Te ivez difenn ar brezhoneg gant Broudix, « An Drouizig » !

Degemer

Brezhoneg 
Saozneg 
Galleg 

Ar foromoù

Daveoù

Skrivit deomp ! 


Diwar-benn An DROUIZIG (e galleg)
Levr an Enor An DROUIZIG
Pennadoù-skrid d/b An DROUIZIG

Ereoù all interesus (diwar-benn meziantoù e brezhoneg)

Ancestrologie e brezhoneg
Foxmail e brezhoneg
ListeCD e brezhoneg
Opera 5.02 e brezhoneg
phpBB ha SPIP  e brezhoneg
PDFCreator e brezhoneg
Navig e brezhoneg
Mozilla e brezhoneg etrerannyezhel
Hot Potatoes e brezhoneg
Google e brezhoneg
Ar Web Language Lab e brezhoneg
KDE 2.0 e brezhoneg
Mandriva Linux e brezhoneg

Geriadurioù enlinenn...

Hini Favereau
Hini Troude
Ar Chatholikoñ
Geriadur Freelang
An ALBB
Hini Coëtanlem
Re bPreder
Geriadur.com

An amzer hiziv e brezhoneg
Keleier ar vro amañ

Meziantoù e brezhoneg - br [ISO 639] - bre [ISO 639-2]

Donedigezh-vat war lec’hienn An DROUIZIG, ur gevredigezh hervez lezenn miz gouere 1901 evit kas war-raok ar brezhoneg war tachenn an teknologiezhioù nevez nemetken.

Dre ar [][galleg] ha dre ar [][saozneg] ez eus moaien da vageal war al lec'hienn-mañ ivez.

 

PETRA NEVEZ ? Miz Mae 2008 - Difazier latin COL 2.2 - Miz Ebrel 2008Mozilla Firefox 2.0.0.14 e brezhoneg - An DROUIZIG Difazier 2007 - SP3 (HDA Handelv an Diskar-Amzer) - Inkscape 0.46 e brezhoneg - Miz Meurzh 2008 - ArtWeaver 0.5 e brezhoneg - OpenOffice.org 2.4 - m12 e brezhoneg - Miz C’hwevrer 2008 - Dotclear 1.2.7 e brezhoneg gant Guilia - Miz Genver 2008 - Joomla! 1.5 e brezhoneg - Scribus 1.3.3.11 e brezhoneg - Miz Kerzu 2007 - The Gimp 2.4.2 e brezhoneg - Mozilla Thunderbird 2.0.0.9 - Miz Here 2007 - GCompris e brezhoneg - Miz Gwengolo 2007 - OpenOffice.org 2.3 - m7 e brezhoneg - Miz Eost 2007 - RegSeeker e brezhoneg - Miz Gouere 2007 - KeyPass 1.07 e brezhoneg - Miz Mae 2007 - OpenOffice.org 2.2.1 - m18 e brezhoneg - eMule 0.48a e brezhoneg - FileZilla 2.2.32 e brezhoneg - Miz Ebrel 2007 - Mozilla Thunderbird 2.0 e brezhoneg - NeoOffice 2.1 e brezhoneg (MacOS X) - Miz Meurzh 2007 - Mozilla Thunderbird 2.0 1.5.0.10 e brezhoneg - OpenOffice.org 2.2 - m14 e brezhoneg - Miz C’hwevrer 2007 - An DROUIZIG Difazier 2.7 Miz Genver 2007 - Gimp 2.2.14 e brezhoneg - Miz Kerzu 2006 - Skype 3.0beta e brezhoneg gant Fulup Jakez - Miz Here 2006 - DreamMail 4.3.2.1 e brezhoneg - WinRAR 3.5 e brezhoneg -  Miz Gwengolo 2006Mozilla Firefox 1.5.0.7 e brezhoneg - 200 kevredigezh a ra war-dro ar brezhoneg - Miz Gouere 2006 - Awicons Lite e brezhoneg - Miz Mae 2006 - Opera 9.0beta e brezhoneg gant Jañ-Maï - Miz Ebrel 2006 - Geriadur latin nevez evit an difazier latin COL - phpBB 2.0.20 e brezhoneg

 

  

Ar miz-mañ eo bet lidet gant An DROUIZIG he femp bloaz. E-doug ar bloavezhioù-mañ eo bet kaset a-benn al labour da-heul gant hec'h izili :

  1. Diorren, treuzlakaat ha kas war-raok ar reizher reizhskrivadurel brezhonek « An DROUIZIG Difazier » a zo hiziv war e aozadur 2007. Anavezet eo 1.800.000 stumm eus ar brezhoneg peurunvan gantañ hag e tizolo ouzhpenn ar fazioù kemmadur ha yezhadur. Evit Microsoft Office 2000/2002/2003/2007, digoust eo ar meziant-se. Treuzlakaet eo bet dindan OpenOffice.org n'eus ket pell zo, staliet eo dre ziouer gant an heuliad burevek digoust-mañ abaoe an aozadur 2.0.2.
  2. Gwerzhañ ha kas war-raok ar c'hlavier urzhiataer «  C'HWERTY », a zo bet staliet endeo gant kantadoù a gevredigezhioù, hiniennoù, stourmerien evit ar yezh... Kinnig a ra ar c'hlavier ur c'hempennadur a-feson evit skrivañ e brezhoneg ha posubl eo skrivañ e galleg gantañ c'hoazh, hep skoilh ebet memestra. Moullet eo e stokelloù e brezhoneg penn-da-benn.
  3. Krouiñ ha treiñ meziantoù e brezhoneg : bremañ e kaver un tregont bennak meziantoù e brezhoneg war al lec'hienn (c'hoarioù, ostilhoù meziantel... ). Digoust int evit an darn vrasañ anezho. E-touez anezho e vez kavet ar meziantoù brudetañ eus bed ar meziantoù dieub, OpenOffice.org 2.x, Mozilla Firefox 1.5, Mozilla Thunderbird 1.5, FileZilla, Scribus, eMule, GIMP, AbiWord... Staliit anezho, korvoit anezho, kasit keloù deomp diwar o fenn ! Ha dreist-holl kemerit perzh er foromoù bet savet a-ratozh evit kaozeal hag eskemm soñjoù. Bepred hon eus klasket heuliañ spis emdroadur ar meziantoù a zo kinniget o zroidigezh war al lec'hienn-mañ.
  4. Abaoe 3 bloaz e kinnigomp ivez ur reizher reizhskrivadurel latin, anvet « COL », a zo implijet gant kantadoù a « henamzerourien » eus meur a vro. Mont a ra en-dro ar reizher-mañ dindan Microsoft Word, OpenOffice.org 2.0.3+ hag AbiWord. Ganeomp eo bet savet al lec'hadoù br-FR (brezhoneg-FRAÑS) ha la-VA (latin-VATIKAN) evit ar saverezh OpenOffice.org.
  5. Evit an esperantegerien erfin hon eus savet ul levier klavier mod AZERTY a vez gantañ holl arouezennoù-diforc'h an esperanteg.

Rollad kevrennoù pennañ hol lec’hienn...


  1. Ar reizher reizhskrivañ ha kevreadurel « An DROUIZIG Difazier 2007 ».
  2. Ur c’hlavier urzhiataer « C’HWERTY » evit ar vrezhonegerien hag al liesyezherien.
  3. Meziantoù savet pe troet e brezhoneg ganeomp (OpenOffice.org, Mozilla Firefox, Mozilla Thunderbird, GIMP, FileZilla, WinRAR, Scribus, eMule, AbiWord...).
  4. C’hoarioù tablez e brezhoneg evit ar sekretourezed hag ar vugale.
  5. Tachenn-choriñ, labourioù troidigezh war ar stern.
  6. Pouldrouizig : Traoù all talvoudek a bep seurt.

Kollet oc'h ?
Evit krog e-barzh, setu ur c'heriaoueg eeun eus ar stlenneg gant Martial Ménard,
hag ur rollad gerioù klokoc'h gant Alan Monforzh .

« klasquet mad, ui a gavo ... »
« nata uimpi - curmi da »