Laouen omp o kinnig deoc’h hol lec’hienn hag a zo bet adaozet penn-da-benn evit deiz-ha-bloaz 20 vloaz ar gevredigezh. Taolomp ur sell ouzh binvioù hag aezamantoù lakaet ennañ.

Gwellaat ar merdeiñ

Ar pal kentañ a oa gwellaat ar merdeiñ hag aesaat hentad an implijerien·ezed. Adaozet eo bet an etrefas evit ma vo ar merdeiñ aesoc’h da gompren. Renket eo bet ar binvioù dre rummadoù hag a glot gant ezhommoù brasañ an dud, e doare ma c’haller kavout pep tra buan.

Ostilhoù niverel liesseurt

Kinnig a ra al lec’hienn kalz ostilhoù niverel evit reiñ tu deoc’h da bleustriñ pe deskiñ brezhoneg, ha dreist-holl da vezañ gouest da implijout ar yezh en ho puhez niverel. Amañ e c’hellit kavout hon difazier reizhskrivañ, ar meziantoù troet ganeomp, ur bern c’hoarioù e brezhoneg… Gallout a rit ivez klask geriadurioù enlinenn pe geriaouegoù liammet ouzh tachennoù arbennik. Digoust eo al lodenn vrasañ eus an ostilhoù.

Atav emaomp o klask gwellaat al lec’hienn hag ar binvioù. Digor omp d’ho koulennoù ha kinnigoù : laouen e vefemp o lenn hoc’h alioù hag o klask respont d’an holl ezhommoù. Skrivit deomp hep termal !

Skipailh An Drouizig

Mozilla Common Voice : dastum enrolladennoù brezhonek

D’an 13 a viz Mezheven 2018 eo bet digoret ar raktres Mozilla Common Voice evit ar brezhoneg.

Meneget hon oa ar raktres-mañ en danevell evit ar Stal-labour troerien Mozilla e Berlin e miz Gwengolo 2017. D’ar mare-se e oa digoret ar raktres-mañ evit ar Saozneg hepken met embannet e oa bet ar pal ganto digeriñ da yezhoù all.

Mozilla Common Voice a zo ur raktres dastum roadennoù mouezh evit o lakaat en domani foran. Ar pal zo implijout anezho da sevel ostilhoù troet war-zu teknologiezhioù ar vouezh, gant ul lusker anaoudegezh ar vouezh evel pal pennañ.

Evit sevel raktresoù evel-mañ eo dav dastum ur c’hementad bras-kenañ a enrolladennoù. Setu perak e oa bet savet gant Mozilla ul lec’hienn hag un arload aes da implijout evit ma c’hallfe an holl enrollañ o mouezh en o buhez pemdez. Dav eo dastum enrolladennoù gant trouzioù en drekleur pe gant ur perzhded izel evit gallout sevel ul lusker a vo gouest da anaout ar vouezh e forzh peseurt endro ha forzh peseurt pouez-mouezh.

Al lusker DeepSpeech a zo implijet gant Mozilla, ha goulenn a ra un 10 000 eurvezh bennak evit bezañ gouest da sevel un anaouder dereat evit ar saozneg. Gant nebeutoc’h a eurvezhioù e vo gouest da sevel un ostilh diazez evit ar brezhoneg avat. Seul niverusoc’h, seul varrekoc’h e vo da gompren pouezioù-mouezh, distagadurioù ha troiennoù disheñvel.

Evit enrollañ frazennoù dre gomz eo ret kaout anezho dre skrid. D’en ober eo bet roet gant Ofis Publik ar Brezhoneg frazennoù implijet ganto evit magañ o zroer emgefreek. Gallout a rit kavout ar frazennoù-se war ar mirva github.

Penaos ober evit enrollañ ha kadarnaat frazennoù?

War al lec’hienn Common Voice e c’hallit kemer perzh war-eeun, war urzhiataer pe war bellgomzer hezoug. Ur wech erruet war al lec’hienn e c’hallit klikañ war an ere “Komzit, kemerit perzh amañ!” evit kregiñ ganti.

Teir frazenn da-heul a vo kinniget deoc’h neuze. N’ho peus nemet da glikañ war ar c’helc’h ruz da enrollañ, hag adklikañ ur wech lennet ar frazenn ganeoc’h. Ur wech enrollet an teir frazenn e vo tu deoc’h adselaou outo hag adenrollañ anezho m’ho peus faziet. M’eo dereat an teir frazenn e c’hallit kas ar frazennoù. Dalc’hit soñj n’eo ket dav kaout un distagadur disi nag un endro didrouz, ret eo e klotfe gant ur son enrollet er vuhez pemdez.

Comment s'enregistrer sur Common Voice

Gallout a rit ivez kadarnaat frazennoù bet enrollet gant tud all, evit bezañ sur eo bet lennet mat ha n’eus bet den oc’h enrollañ forzh petra. War ar bajenn degemer e c’hallit pouezañ war an tric’horn e-kichen ar frazenn kinniget evit selaou ar pezh a zo bet enrollet, ha respont “Ya” pe “Ket” hervez m’eo mat ar frazenn. Ur wech ouzhpenn, n’eus ket da gaout un enrolladenn a-vicher, ar pouezusañ eo ne vefe ket bet faziet en ul lenn ar frazenn.

Utiliser Common Voice

Abadenn staliañ e Gwened

War ar pembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg? An Drouizig ha Brezhoneg e Gwened a ginnig deoc’h un abadenn staliañ e Gwened d’an Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d’enderv evit mont pelloc’h ganti.

Abadenn staliañ e Gwened

Brezhonekait ho stlenneg! Difazier, meziantoù, c’hoarioù… A-bep seurt evit hoc’h urzhiataer hag ho poellgomzer.

Kregiñ a raio an abadenn gant ur ginnigadenn eus ar pezh a c’haller kavout e brezhoneg war an dachenn niverel. Da c’houde e vo an atalier staliañ da vat!

Dalc’hit soñj eus an deiziad hag eus al lec’h: d’ar Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d’enderv en davarn “Warpzone” 10 straed al Lezenn (rue de la loi). Digor eo d’an holl.
Ha degasit hoc’h urzhiataer, ho poellgomzer pe hoc’h alc’hwez USB evit o brezhonekaat.

Daoust bezañ digoust an enderviad staliañ evidoc’h, gwenneien a vo tu deoc’h profañ evit kemer perzh e priz an evaj…

PS : Kudenn ebet ma n’hallit ket erruout d’an eur skrivet war an darvoud: degemeret e viot evit skoazellañ ac’hanoc’h a-hed an abardaez !

Tud OpenStreetMap vo ganeomp evit diskouez ar raktres !

Ur raktres-kenlabour savet gant kenoberourien OSM eo OpenStreetMap. Lakaat war OSM, ar gartenn enlinenn frank, lec’hanvioù hag anvioù poentoù heverk e brezhoneg eo ar pal.

Openshot: ur meziant embann videoioù

D’an 30 a viz Eost 2016 eo bet embannet handelv 2.1 Openshot. An hini kentañ o kinnig ar brezhoneg e-touez ar yezhoù ebarzhet.

Screen Openshot e brezhoneg

Ur meziant frank evit embann videoioù eo OpenShot. Savet eo diwar skouer meziantoù evel Windows Movie Maker, iMovie pe Adobe Premiere. War Windows, Mac ha GNU/Linux e c’haller e arverañ, evit sevel videoioù er mentrezhoù pennañ. Evit frammañ ar video e c’haller troc’hañ, dilec’hiañ hag aozañ klipoù e meur a zoare, en ul lakaat ardreuzadoù etrezo. Efedoù a c’haller ouzhpennañ d’ar c’hlipoù video evit kemmañ o neuz.

Kelennskridoù a zo skrammet ar wech kentañ m’eo digoret ar meziant evit skoazell an implij. Ma n’eo ket trawalc’h e geweriusterioù evit sevel filmoù hir skiant-faltazi eo dispar evit kinnig ur filmig vakañsoù pe ober kemmoù bihan d’ur video (c’hwelañ, adventañ, hag all).

Evit lakaat ar meziant e brezhoneg eo ret mont da gemmañ ar yezh er gwellvezioù (Preferences) ur wech staliet en ur yezh all.

Pellgargañ war: WindowsMac pe GNU/Linux 

Unan eus ar meziantoù troet gant An Drouizig eo Openshot.

Aozit emgavioù gant framadate e brezhoneg

Ul lec’hienn web evit aozañ emgavioù eo Framadate.

Emgavioù e brezhoneg gant Framadate

Heñvel eo he c’heweriusterioù ouzh reoù al lec’hienn Doodle: krouet e vez ur sontadeg gant unan bennak ha kaset an ere d’an holl berzhidi evit kemer un diviz pe aozañ un emgav.

Frank ha digreizennet eo avat, da lâret eo e c’haller lenn, kemmañ ha dasparzhañ an tarzh, ha staliañ ar meziant war un dafariad all.

Pal Framasoft eo kinnig gwazerezhioù enlinenn evit “digooglekaat” ar web. Roll an ostilhoù a c’hallit kavout amañ :

Unan eus an ostilhoù troet e brezhoneg gant An Drouizig eo.

Goulennaoueg DLDP a-zivout ar vuhez niverel e brezhoneg

DLDP a ro lañs d’an enklask kentañ diwar-benn ezhommoù yezherien war dachenn an niverel hag ar vuhez niverel er yezhoù vihanniver.

Un enklask diwar-benn ar vuhez niverel

DLDP a ro lañs d’an enklask kentañ diwar-benn ezhommoù yezherien ar yezhoù en arvar war dachenn an niverel.

The Digital Language Diversity Project (DLDP) a zo krog gant pazenn gentañ e enklask diwar-benn an ezhommoù o tennañ d’an niverel e peder yezh vihanniver: brezhoneg, sardeg, euskareg ha karelianeg. Er sizhunioù a zeu e kaso raktres DLDP e c’houlennaoueg d’ur bern aozadurioù a labour evit kas ar yezhoù-se war-raok.

Disoc’hoù an enklask a vo dielfennet ha sikour a raint kenurzhierien ar raktres da zivizout petra a vefe an doare gwellañ da ziorren skoroù niverel evit ar yezhoù-se. Savet e vo ur c’hit da chom bev er bed niverel (Digital Language Survival Kit).

Ar vuhez niverel e brezhoneg - Enklask DLDP

Pal an enklask

Gant an enklask-mañ e vo ivez ar wech kentañ ma vo studiet ezhommoù yezherien eus yezhoù en arvar war dachenn an niverel. Kinnig a raio ur sell resis war an doare ma wel an aozadurioù zo war an dachenn hag ar re a gomz ar yezh o-unan an doare ma fell dezho e vefe diorroet o yezh e bed an niverel d’ar re a zo e karg da ziorren ar yezh ha d’ar skolioù-meur.

En tu-hont da se e vo savet ur Gartenn-hent evit Liesseurted ar Yezhoù er bed Niverel (Road Map for Digital Language Diversity). Gallout a raio heñchañ ar re a sav ar politikerezh yezh hag ar re a zo empleget ennañ evit kavout penaos e c’hallfe an aozadurioù a bled gant ar yezh hag ar re zo ar galloud politikel ganto diorren binvioù niverel da sikour buhezekaat ar yezhoù bihanniver en arvar.

Ar raktres DLDP, skoazellet gant programm Erasmus Plus UE, a zo renet gant an Dr. Claudia Soria eus Ensavadur ar Yezhoniezh Stlennegel er Consiglio Nazionale delle Ricerche e Pisa, Italia. Kemer a ra perzh : European Language Equality Network (ELEN), JGU-SNEB e Skol-veur Mainz, an aozadur euskarat Elhuyar, ha Kevredigezh ar C’harelianeg.

An Dr Soria he deus lavaret d’ar gazetennerien :

 « Mall-bras zo war pep hini ac’hanomp er skipailh da gas enklask an DLDP da gumuniezhioù yezh ar brezhoneg, ar sardeg, an euskareg hag ar c’harelianeg. Evit ar wech kentañ hor bo ur gwir sell war ezhommoù gwirion ar yezherien evit a sell ouzh diorren ha pourchas danvez niverel »