Te ivez difenn ar brezhoneg gant Broudix, « An Drouizig » !

Degemer

Brezhoneg 
Saozneg 
Galleg 

Ar foromoù

Daveoù

Skrivit deomp ! 


C’hwec’h abeg a-zoare evit cheñch hoc’h AZERTY deut da vezañ kozh

Dic’hoantañ ezhommoù ar vrezhonegerien, da gentañ.

Kinnig a ra ar c’hlavier C’HWERTY peder stokell diforc’hus C’H CH Ù ha Ñ a zo rekis evit bizskrivañ e brezhoneg gant un doare aes ha dre santout. Tu zo da gaout an arouezennoù-diforc’h all eus ar yezh (ê, ü, …) gant ma vo implijet ar stokell varv tired (^ ¨ ´ `) a-raok pouezañ war stokell an arouezenn da gemmañ. Evit tapout an arouezenn ê eus ar ger kêr e vez ret pouezañ war an div stokell ^ ha e an eil war-lerc’h eben da skouer.

Ober a ra ar c’hlavier gant ar brezhoneg peurunvan ha gant an doare-skrivañ etrerannyezhel memes tra. Ne c’hounezo ket ar reoliad skolveuriek hag ar gwenedeg « falhuneg » kalz eus ar pezh a zo degaset gantañ.

Moullet eo bet an holl stokelloù arc’hwel eus ar c’hlavier C’HWERTY e brezhoneg penn-da-benn. N'eo ket ur benveg gwir evit kas war-raok ar brezhoneg hepken, barrek e vo ivez evel just da skoazell ac’hanoc’h a-benn bizskrivañ testennoù a-bep seurt gant hoc’h urzhiataer. 

Kas war well an AZERTY ha dic’hoantañ ar c’hallegerien.

Tennañ a ra gounid ar c’hlavier C’HWERTY eus ar pezh a vez degaset gant ar reoliad etrevroadel diwezhañ ISO-8859-15 (Latin-9). Mirout a ra ur stokell pe un denesadur d'an arouezennoù € œ Œ ha Ÿ. Kavet e vez ivez arouezennoù all ISO-8859-1, a oa ankounac’haet gant ar c’hlavier AZERTY, evel æ Æ Ç « » É da skouer. Alies e vez rekis an holl arouezennoù-mañ evit bizskrivañ e galleg reizh.

Skouerioù gerioù gall gant an ereadur œ enno:

Bœuf, cœlome, cœlacanthe, cœliaque, cœur, chœur, fœtus, manœuvre, mœurs, nœud, œcuménisme, œdème, œdipien, œil, œillade, œillets, œnologie, œsophage, œuf, œuvre, sœur, vœu, stœchiométrie, …

Skouerioù¹ lec’hioù eus Breizh gant an ereadur œ enno:

Plœmel, Plœuc-sur-Lié, Plœmeur, Plœren, Le Fœil, Paimbœuf, Bonnœuvre, Hœdic, …

Skouerioù gerioù gall a orin latin gant an ereadur æ enno :

Lætitia, ex-æquo, curriculum vitæ, ægosome, cæcum, uræus, æsthésiomètre, cælostat, cæruleum, cæsium, dæmonorops, althæa, cobæa, æschne, æpyornis, cæcal, mélæna, æthuse, et cætera, …

Krochedigoù gall eo an arouezennoù « ha » ha diaes e vo da dapout anezho gant ar c’hlavier AZERTY. Lod eus ar meziantoù, evel ar c’heweriañ testenn Microsoft Word da gentañ skouer, a c’hell lakaat ar c’hrochedig gall e-lec’h an arouezenn ", krochedig saoz pe diverkezenn, met ne ra ket an darn vrasañ eus ar meziantoù an oberiadenn-se.

Ouzhpenn eo pouezus derc’hel soñj, ne vo ket tu da gaout an arouezennoù É ha Ç gant ar c’hlavier AZERTY kennebeut. A drugarez da reizhadur emlusk an destenn dre ho meziant, e c’hellit tapout an arouezennoù-mañ. Pa vez lec’hiet lizherenn gentañ ar ger e penn-kentañ ur frazenn, da skouer.   

Implijet eo an arouezenn « gallek kozh » Ÿ gant anvioù piaouel ar c’hêrioù gall pe gant anvioù familh brudet, hepken. Kavet e vez anezhañ e-barzh ar gerioù MOŸ, HAŸ-LES-ROSES, CROŸ, LOUŸS, AŸ … da skouer.

Un arnodenn vihan ... bizskrivit an destenn zave-mañ adalek ho klavier AZERTY gall:

LEÇON DE FRANÇAIS PAR LÆTITIA LEBŒUF-JUŸ

OÙ QU'IL RÉSIDE, À NÎMES OU MÊME À CAPHARNAÜM, TOUT FRANÇAIS INSCRIT AU RÔLE, PAIERA SON DÛ (12.345.678,90 Euros (€), DÈS AVANT NOËL, QU'IL SOIT NAÏF OU RÂLEUR

(¹) Ne zouj ket an darn vrasañ eus ar panelloù-hent an ereadur-se !

Ober a-zoare gant an holl yezhoù keltiek.

Gallout a rit bizskrivañ end-eeun e pep yezh keltiek gant ar c’hlavier C’HWERTY. Ober a ra gant ar reoliad UNICODE 2.0 evit spisaat bonegoù holl arouezennoù-diforc’h ar yezhoù-mañ.

Dont a ra an arouezennoù arbennik-se gant an darn vrasañ eus ar c’heneliadoù reizhiad boutin a zeu gant Windows NT4, 2000 pe XP. Rollet eo an arouezennoù-se da-heul : 

Brezhoneg peurunvan

[Image]

Kerneveg unvan [Ur c’heneliad UNICODE Latin Extended-B a zo ret evit an y+<macron>. gw. FAG]

[Image]

Gouezeleg Bro-Iwerzhon

[Image]

Gouezeleg Bro-Iwerzhon kozh [Ur c’heneliad UNICODE Latin-8 a zo ret. gw. FAG]

[Image]

Gouezeleg Enez-Vanav

[Image]

Gouezeleg Bro-Skos

[Image]

Kembraeg

[Image]

Tu zo, hag aes eo, da vizskrivañ an holl arouezennoù-se gant ar c’hlavier C’HWERTY. Da skouer e vo posupl kaout an arouezenn iwerzhonat B pik a-us dre bouezañ ar stokelloù . + b an eil war-lerc’h eben, pe c’hoazh an arouezenn kembreat w kognek dre ^ + w.

Pouezañ war ar memes stokelloù gant ur c’hlavier AZERTY a rafe .b pe ^w !

Ar stokelloù marv makroñs ¯ ha pik a-us . zo nevez. Gallout a rit bizskrivañ ganto arouezennoù-diforc’h ar c’herneveureg hag ar c’houezeleg kozh.

Skouer testenn e gouezeleg kozh (klikit war an destenn) : 

Klikit war an destenn !

Merañ an esaou didroc’hus.

Posupl e vez ensoc’hañ ur gwenn didroc’hus gant ar c’hlavier C’HWERTY dre bouezañ war ar stokelloù « PENNLI+ARERL+ESAOU ». Talvoudus eo an oberiadenn-mañ ma fell deoc’h en em asurañ ne vo ket tu troc’hañ un destenn e-lec’h m'emañ e wennoù.

Ma'z embannit pajennoù WEB a c’hellfe bezañ lennet adalek un urzhiataer bennak, gant ur c’hefluniadur bennak (ment ar skramm pe ar « merdeer » dizanav, keneliadoù erlec’hiañ staliet, ...) e vez talvoudus implijout gwennoù didroc’hus a-raok arouezennoù e-giz ar c’hrochedig » pe an arouezenn poentadur … a-benn en em asurañ ne vo ket troc’het ar frazenn just a-raok an arouezennoù-mañ.  

Merañ lod eus ar yezhoù europeat all.

Ma c’hellit tapout an arouezenn é adalek ur c’hlavier AZERTY, pe tapout peotramant an arouezennoù portugalek õ, ã ha spagnolek ñ, diaes a-walc’h e vo da gaout an arouezennoù tiredet á í ó ú … rekis a-benn skrivañ e yezhoù latin-mañ.

Gant-se e vo pleustrekoc’h ar c’hlavier C’HWERTY evit bizskrivañ e yezhoù a implij lizherennoù gant un tiret lemm enno. Kavet e vez e-mesk anezho meur a yezh latin e-giz ar gallaoueg, ar spagnoleg, an italianeg, ar portugaleg, ar c’hatalaneg, ar galisianeg, an okitaneg, ar friouleg, met ivez yezhoù alamanek evel an hollandeg, ar frisoneg pe al luksembourgeg. 

E-barzh an daolennad da heul emañ rollet arouezennoù-diforc’h a c’hell servij evit yezhoù all : 

[Image]

Denesaat ouzh an arouezennoù matematikel, kenwerzhel, lizherennoù gresianek …

Ouzhpenn e vez kinniget gant ar c’hlavier C’HWERTY un doare end-eeun da vizskrivañ an arouezennoù ispisial ¡ ¿ © ® ¢ ¥ £ a c’hell bezañ talvoudus a-wezhioù.

Kavet e vo ivez an arouezennoù da heul, e c’hell bezañ pouezet gant un doare eeun daoust ma n'eo ket bet moulet an darn vrasañ war ar stokelloù, a-benn na vo ket revec’hiet neuz ar c’hlavier :

[Image]