Te ivez difenn ar brezhoneg gant Crucia-Ix, « Gwreg An Drouizig » !

Degemer

Brezhoneg 
Saozneg 
Galleg 

Ar FOROMOÙ

Daveoù

Skrivit deomp ! 


Lec’hienn GIMP

GIMP  war Wikipedia

GIMP e brezhoneg

Kinnig

Ur meziant keweriañ ar skeudennoù bitmap eo GIMP (tresañ, daskemmañ, bliverezh, h.a.).

Kinnig ur benveg labour all, digoust, hag Adobe Photoshop, gant ur c'hetal un tamm disheñvel a oa pal ar meziant-mañ.

Talvezout a ra GIMP GNU Image Manipulation Program, da lavarout eo « goulev GNU da zornata skeudennoù », gwechall e veze lavaret General Image Manipulation Program. Krouet eo bet ar raktres gant Spencer Kimball ha Peter Mattis e 1995.

Da gentañ penn e oa tonket d'ar reizhiadoù korvoiñ Unix ha GNU/Linux hag ivez Darwin (diazez Mac OS X). Gant Microsoft Windows ez a en-dro ivez, avat. Wilber eo an hini eo hudellig GIMP.

Evel ma 'z eo meneget gant e anv, emañ GIMP e-kreiz raktres GNU. Troet eo bet penn-da-benn gant pare Korvigelloù an drouizig.

Kelennskridoù evit deskiñ penaos ober gant GIMP

Gant Belvar:

Kelennskrid laser (pdf, odt)
Kelennskrid daoulagad ruz (pdf, odt)
Kelennskrid liviaoù (pdf, odt)
Kelennskrid sepia (pdf, odt)

Pellgargañ an handelv brezhoneg

  1. Da gentañ, pellgargit ha stailhit GIMP 2.6.x ha GTK+ 2 Runtime Environment amañ.
  2. Ouzhpennit an argemmen reizhiad nevez LANG=br dre Panneau de Configuration/Système/Avancé/Variable d'environement/Nouveau (Nom = LANG / Valeur = br).