Netra a vez kavet e-barzh al lennerezh breizhat ma'z e vez ret reizhskrivañ pennlizherennoù an divgraf ch ha c’h, C’H ha CH pe C'h ha Ch. Diuzet eo bet kinnig d'an implijour an arouezennoù C’H/CH pa vez pouezet ar stokell erlec’hiañ PENNLIZHERENN met ivez C'h/Ch pa vez pouezet ar stokell erlec’hiañ ARERL. Gwell eo gant « Ofis Ar Brezhoneg » implijout ar stummoù C'h/Ch kentoc’h, met forzh penaos eo ret a-wezhioù implijout C’H/CH pa vez skrivet ur ger e pennlizherenn en e bezh (PEMOC’H).
Meur a arouezenn a zo a-feson evit bizskrivañ « skrab » an arouezenn C’H. Diuzet eo bet, e-unan gant alioù Roparz Hemon pe Fañch Kervella da implijout ar verkezenn a-zehoù, stouet a-gleiz, kentoc’h eget ar skrab boutin sonn. Gant-se e vo skrivet PLOUMANAC’H kentoc’h eget PLOUMANAC'H.
N'eus ket pell zo eo bet spisaet gant ar « c’hoñsorsiom unikod » un divgraf IJ (ha ij) a vez implijet e hollandeg gw. ar gêr IJmegen, reizhskrivet evel-se war e panelloù-hent, da skouer. Boneg arouezenn-mañ a zo nemetañ - U0132 - ar pezh a dalv n'eo ket stummet eus an div arouezenn I ha J da heul.
Daoust e c’hell kaout spi e vo spisaet liesc’hrafoù ar brezhoneg gant ar c’hoñsorsiom ?
C'hoant hon eus da respont « ket » kentoc’h peogwir eo bet moulet n'eus ket pell zo un notenn a lâr ne vo roet boneg ebet d'al liesc’hrafoù nevez, nemet ma c’hellit reiñ dezho un abeg kendrec’hus a-walc’h.
N'eo ket ar brezhoneg ar yezh nemeti a vez sellet ouzh an notenn-mañ. Kontet e vez yezhoù all, evel ar slovageg, ar c’houezeleg pe ar c’hembraeg dreist-holl, a vez kavet kalz a liesc’hrafoù gant o lizherennegoù. Neuze pa vez pouezet ganeoc’h war stokell CH pe C’H, meur a arouezenn a vo moulet en ho teuliad.
Evit bizskrivañ holl arouezennoù-diforc’h ar gouezeleg pe y « makroñs » ar c’herneveureg unvan, e vo ret implijout keneliadoù keverlec’h UNICODE Latin-8 ha Latin Extended-B.
Kavet e vez meur a unan digoust, posupl eo pellgargañ anezho war internet ha kavet e vez anezho ivez war ar CDROM a zeu gant ar c’hlavier C’HWERTY.
Evit an arouezennoù-diforc’h all, ez eus trawalc’h gant an holl geneliadoù boutin met nevez (Arial, Times New Roman, Verdana, Comics, …).
Mont a ra war wel ar reoliadoù ISO-8859-15 hag UNICODE hiziv c’hoazh, ha sur a-walc’h hoc’h eus remerket dija an dra-se dre implij an arouezenn nevez € : ne vezont ket meret mat gant kalz a veziantoù kozh pe Angled-Saozon.
Spi hon eus e vo barrek, tuchant, an darn vrasañ eus ar meziantoù a zo implijet er bed da labourat gant an arouezennoù nevez-mañ. Kenstagusted ar stlennoù, a zo tolzennekoc’h-tolzennekañ war internet, a zalc’h eus an dra-se.
Da c’hortoz, ma n'oc’h ket sur eus kozhni aveadurioù stlennegel ho kenskriverien, n'ez eus korvigell strobinellus anavezet ebet evit skoazell ac’hanoc’h : kavit gwell implijout EUR eget € pe c’hoazh oe eget œ h.a.
Se bet lâret, eo barrek an darn vrasañ eus ar meziantoù burevek da verañ mat gant an arouezennoù nevez-se, skrivadur an teuliad-mañ a zo ar brouenn gentañ.
Posupl e vefe merañ Macintosh (Mac OS X) e mizioù a zeuont. Depant a ra dreist holl ma c’houlenn diganimp an dra-se kalz a dud.
N'eo ket aes da verañ an ereadurioù C’H ha CH, gant NT4, setu perak n'eo ket meret kennebeut.
Meret eo bremañ ar c’hlavier dindan Windows 95/98/ME, nemet an arouezennoù estren kembraek, iwerzhonek ... Pellgargit an displegadennoù amañ e doc pe pdf.
Evit Linux, kit amañ.