Adalek bremañ e c’heller prenañ ur c’hlavier urzhiataer C’HWERTY.
Ijinet evit dic’hoantañ un ezhomm hewelusoc’h-hewelusañ e-mesk ar vrezhonegerien, e talc’h kont an aveadur-mañ eus dibarelezhioù yezhoniel ar brezhoneg ha nevezadennoù a zo bet degaset gant ar reoliad etrevroadel diwezhañ ISO-8859-15 (« Latin 9 » anvet ivez a-wezhioù « Latin 0 »).
Reizhet eo ar c’hlavier C’HWERTY diouzh ar c’hlavier AZERTY gall. Ober a ra ouzhpenn gant peder stokell nevez C’H CH Ù ha Ñ evit ma c’hellfe an implijour bizskrivañ e brezhoneg en un doare aes ha dre santout.
Evit derc’hel un implij a-feson a-benn skrivañ e galleg, e oa bet miret an teir stokell C Q ha X nebeut implijet e brezhoneg. Dalc’het eo bet ivez tro da implijout diouzhtu arouezennoù-diforc’h ar galleg à ç è é a vez kavet kustum war ar c’hlavier AZERTY.
Diouzh ar reoliad diwezhañ ISO-8859-15 eo ar c’hlavier hag e kinnig ur stokell da bep unan eus an arouezennoù gall nevez € œ Œ ha Ÿ. Ouzhpenn e ro digor d'an arouezennoù É æ Æ « » ¢ hag ivez da galz arouezennoù all a c’hell servij d'al liesyezherien. Dreist pep tra e ra gant holl arouezennoù-diforc’h ar yezhoù keltiek all, kembraeg, gouezeleg Bro-Iwerzhon ha Bro-Skos, kerneveureg ha manaveg.
Pourchaset eo meziant reizhiad ar c’hlavier evit ar reizhiadoù Windows 2000/XP met ivez bremañ Windows 95, 98 ha Me (gw. FAG).
Ma fell deoc’h bezañ kendrec’het pegent talvoudus e c’hellfe bezañ ober gant ar c’hlavier breizhat, sellit pizh ouzh an trakt politikerezh da-heul hag a oa bet moullet evit an dilennadegoù rannvroadel 2004. Mankout a ra e-barzh an destenn-se tiredoù war-lein an « ù », an « ñ » ha se ne ket kalz a dra keñveret ouzh ar fazi « le'ch » evit « lec’h » !

Degouezhet eo an traoù marc'had-mat ! (pe march'ad-mat ?).
Mat eo kas war-raok ar brezhoneg er vuhez foran... met gwelloc'h eo skrivañ ar yezh diouzh un doare anavezet gant an holl.

Evit ur bern tud e chomfe dianat skrivañ e brezhoneg gant ur c’hlavier boutin AZERTY war ar seblant !
|
Brezhoneg |
Français |
English |
|
Achaperezh |
Échappement |
Escape |
|
Taolennata |
Tabulation |
Tabulation |
|
Prennañ Pennlizherenn |
Verrouillage Majuscule |
Caps Lock |
|
Pennlizherenn |
Majuscule |
Shift |
|
Reol |
Contrôle |
Control |
|
Erlec’hiañ |
Alternatif |
Alternate |
|
Souzañ |
Retour |
Backspace |
|
Enankañ |
Entrée |
Enter |
|
Arouezenn Erlec’hiañ |
Graphique Alternatif |
Alternate Graphics |
|
Ensoc’hañ |
Insérer |
Insert |
|
Dilemel |
Supprimer |
Delete |
|
Dibenn |
Fin |
End |
|
Moulañ Skramm |
Impression Écran |
Print Screen |
|
Arsav Dibuniñ |
Arrêt défilement |
Scroll Lock |
|
Ehan |
Pause |
Pause |
|
Span |
Attente |
Break |
|
Prennañ sifrennoù |
Verrouillage Numérique |
Numeric Lock |
|
Kewerienn¹ (K1,...) |
Fonction (F1, …) |
Function (F1, …) |
|
Deroù |
Origine |
Home |
|
Paj. Adreñv |
Page précédente |
Page up |
|
Paj. A-raok |
Page suivante |
Page down |
|
Dihun |
Réveille |
Wake up |
|
Kousk |
Veille |
Sleep |
|
Lazh |
Éteindre |
Power off |
¹ = Arc’hwel