Te ivez difenn ar brezhoneg gant Broudix, « An Drouizig » !

Degemer

Brezhoneg 
Saozneg 
Galleg 

Ar foromoù

Daveoù

Skrivit deomp ! 


Sternañ, kefluniañ, arverañ

Sternañ « An Drouizig Difazier ».

Roet eo ar meziant « An Drouizig Difazier » dindan ar restrad unel sternadur.exe. Sternañ a ra ar goulev-mañ ar restroù rekis evit arc'hwelegezh ar reizher hag e keflugn ivez ho reizhiad evit ma vefe enskrivet ar reizher nevez-mañ.

[Image]

An tri restr a-bouez zo :

  • MSSPBZ32.DLL Lusker ar reizher.
  • MSSP2BZH.LEX Ar penn geriadur, ennod.
  • BREZHONEG.DIC Ar geriadur personel, goullo e penn-kentañ.

Kefluniañ « An Drouizig Difazier ».

Pa vez graet ar sternadur, daou oberiadur a vez ret evit kefluniañ an difazier a-feson. Graet e vo an daou oberiadur-se adalek ar meziantoù ostiz. Setu amañ daou skouer, gant Microsoft Word ha Microsoft Outlook (handelvoù saoz). Mat eo gouzout e vo kinniget gant pep meziant all ar memes dibarzhioù tamm pe damm.

Gant Microsoft Word

Ret eo da gentañ-penn diuz ar yezh evit an teuliad a vo embannet ganeoc'h. Gallout a rit ober an dra-se a-wechoù evit ul lodenn eus un teuliad met e vo ret diuz a-raok al lodenn a vez sellet diouti.

Diuzit an arc'had « Outils®Langue…®Choisir la langue » adalek penn lañser Microsoft Word :

[Image]

[Image]Goude eo ret diuzañ al linennad « [Image]Breton ». En em asurit n'eo ket kevask al log « Do not check spelling or grammar ». Klikit war ar veudell « Default » ma fell deoc'h ma vo pep teul nevez e Brezhoneg hepken, pe klikit war «OK».

[Image]Gouezit mat eo sternet ar reizher dre welet [Image]. Ma ne welit ket al linennad « [Image]Breton » e-barzh al listennad, kit da welet ar pennad skrid FAG.

 

Ouzhpenn tra e vo ret deoc'h en em asur eo kefluniet a-feson ar geriadur personel.

Pouezus-kenañ eo ur c'hefluniad a-feson eus ar geriadur personel. A-drugarez dezhañ e vez gwaredet gerioù dizanavezet ar penn geriadur, e-pad un estez. Ar pal a zo klasket amañ eo ne vo ket mui dizanavezet ar gerioù-se, da lavaret eo evit heuliad an teuliad embannet pe gant ho teuliadoù o tont.

 

 

[Image]Diwallit ! Ma ne geflugnit ket ar geriadur personel a zoare, e c'hellot kaout diwezhatoc'h kemmenadoù fraezh ha berr, iskis a-walc'h, pa vo lusket ar reizher reizhskrivadurel (kit da lenn ar pennad skrid FAG evit gouzout muioc'h).

Diuzit linennad « Options » al lañser « Outils ». Goude, klikit war « Orthographe et Grammaire », ha klikit c'hoazh war ar veudell « Dictionnaires ».

[Image]

Boest kefluniañ ar geriadurioù personel a vo gwelet.

Mar  gwelit al linennad « BREZHONEG.DIC » e vo ret deoc'h diuz anezhi, ha diziuz an holl re all. Ma ne welit ket al linennad-se, klikit war ar veudell « New », krouit ar restr, ha diuzit ar yezh « Breton » ha serrit ar voest kefluniañ (a-bouez !!!).

Da gentañ-penn e vo goullo ar geriadur personel hag en em leuniañ a raio dre ma vo implijet ar reizher reizhskrivadurel.

 

 

 

 

 

 

 

[Image]

Gant Microsoft Outlook.

Kefluniañ hag arverañ.

[Image]
 

Ur skouer implij eus « An Drouizig Difazier ».

Taolenniñ a ra ar skouer-se un implij boutin eus ar reizher gant ar c'heweriañ testenn brudet-tre Microsoft Word. Kinniget eo gantañ ar c'henstagadur disoc'hetañ a vez tu d'ober gant ar reizherioù reizhskrivadurel. Gwir eo, ne vez ket islinennet ar gerioù fall reizhskrivet gant al lod muiañ eus ar meziantoù (nemet Microsoft Publisher) hag ar wiriadurezh ne vez ket graet dre ma vezent bizskrivet.

Gant Microsoft Word.

Evel-se, e-barzh un teuliad Word a zo bet diuzet brezhoneg evit bezañ yezh al labour, e vez islinennet diouzhtu e ruz gerioù dianav ar geriadurioù elektronek (pennañ pe personel). Gallout a rit anavezout ar gerioù reizh kinniget gant ar geriadurioù dre ur c'hlik dehoù war ar ger dianav.

Bremañ e c'hellit diuzañ ar ger mat mard emañ e-barzh al listennad kinniget. N'eus ket ouzhpenn c'hwec'h ger enni. Gallout a rit kaout ul listenn hiroc'h ma lañsit ar wiriadurezh reizhskrivadurel war an teuliad penn-da-benn.

[Image]

Evit lañsañ ar wiriadurezh reizhskrivadurel war an teuliad en e bezh, pouezit war F7 pe diuzit an arc'had « Vérification de l'orthographe » e-barzh al lañserad « Outils » (« Tools »).

[Image]

Un nebeud arc'hadoù eus ar voest erlec'hiañ: Klikit war « Ouzhpennañ » evit enrollañ ar ger e-barzh ar geriadur personel. Mard eo arlouet ar veudell « Ouzhpennañ », kit da welet ar pennad skrid FAG. Klikit war « Erlec'hiañ » evit lakaat ar pezh a vez kinniget gant ar reizher e lec'h ar ger direizh.

Keweriañ an « eilañ-pegañ ».

Mar bez ret deoc'h ober un « eilañ-pegañ » evit ouzhpennañ un destenn a zeu eus un arload all d'ho teuliad, e vo ret a-wechoù addiuz ar yezh evit ar bloc'had a vez embannet ganeoc'h, pa vo echu ar pegañ.

Bez ez eus un entremarenn a zo pegañ da gentañ an destenn e-barzh ur c'heweriañ testenn eeun evel Microsoft Notepad, da skouer. Naetaat a ra an oberiadur-se skurzer testenn ar stlennoù furmaozañ, kevaratoù, keneliadoù, yezhoù, ...

Grit war-lerc'h adarre un eilad eus an destenn naetaet-mañ evit pegañ anezhi en-dro en ho koulev (Microsoft Word da skouer). Ar yezh diuzet en ho koulev a vo roet d'an destenn naetaet-mañ.