Meziantoù e brezhoneg - br [ISO 639] - bre [ISO 639-2] - bre [ISO 639-3]
Donedigezh-vat war lec’hienn An DROUIZIG, ur gevredigezh hervez lezenn miz gouere 1901 evit kas war-raok ar brezhoneg war tachenn an teknologiezhioù nevez nemetken.
Dre ar [
][galleg] ha dre ar [
][saozneg] ez eus moaien da vageal war al lec'hienn-mañ ivez.


PETRA NEVEZ ? Miz C’hwevrer 2010 - Gimp 2.6.8 e brezhoneg : kelennskridoù - Mozilla Firefox 3.6 e brezhoneg - An DROUIZIG Difazier 2007-m28 - Miz Genver 2010 - Nodrezh « Bagoù Breizh » - Levieroù klavier evit ar c'hatalaneg, an tahisianeg, yezhoù Enez Mayotte - Difazier latin COL 2.6 - Miz Kerzu 2009 - An DROUIZIG Difazier 2010-ß2 - Miz Du 2009 - Inkscape 0.47 e brezhoneg - Miz Gouere 2009 - Mozilla Firefox 3.5 beta e brezhoneg - Miz C’hwevrer 2009 -
OpenOffice.org 3.1 e brezhoneg (handelv beta) - Miz Kerzu 2008 - Minisebran 1.1 ha Sebran 1.49 e brezhoneg - Mozilla Thunderbird 2.0.0.18 e brezhoneg - Gimp 2.6.3 e brezhoneg - Demoioù A.D.D. dindan Microsoft Office 2007 -
OpenOffice.org 2.4.1 e brezhoneg
-
Scribus 1.3.3.12 e brezhoneg -
Mamaout 1.0 -
Miz Mae 2007 - FileZilla 2.2.32 e brezhoneg -
Miz Ebrel 2007 -
Mozilla Thunderbird 2.0 e brezhoneg - NeoOffice 2.1 e brezhoneg (MacOS X)


Ar miz-mañ eo bet lidet gant An DROUIZIG he seizh bloaz. E-doug ar bloavezhioù-mañ eo bet kaset a-benn al labour da-heul gant hec'h izili :
- Diorren, treuzlakaat ha kas war-raok ar reizher reizhskrivadurel brezhonek « An DROUIZIG Difazier » a zo hiziv war e aozadur 2010. Anavezet eo 1.600.000 stumm eus ar brezhoneg peurunvan gantañ hag e tizolo ouzhpenn ar fazioù kemmadur ha yezhadur. Evit Microsoft Office 2000/2002(XP)/2003/2007/2010, digoust eo ar meziant-se. Treuzlakaet eo bet dindan OpenOffice.org n'eus ket pell zo, staliet eo dre ziouer gant an heuliad burevek digoust-mañ abaoe an aozadur 2.0.2.
- Gwerzhañ ha kas war-raok ar c'hlavier urzhiataer « C'HWERTY », a zo bet staliet endeo gant kantadoù a gevredigezhioù, hiniennoù, stourmerien evit ar yezh... Kinnig a ra ar c'hlavier ur c'hempennadur a-feson evit skrivañ e brezhoneg ha posubl eo skrivañ e galleg gantañ c'hoazh, hep skoilh ebet memestra. Moullet eo e stokelloù e brezhoneg penn-da-benn.
- Krouiñ ha treiñ meziantoù e brezhoneg : bremañ e kaver un tregont bennak meziantoù e brezhoneg war al lec'hienn (c'hoarioù, ostilhoù meziantel... ). Digoust int evit an darn vrasañ anezho. E-touez anezho e vez kavet ar meziantoù brudetañ eus bed ar meziantoù dieub, OpenOffice.org 2.x, Mozilla Firefox 1.5, Mozilla Thunderbird 1.5, FileZilla, Scribus, eMule, GIMP, AbiWord... Stailhit anezho, korvoit anezho, kasit keloù deomp diwar o fenn ! Ha dreist-holl kemerit perzh er foromoù bet savet a-ratozh evit kaozeal hag eskemm soñjoù. Bepred hon eus klasket heuliañ spis emdroadur ar meziantoù a zo kinniget o zroidigezh war al lec'hienn-mañ.
- Abaoe pemp bloaz e kinnigomp ivez ur reizher reizhskrivadurel latin, anvet « COL », a zo implijet gant kantadoù a lizheregourien hag « henamzerourien » eus meur a vro. Mont a ra en-dro ar reizher-mañ dindan Microsoft Word, OpenOffice.org 2.0.3+ hag AbiWord. Ganeomp eo bet savet al lec'hadoù br-FR (brezhoneg-FRAÑS) ha la-VA (latin-VATIKAN) evit ar saverezh OpenOffice.org.
- Evit an esperantegerien erfin hon eus savet ul levier klavier mod AZERTY a vez gantañ holl arouezennoù-diforc'h an esperanteg.
Rollad kevrennoù pennañ hol lec’hienn...



- Ar reizher reizhskrivañ ha kevreadurel « An DROUIZIG Difazier 2010 ».
-
Ur c’hlavier urzhiataer « C’HWERTY » evit ar vrezhonegerien hag al liesyezherien.
-
Meziantoù savet pe troet e brezhoneg ganeomp (OpenOffice.org, Mozilla Firefox, Mozilla Thunderbird, GIMP, FileZilla, WinRAR, Scribus, eMule, AbiWord...).
-
C’hoarioù tablez e brezhoneg evit ar sekretourezed hag ar vugale.
-
Tachenn-c’horiñ, labourioù troidigezh war ar stern.
-
Pouldrouizig : Traoù all talvoudek a bep seurt.
Kollet oc'h ?
Evit krog e-barzh, setu ur c'heriaoueg eeun eus ar stlenneg gant Martial Ménard,
hag ur rollad gerioù klokoc'h gant Alan Monforzh .
« klasquet mad, ui a gavo ... »
« nata uimpi - curmi da »
© An DROUIZIG - Pep gwir miret strizh.