Te ivez difenn ar brezhoneg gant Broudix, « An Drouizig » !

Degemer

Brezhoneg 
Saozneg 
Galleg 

Ar foromoù

Daveoù

Skrivit deomp ! 


 

Blog Solenn - Difaziomp !

« Salud deoc’h !

 Gant Philippe, eus kevredigezh An Drouizig, e oa bet kinniget din sevel ur bajenn diwar-benn implij an difazier brezhoneg « An Drouizig Difazier ». Ur mennozh hon oa bet a-gevret evit lâret ar wirionez, 2 vloaz dija marteze, ur mennozh deuet da vezañ gwir bremañ. 

Kelennerez war an alamaneg hag ar gresianeg on, ha ganin war ar bemdez, e vez implijet ostilhoù reizhskrivañ a-seurt-se dindan Microsoft Office. Evit ar mare e ran-me ganto evit dielfennañ ha reizhañ ma skridoù gallek hag alamanek, peurliesañ. Boaz on d'ober gant an ostilh (ar "spell checker"), setu perak em eus kavet eeun-tre implijout hini An Drouizig gant skridoù brezhonek.

'pezh a chome d'ober erfin 'oa dastum skridoù brezhonek a oa deus outo dindan ur stumm niverel. Ha setu em eus graet ma soñj da gemer skridoù bet skrivet gant tud anavezet, dastumet war lec’hiennoù internet kevannus, brudet gant ar vrezhonegerien. Dibabet eo bet al lec’hiennoù a vez gwelet e-krec’h ar bajenn-mañ, a-zehou. Lec’hiennoù all a vo ouzhpennet ha dielfennet ganin en amzer da zont. M'ho peus c’hoant e c’hellan-me dielfennañ ho skridoù zoken, kasit ur postel din !

Boñ, graet eo bet an tamm labour-se evit diskouez d'ar skrivagnerien pegen talvoudus ha galloudus e c’hell bezañ an ostilh, evit dizoleiñ ar vuioù-koukoug da skouer, n'eo ket bet graet evit lakaat war wel fazioù reizhskrivañ graet gant unan pe egile.

Amprouiñ an difazier gant skridoù gwirion e oa ar pal kentañ ivez. Kavet em eus interesus disoc’h an dielfennadennoù gant skridoù Chrisitan Le Meut. Gerioù ha stummoù gwenedek zo bet islinennet gant an difazier, lod anezho a c’hellfe bezañ degemeret gant an difazier d'am soñj ?

Ur gerig evit echuiñ: n'eo ket bet dielfennet skridoù Fañch Broudig pe Yann-Bêr Thomin, Fimdamdoue ! kit d'houzout perak ?

Solenn Kernoa »

Kemennoù Ofis ar Brezhoneg

Kit amañ.

Blog Christian Le Meut

Koantik