Prenit ho klavier urzhiataer C’HWERTY bremañ !
C’hoant hoc’h eus da gas war raok ar brezhoneg ha da gas war wel anezhañ war ho tro, e-barzh hoc’h embregerezh, e-barzh ho kevredigezh pe er gêr …
Brezhonegerien d'an holl liveoù, stourmerien war ar brezhoneg, evidoc’h-c’hwi eo ar c’hlavier-mañ !
Dezverkoù teknikel:
- Klavier ardivinkel gant 108 stokell, merk BenQ (bet ACER).
- Moulerezh greantel eus ar stokelloù. Krouet ez eus bet ur produ ispisial evit ar brezhoneg war roll hon pourchaser !
- Kennaskañ PS2.
- Gwarant 1 miz, dic’hoantet pe dizleet.
Dezverkoù arc’hwelel ar c’hlavier C’HWERTY:
- C'hwelaozouriezh gwellek evit bizskrivañ testennoù e brezhoneg (stokelloù nevez C’H, CH, Ñ ha Ù).
- Tikedennerezh penn-da-benn stokelloù ar c’hlavier e brezhoneg (Reol, Erl, ArErl, Enankañ, Souzañ, Ensoc’hañ, Arsav Dibuniñ, …).
- Enbonegañ an arouezennoù-diforc’h hag an arouezennoù nevez hervez ar reoliad UNICODE 16e.
- Klavier AZERTY klokaet a-benn laouenaat ezhommoù ar c’hallegerien hag al « latingarourien » (stokelloù œ, Œ, æ, Æ, Ÿ, É, Ç, «, », á, í, ó, ú, …).
- Esperanteg ĉ Ĉ ĥ Ĥ ŝ Ŝ ŭ Ŭ ĵ Ĵ ĝ Ĝ.
- Merañ an holl yezhoù keltiek, arouezennoù-diforc’h ŵ ŷ ÿ ẅ evit ar c’hembraeg, s ha r hirstummet evit ar c’houezeleg kozh.
- Ouzhpenn tra, meur a arouezenn gresianek, kenwerzhel (€ ¥ £ …), skiantel hag all.
Prenit ho klavier C’HWERTY hep gortoz mui !
40 € eo priz ar c’hlavier hep mizoù-kas (+ 9,3 € evit Bro-C’hall, kas erbediñ pe + 5,6 € evit ur c’has boutin). Skrivit deomp evit ar broioù all.
Gallout a rit kas ur chekenn 40 € (+ 9,3 € pe + 5,6 € a vizoù-kas) da:
7 rue de la Brise/straed an Aezhenn
Appt B-14
56000 Vannes/Gwened
France/Bro-C’hall |
Keloù ha skor (skoazell) teknikel: