« Inkscape 0.46 » e brezhoneg !
INKSCAPE 0.46 E BREZHONEG

Ur meziant dieub da embann kevregadoù sturiadel gant barregezhioù damheñvel ouzh re Illustrator, Freehand, CorelDraw pe Xara X eo Inkscape. Arveret eo ar mentrezh restroù SVG (Scalable Vector Graphics : Kevregadoù Sturiadel Skeulaus).
Pal pennañ Inkscape eo krouiñ ur benveg tresañ galloudus hag aes da arverañ, kenfurm ouzh ar skouerioù XML, SVG ha CSS.
Arveret e vez gant meur a savenn, en o zouez : Microsoft Windows, Mac OS X, Linux ha FreeBSD.
Arc'hwelioù pennañ Inkscape :
-
Tresañ gant an dorn ;
-
Tresañ gant krommennoù Bezier ha regennoù eeunennoù ;
-
Tresañ linennoù kaerskrivet gant ar bluenn (skoret eo korn/gwask an tablerioù kevregat)
-
Benveg Testenniñ (desteudañ, roud, nodrezh, marzekaat, lieslinenniñ) ;
-
Eren, enporziañ ha sturiadelaat skeudennoù bitmap ;
-
Treuzfurmañ keouenn (treuzkludadurioù, kemparzh, admentañ, c'hwelañ, distummañ) gant un doare etrewezhiat pe dre erpizadurioù niverel) ;
-
Skorañ an treuzfollennoù ;
-
Rummata dre verniañ an treuzfollennoù, ar strolladoù, hag an ergorennoù (z-order - urzh-z) ;
-
Desteudañ ha dasparzhañ an ergorennoù, lakaat anezho war ur gael pe war zealfoù gwarellek, strewiñ ergorennoù ;
-
Arc'hwelioù leuniañ ha trolinennañ kemplezh ;
-
Arc'hwelioù gwezhiata war an treugoù ;
-
Arc'hwelioù skorañ an testennoù hag an deouez ;
-
Keweriusterioù an daolenn wenn etrewezhiat (TGE) dre ar c'homenad Jabber/XMPP. Drezañ e vez rannet un dresadenn ha savet dre genlabour, en amzer werc'hel pe dost, gant ur rouedad lec'hel pe dre Internet.
Oberiant kenañ eo diorren Inkscape ha keweriusterioù nevez a vez ouzhpennet ingal.
Pellgargañ an droidigezh vrezhonek war lec’hienn Inkscape amañ.