Te ivez difenn ar brezhoneg gant Crucia-Ix, « Gwreg An Drouizig » !

Bon gerioù verba

Trugarez da :

De-tribulis blog.
Opus Scholaris blog.
The Digital Classicist.
Historical Theoblog.
J.-L. Solère's page.
Hervé Genton's page.
Patriarcato di Venezia.
Menestrel website.

COL - Correcteur Orthographique de Latin - Correttore Ortografico di Latino - Corrector Ortográfico de Latín

Cette page en [][français] - Questa pagina in [][italiano] - Esta paginá e [][castillano]
This page in [][English] - Diese seite auf [][Deutsch]

NEVEZ, forom COL war Facebook !
Ur goulenn ho peus ? Kasit ur postel da drouizig@drouizig.org
(trugarez da lakaat [COL 2.x] ’ba titl ho kemennadenn).

Kenrenet eo ar raktres-mañ gant :

  • Philippe BASCIANO-LE GALL (An DROUIZIG), ijinour war an diorren.
  • Marjorie BURGHART (EHESS), ijinourez war an enklask, a ra war-dro ar bongerioù latin « verba ».

Nevez ! Evit Microsoft Word 2010 (ßeta).

  

  • Pellgargit COL 2010 (ßeta2) amañ.
  • Rollad istorel...

    • COL 2010 Stad ßeta2 - Reizhet kudenn gant gerioù a grog gant ur bennlizherenn (d.sk. Latina) gant al lost-ger -que.   
    • COL 2010 Stad ßeta - Skor Microsoft Office 2010.  

Evit Microsoft Word 2002 betek 2007...

  • Pellgargit COL2.6 amañ. Moaien ’zo bremañ da ziuz doareoù skrivañ al latin dre ur voest emziviz (lañser Loc’hañ/Démarrer). Araokadennoù ha reizhadennoù niverus zo bet ouzhpennet ivez e keflusker an difazier. Meret eo bremañ gant an difazier meur a zoare da skrivañ al latin : dre ziuz an dibaboù gwellañ e vo posupl deoc’h difaziañ ho testennoù latin gant efedusted.

  • Ret eo deoc’h lañsañ setLa2k.exe ma rit gant an difazier dindan MS Office 2000. Un troc’her gerioù emgefre (e fin al linennoù) a zo deuet da glokaat ar meziant abaoe an 2.1.
  • A-bouez : ret eo aozañ ur geriadur personel a-ratozh evit al latin, setu ur c’hefluniadur a-feson. Posubl eo kaozeal war ar forom [en] amañ. Diskouez a ra an demoioù WebEx penaos kempenn mat ar geriadur personel.

  • Ur goulenn ho peus ? Kasit ur postel da drouizig@drouizig.org (trugarez da lakaat [COL 2.x] 'ba titl ho kemennadenn).
  • Setu ivez div restr (hag amañ) evit pleustriñ gant an difazier.
  • Nevez, an demo WebEx :

    Evit kompren ha deskiñ penaos kempenn mat hag implijout an difazier dindan Microsoft Office.

    • Pellgargit ha stailhit WebEx Recorder and Player amañ (skañv ha digoust).
    • Pellgargit ar restr demo (XP + Office 2003 gallek) amañ, ha klikit warni evit lañsañ an demo.
    • Pellgargit ar restr demo (Vista + Office 2007 gallek) amañ, ha klikit warni evit lañsañ an demo.
    • Pellgargit ar restr demo (XP + Office 2010 gallek) amañ, ha klikit warni evit lañsañ an demo.

 

Pellgargañ ar stad diwezhañ...

  • COL Stad 2.6 - Stumm stabil diwezhañ. Meret lost-ger -ve a vanke.
  • COL Stad 2.5.2 - Reizhet kudenn gant gerioù a grog gant ur bennlizherenn (d.sk. Latina) gant al lost-ger -que.   
  • COL Stad 2.5.1 - Gwellekaet tizhder ar program.  
  • COL Stad 2.5.0 - Meret lost-ger -ne a vanke.  
  • COL Stad 2.4.2 - Kreñvaet skor ar geriadur personel (hag en em vir da wastañ ar restroù).
  • COL Stad 2.4.1 - Reizhet kudenn gant al lost-ger -que gant gerioù a zo pennlizherennoù enno.
  • COL Stad 2.4 - Gwellekaet skor al latin krennamzerel.
  • COL Stad 2.3.2 - Reizhet eil kudenn gant ar geriadur personel edan Word 2007, ha meret sifroù arabek ha roman (eus I betek MMMCMXCIX).
  • COL Stad 2.3.1 - Reizhet kudenn gant ar geriadur personel edan Word 2007.
  • COL Stad 2.3 - Posubl eo silañ ar vogalennoù gant tiret lemm enno.
  • COL Stad 2.2.2 - Reizhet kudenn a-rall gant gerioù a zo pennlizherennoù enno (d.sk. LaTiNa).
  • COL Stad 2.2.1 - Reizhet kudenn gant gerioù a grog gant ur bennlizherenn (d.sk. Latina).
  • COL Stad 2.2 - Stumm stabil diwezhañ.
  • COL Stad 2.1.6 - Reizhet kudennig gant an troc’her-gerioù ha kudenn staliañ dindan Office 2000.
  • COL Stad 2.1.5 - Reizhet kudenn gant kargadur an dibaboù dindan Vista.
  • COL Stad 2.1.4 - Gwellekaet kargadur ar geriadur c’hoazh ha reizhet kudenn mont en-dro.
  • COL Stad 2.1.3 - Gwellekaet kargadur ar geriadur.
  • COL Stad 2.1.2 - Kudenn pa veze implijet an difazier gant difazieroù all (a oa deus outañ abaoe an 2.0).
  • COL Stad 2.1.1 - Kudenn arvarus gant ar geriadur personel (a oa deus outañ abaoe an 2.0).
  • COL Stad 2.1 - Stumm kentañ eus an troc’her gerioù.
  • COL Stad 2.0.1 - Posubl eo silañ ar vogalennoù gant tiret enno (makroñs, tiret kognek, tiret berr).
  • COL Stad 2.0 - 12 doare-skrivañ disheñvel skoret gantañ.

Evit OpenOffice.org 2.x

  • Da gentañ, ret eo staliañ OpenOffice.org 2.x.
  • Goulennet hon eus digant kumuniezh OOo ma vo aotreet al latin e-barzh an heuliad meziantoù.

  • Pellgargit ar geriadur latin amañ (da vezañ digoazhet gant ar re all e C:\Program Files\OpenOffice.org 2.0\share\dict\ooo\)
  • Embannit dictionary.lst hag ouzhpennit ar geriadur latin.

Evit OpenOffice.org 3.0

  • Gant skoazell Angelo Pagan ez eus moaien bremañ da gaout ar geriadur latin dict_lam (pe c’hoazh dict_la ma fell deoc’h ober gant testennoù lezennel, da lâret eo, i/j heñvelaet hag arouezennoù distaget oe/ae e-lec’h œ/æ).  M'ho peus kudennoù gant ar restroù-se e c’hellit ober gant ar restr dic-la.oxt (pourchaset evit NeoOffice).

Evit NeoOffice 3.0

Evit AbiWord 2.x dindan Windows

  • Pellgargañ ar restroù .hash ha .aff amañ

Evezhiadenn ? kit war ar forom evit kaozeal amañ