezañ keverlec’h gant ar reizher ne ziskouezont ket da welet an diuz “
Breton” e-barzh o listennad yezhoù didres. Gwir eo ivez mard eo bet staliet mat sternadur An Drouizig Difazier.
Displeget e c'hell bezañ peogwir n'eo ket kinniget hiziv c’hoazh, e miz Here 2002, ul « langage code ID » (LCID) kefridiel evit ar brezhoneg. Kement-mañ zo gwir evit handelvoù PC meziantoù (Kavet e vefe ul LCID a mod-se war Macintosh). Ur c’hevan unel evit pep yezh ha pep rannyezh eo an naoudi-mañ. Implijet eo ar boneg 0x40C evit galleg Bro-C’hall, 0x409 evit saozneg Bro-Saoz.
Ne gaver LCID ebet evit an holl rannyezhoù Bro-C’hall nemet evit ar re az a pelloc’h oc'h implij eus an harzoù broadel (euskareg ha katalaneg). Kavout a reer koulskoude evit ar rannyezhoù eus Europa (gouezeleg Iwerzhon ha Bro-Skos, katalaneg, euskareg, kembraeg, feraoueg, malteg, ...).
Emichañs n’eo ket kiriek Microsoft eus ar mankadennoù-se peogwir e vez dibabet al LCIDoù-se gant ar « C’hoñsorsiom Unikod ». Enskrivet eo al LCIDoù gant ar reoliad ISO 639 ha RFC 1766. Teuliadoù hag a ziskler ar protokoloù hag ar skouriekoù eus an Internet eo ar RFCioù. Bez e vefe gortozet un anaoudegezh kefridiel eus ar yezhoù gant ar broadoù a zo kiriek dezho a-raok spisaat o bonegoù.
Neuze, implij ul « LCID » hag a gaver dija e-touez ar yezhoù keweriet gant ar meziantoù ostiz a chom an entremarenn wellañ evit kaout un arverañ kovlus eus An Drouizig Difazier. Mat-tre e vez alies met a-wechoù hepken memes tra, ... an disoc’h a zo hervez ar meziantoù a zo sternet war hoc'h urzhiataer.
Setu perak e implij An Drouizig Difazier LCID ar c’hatalaneg, a zo 1027 (0x403) e voneg. Netra a vo cheñchet evit an implijour gant an handelvoù gallek, saoznek, spagnolek, portugalek, alamanek, italianek eus Microsoft Word pe Microsoft Outlook 2000 ha 2002 (XP), Microsoft Excel pe Microsoft PowerPoint 2002 (XP). An dra-se a dalv e teu a-benn ar meziant sternañ da erlec’hian an diuz «
Breton » ouzh an diuz «
Catalan ».
Er c’hontrol e c’hell difenn an emellerezh-se ul lod eus an handelvoù estren pe koshoc’h. Neuze ma ne welit ket an diuz «
Breton » e-mesk listennad ar yezhoù e vo ret deoc’h diuz «
Catalan » en e lec’h. Dre chañs, n’en deus efed fall ebet an diskoulm-mañ war vont en-dro mat ar reizher.
Ne vo ket sternet « An Drouizig Difazier » pa vo kavet ur reizher reizhskrivadurel katalanek gant hoc'h urzhiataer. (gw. 1). Kasit ur postel d’an aozer evit kaout un handelv eus « An Drouizig Difazier » hag a ra gant ul LCID all.
Ma fell deoc’h sternañ ur reizher reizhskrivadurel katalanek daoust n'emañ sternet dija « An Drouizig Difazier » war hoc'h urzhiataer, disternit da-gentañ « An Drouizig Difazier ».
Kemmenadoù kammad e-touez lod all, hervez ar meziantoù :
![[Image]](../../Skeudennou/Difazier/err_outlook.gif)
![[Image]](../../Skeudennou/Difazier/err_word.gif)
Diskoulm : Ur gudenn ez eus gant kefluniañ ho keriadur personel, BREZHONEG.DIC. Kit da welet ar pennad-skrid « Kefluniadur An Drouizig Difazier ».
Diskoulm : Ur gudenn ez eus gant kefluniañ ho keriadur personel, BREZHONEG.DIC. Kit da welet ar pennad-skrid « Kefluniadur An Drouizig Difazier ».
E-touez an doareoù-skrivañ all e vez kavet :
Choazet eo bet an doare-skrivañ peurunvan peogwir eo eñ an hini a zo ar muiañ implijet. Tost 80% eus an embannadurioù hag eus kelenn ar brezhoneg skrivet a vefe graet hiziv an deiz e KLTG. Setu perak n’eo ket bet keweriet an doareoù-skrivañ all ha ne vint ket a-benn ar mizioù o tont.
Gant ur bon eeun 20000 ger ennañ (hep ar stummoù deveret, kemmet ha displeget) emañ pell « An Drouizig Difazier » da beurzastum ar geriadurioù bras brezhonek unyezhek pe divyezhek en o fezh, evel geriadur An Here, geriadur Favereau, pe c’hoazh ar re voutinañ evel Al Liamm, Roparz Hemon/Ronan Huon.
Gallout a rit kas ul listennad gant gerioù dianav, reizhskrivet e brezhoneg peurunvan (listenn gant 20 ger da nebeutañ), gant o reizh hag an dave implijet. Lakaet e vo e-barzh ar geriadur elektronek pennañ en un handelv trezalc’h o tont.
En un handelv hag a zeuio er-maez a-benn an hanter bloavezh 2003 e vo soñjet dizoleiñ ar stummoù yezhadurel direizh, ar fazioù kemmadur dreist-holl. Gant an handelv-mañ e vo tost 50000 ger e-barzh ar bon, pezh a yay d'ober 800000 stumm e-barzh ar geriadur elektronek pennañ.
Binvioù all a c’hellfe bezañ ouzhpennet :