Te ivez difenn ar brezhoneg gant Broudix, « An Drouizig » !

Diwar-benn An Drouizig

-->

Pellgargañ

An demo WebEx hag an teuliadur kozh

Evit kompren ha deskiñ penaos kempenn mat hag implijout an difazier dindan Microsoft Office.

  • Pellgargit ha staliit WebEx Recorder and Player amañ (skañv ha digoust).
  • Pellgargit ar restr demo (XP + Office 2003 gallek) amañ, klikit warni evit lañsañ an demo.
  • Pellgargit ar restr demo (XP + Office 2000 saoznek) amañ , klikit warni evit lañsañ an demo.
  • Pellgargit ar restr demo (Vista + Office 2007 gallek) amañ, klikit warni evit lañsañ an demo.

An teuliadur (deuet kozhik...)

  • An teuliadur kozhik (ADD 2.0) e galleg doc (1.0Me) pdf (600Ke)
  • An teuliadur kozhik (ADD 2.0) e saozneg doc (1.0Me) pdf (600Ke)
  • An teuliadur kozhik (ADD 2.0) e brezhoneg doc (1.1Me) pdf (1.3Me)

Da lenn a-raok pellgargañ...

Gourc’hemennoù !
  • War-nes pellgargañ ha staliañ stumm diwezhañ an difazier reizhskrivañ « An Drouizig Difazier 2007 » emaoc’h.
  • Daoust ma vez pellgarget ar meziant-mañ alies a-walc’h, war-dro 2 bellgargañ bemdez abaoe daou vloavezh dre-vras, ne resevomp ket kalz a soñjoù diwar e benn a-berzh an implijourien.
  • Setu perak e kinnigomp deoc’h kas keloù deomp m’ho peus kudenn-mañ-kudenn da gentañ (kudenn staliañ, mont en-dro, ...) met ivez mar kerzh mat ho tifaziadennoù gantañ.
  • Digoust eo an difazier-mañ ha digoust e chomo. Koulskoude evit lakaat an traoù da vont war well e c’houlennomp ganeoc’h reiñ ho soñj deomp : kasit hoc’h evezhiadennoù deomp ha kemerit perzh er foromoù a-gleiz. Trugarez vras en araok eta !
Diwallit !
  • Gant Microsoft Word 2000/2002/XP/2003/2007 hepken ez a en-dro an difazier-mañ ha dindan ar reizhiadoù Microsoft Windows 95/98/ME/2000/NT/XP/Vista/2003svr...
  • Kozh a-walc'h eo an teuliadur en-linenn, trugarez da lenn an hini kinniget e penn ar bajenn-mañ (erruet kozh ivez bremañ e 2007).
  • Ma rit-c’hwi gant Office 2007 eo ret implijout Vista evel reizhiad korvoiñ : n'eo ket skoret mat XP + Office 2007 gant an holl yezhoù nevez ouzhpennet gant Microsoft, ar brezhoneg en o zouez.
Pellgargañ ar meziant...

  • Evit pellgargañ ar meziant, kit war ar forom amañ, n'eo ket dav ken en em enrollañ war ar forom.

Alberzioù skramm...