Te ivez difenn ar brezhoneg gant Broudix, « An Drouizig » !

Degemer

Brezhoneg 
Saozneg 
Galleg 

Ar foromoù

Daveoù

Skrivit deomp ! 


Diwar-benn K.A.D. (e galleg).
Load Hiziv An Deiz

Ter c’hevredigezh a-feson,

Softcatalà, ur gevredigezh a ra ar pezh a reomp, met e katalaneg.

Meddal meziantoù dieub e kembraeg.

 

Panoccitan meziantoù en okitaneg.

Dleoù & Daveoù ...

Savet eo bet al lec’hienn-mañ gant sikour CityDesk Home Edition, ur meziant talvoudus-tre evit sevel lec’hiennoù Internet. Krouet eo bet goulev sternañ an difazier, sternadur2.exe, gant Setup Generator, ur benveg meziantel kenwerzhel fiskal-tre evit ober meziantoù sternañ, hag e brezhoneg memes tra !

 

Korvoiñ a reomp ar c'heriaoueg teknikel tennet diouzh « Geriadur ar stlenneg » gant Guy Etienne, embannadurioù Preder, evit diuz an darn vrasañ eus ar gerioù teknikel.

Trugarez vras da Loeiz ar Gall evit bruderezh An Drouizig e Bro-Leon, ha da Andrea hag Herve, animatourien Radio Bro Gwened anezho.

Trugarekaat a ran ivez Karine B., Eugene Mc M., Paskal B., Gwenael M., Alan M., Marc Lavaud da vezañ sikouret din e mod pe vod evit mont war-raok gant ar yezh...

Bennozh Doue erfin da Gilles Turlan, perc’henn ar stal levrioù Lenn ha Dilenn e Gwened evit e labour dispar hag e youl vat ...

Gwened, d'al Lun 15 a viz Kerzu 2004.

Pegsunioù « Korvigelloù An Drouizig : Brezhonegbarzh an urzhiataer »

Ma fell deoc'h skoazellañ ac'hanomp e c'hellit prenañ pegsunioù...

Pegsunioù Korvigelloù An Drouizig  
Priz : 0.50eur ur pegsun / 3eur 10 pegsun / 5eur 20 pegsun.

Ar rannoù - Tennet diouzh ar « Barzhaz Breizh » gant Kervarker

An Drouiz

Daik, mab gwenn Drouiz, ore
Daik, petra fell dit-te ?
Petra ganin-me dit-te ?

Ar bugel

- Kan din eus a ur rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Hep rann ar red hepken
Ankou, tad an anken
Netra kent, netra ken
Daik, mab gwenn Drouiz, ore
Daik, petra fell dit-te ?
Petra ganin-me dit-te ?

Ar bugel

- Kan din eus a zaou rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Daou ejen dioc'h ur gibi
O sachat, o souhetiñ
Edrec'hit an estoni !
Hep rann ar red hepken
Ankou, tad an anken
Netra kent, netra ken
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a dri rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Tri rann er bed-mañ a vez :
Tri deroù ha tri diwezh
D'an den ha d'an derv ivez
Teir rouantelezh Varzhin
Frouezh melen ha bleun lirzhin
Bugaligoù o c'hoarzhin
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din a bevar rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Pevar maen higoliñ
Maen higoliñ da Varzhin
Higoliñ klezier vlin
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a bemp rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Pemp gouriz an douar
Pemp darn en hoar
Pemp maen war hor c'hoar
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a c'hwec'h rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- C'hwec'h mabig graet e koar
Poellet gant galloud loar
Ma n'ouzez-te, me oar
C'hwec'h louzaouenn r perig
Meskañ 'r gaoter 'ra 'r c'horrig
En e c'henou e vizig
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a seizh rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Seizh heol ha seizh loar
Seizh planedenn gant al lar
Seizh elfenn gant bleud an aer
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a eizh rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Eizh avel o c'hwibannat
Eizh tan gant an Tantad
E miz Mae e menez kad
Eizh ounner wenn-kann-eon
O peuriñ en enez don
Eizh ounner wenn d'an Itron
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a nav rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Nav dornig gwenn war daol leur
E-kichen tour Lezarmeur
Ha nav mamm o keinañ meur
E koroll, nav c'horrigan
Bleuñvek o blev, gwisket gloan,
Kelc'h ar feunteun, d'al loar-gann
Gwiz hag he nav forc'hell all
E toullig dor an houc'hzal
O soroc'hal, o turc'hial,
O turc'hial, o soroc'hal,
Torc'h, torc'h, torc'h ! d'ar wezenn aval
An hoc'h kozh d'o tiorreal
Eizh avel o c'hwibannat...
Eizh ounner wenn-kann-eon...
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a zek rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Dek lestr tud gin a welet
O tonet eus a Naoned
Goa ! c'hwi, goa ! c'hwi, tud Gwened !
Nav dornig gwenn war daol leur...
E koroll, nav c'horrigan..
Gwiz hag he nav forc'hell all...
O turc'hial, o soroc'hal...
Eizh avel o c'hwibannat...
Eizh ounner wenn-kann-eon...
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a unnek rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Unnek beleg houarneset
O tonet eus a Wened
Gant o c'hlezeier torret
Hag o rochedoù gwadek
Prenn-kolvez da vazh-loaek
Eus a dri c'hant o unnek
Dek lestr tud gin a welet...
Nav dornig gwenn war daol leur...
E koroll, nav c'horrigan..
Gwiz hag he nav forc'hell all...
O turc'hial, o soroc'hal...
Eizh avel o c'hwibannat...
Eizh ounner wenn-kann-eon...
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken...
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,etc.

Ar bugel

- Kan din eus a zaouzek rann
Ken a oufen bremañ

An Drouiz

- Daouzek miz, daouzek arouez,
An diwezhañ-andivezh
Saezher, hellink flimm e saezh,
Daouzek arouez en em zrailh
Ar Vuoc'h gen, ar Vuoc'h zu-bailh,
O tonet eus Koad-ispailh
Flemm ar saezh en he c'herc'henn
He gwad o redek oc'hpenn
O vlejal-hi, sonn he fenn
Korn o son boud, tan ha taran,
Glav hag avel, taran ha tan !
Tra ken mui-ken ; tra na rann !
Unnek beleg houarneset...
Hag o rochedoù gwadek...
Dek lestr tud gin a welet...
Nav dornig gwenn war daol leur...
E koroll, nav c'horrigan..
Gwiz hag he nav forc'hell all...
O turc'hial, o soroc'hal...
Eizh avel o c'hwibannat...
Eizh ounner wenn-kann-eon...
Seizh heol ha seizh loar...
C'hwec'h mabig graet e koar...
Pemp gouriz an douar...
Pevar maen higoliñ...
Tri rann er bed-mañ a vez...
Teir rouantelezh Varzhin...
Daou ejen dioc'h ur gibi...
Hep rann ar red hepken
Ankou, tad an Anken
Netra kent, netra ken