An Drouizig
    • Donemat
    • Keleier
    • Forom
    • Ar gevredigezh
    • Lec'hiennoù all
    • Kennaskañ
    • Dielloù
    • Meziantoù e brezhoneg
    • Burev
    • C'hoarioù
    • Kelennadel
    • Kenrouedad
    • Liesvedia
    • All
    • Troet gant tud all
    • Ar binvioù
    • An Drouizig Difazier
    • Difazier Brezhoneg Hunspell
    • Correttore Ortografico di Latino
    • Difazier evit an okitaneg
    • Klavier C'HWERTY ha sturioù
    • An dafar
    • Levrioù elektronek
    • Kelennskridoù
    • Lizherennerezh
    • Geriaouegoù
    • Geriadurioù
  • Skrivit deomp

  • Brezhoneg
  • Français
  • English (UK)

Nozvezh staliañ e Brest

Munudoù
Embannet : D'al/ar Sul 18 a viz Mezheven 2017

 

War ar bembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg?

An Drouizig ha Brezhoneg e Brest a ginnig deoc’h un nozvezh staliañ e Brest d'an distro-skol 2017 evit mont pelloc’h ganti. Lakait hoc’h anv evit bezañ kelaouet ganeomp: http://brest.spot.bzh/br/ober/stalian/

Ar pal eo:
• sikour ac'hanoc'h da staliañ meziantoù e brezhoneg (Ubuntu, LibreOffice, an difazier hag all) pe e galleg da gentañ tout evit ar re n'int ket boas c'hoazh gant seurt meziantoù
• kinnig deoc'h ar meziantoù, c'hoarioù video, lec'hiennoù a zo bet savet/troet e brezhoneg (gant An Drouizig, gant kevredigezhioù pe tud all)
• eskemm etrezomp war dachenn an niverel e brezhoneg en ur evañ ur banne

Digoust ha digor d'an holl!

 

Nozvezh staliañ e Gwengamp

Munudoù
Embannet : D'al/ar Merc'her 14 a viz Meurzh 2018

 

War ar pembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg?

An Drouizig ha Ti ar vro Gwengamp a ginnig deoc’h un abadenn staliañ e Gwengamp d'an Sadorn 24 a viz Meurzh da 6e30 da noz evit mont pelloc’h ganti.

Brezhonekait ho stlenneg! Difazier, meziantoù, c'hoarioù... A-bep seurt evit hoc'h urzhiataer hag ho poellgomzer.

Kregiñ a raio an nozvezh gant ur ginnigadenn eus ar pezh a c'haller kavout e brezhoneg war an dachenn niverel. Da c'houde e vo an nozvezh staliañ da vat ! Tud OpenStreetMap vo ganeomp evit diskouez ar raktres www.openstreetmap.bzh !
Degasit hoc'h urzhiataer, ho poellgomzer pe hoc'h alc'hwez USB evit o brezhonekaat.

Kudenn ebet ma n'hallit ket erruout d'an eur skrivet war an darvoud: degemeret e viot evit skoazellañ ac'hanoc'h a-hed an nozvezh!


OpenOffice 2.4.1

Munudoù
Embannet : D'al/ar Yaou 28 a viz Here 2010

Kinnig OpenOffice.org 2.4.1 e brezhoneg

Amañ emañ OpenOffice.org 2.4 e brezhoneg !

D’ar c’hwec’h a viz Genver 2008,

OpenOffice.org 2.0 a zo un heuliad meziantoù burevek a oa gortozet abaoe daou vloaz, dre ar bed a-bezh, gant hiniennoù, gouarnamantoù ha kevredadoù. Aes eo ober gant OpenOffice.org 2.0 ha mont a ra en-dro gant an heuliadoù burevek pouezusañ. Gantañ emañ holl c’halloudegezhioù ar meziantoù digor o zarzh. Ouzhpenn ur mollad stlennvon nevez ha barregezhioù XML araokaet e skor OpenOffice.org ar mentrezh skoueriekaet etrebroadel OpenDocument a zo bet degemeret evel teul burevek dre ziouer gant meur a vro, ha gant Stad Massassuchets en Amerika. Muioc’h c’hoazh eget forzh peseurt heuliad meziantoù all e ro OpenOffice.org an ostilhoù d’an dud dre ar bed a-bezh evit bezañ izili emouestlet hag oberiant eus o c’humuniezh.

OpenOffice.org zo bet troet e 36 yezh, ar brezhoneg en o zouez, ha muioc’h c’hoazh a zo da zont. Barrek eo da vont en-dro gant Windows, Linux, Solaris, Mac OS X (X11) ha meur a savenn all. Gant OpenOffice.org eo echu gant an diforc’hidigezh etre ar meziantoù hag an digenvezder ; ha ledanaat a ra, en un doare digredus, an dachenn labour. Ouzhpenn-se, dre ma skor ar mentrezh OpenDocument, savet gant an aozadur skoueriekaat OASIS, n’eus ket da gaout aon, gant OpenOffice.org, rak bezañ bac’het gant ar werzhourien pe rak an diamzeriñ mentrezh. Gallout a ra ar mentrezh OpenDocument bezañ implijet gant ne vern pe arload burev, ha reiñ a ra tu da welout, da embann ha da voullañ teulioù evit ar remziadoù da zont.

OpenOffice.org 2.x a zegas spi d’an armerzhioù bihan, dre ma c’hellont bremañ kaout un hollad meziantoù burevek en o yezh hag a zegouezh mat gant o ezhommoù ha gant o barregezhioù arc’hant. Dieupoc’h e vint neuze diouzh interestoù ar werzherien meziantoù perc’henn.

OpenOffice.org zo o vont da vezañ an heuliad meziantoù burev brudetañ a zo bet gwelet biskoazh er bed a-bezh ; reiñ a ra tu d’an implijourien, gant diogelroez ha dre zibab, da gemer perzh en unan eus ar strivadegoù brasañ gwelet biskoazh gant kumuniezh ar Genrouedad. « Evel ezel eus ar gumuniezh-se e fell din kas ma gourc’hemennoù gwellañ deoc’h », Jonathan Schwartz, Kadoriad Penn Rener Sun Microsystems.

Savet gant ur gumuniezh enni Sun Microsystems, ar skoazeller arc’hant hag ar c’heveler pennañ, Novell, Red Hat, Debian, Prolypon, Intel, kement ha tud dizalc’h, goulevourien, troerien, skridaozerien hag arwerzhourien anezho, OpenOffice.org 2.0 a ziskouez berzh, emroüsted, ha barregezh Kumuniezh ar meziantoù digor o zarzh.

Bremañ emañ Kêr Vienna e-touez ar gumuniezh-se. Kroget he deus da zasparzhañ OpenOffice.org en he burevioù. « Laouen omp gant arc’hwelerezh ha perzhded ar meziant OpenOffice.org. Spi hon eus e vo OpenOffice.org e-kerz an holl implijourien zo war hon 18000 post labour », Brigitte Lutz, Kêr Vienna.

Louis Suárez-Potts, Rener Kumuniezh OpenOffice.org, a zispleg eo « OpenOffice.org 2.0 an disoc’h eus un argerzh kenlabour oc’h emplegañ miliadoù a dud a labour e nouspet yezh warn-ugent dre ar bed a-bezh. Diskouez a ra splann ez eo barrek an « Open Source » da genderc’hiñ meziantoù uhel o ferzhded hag e c’hell gwarantiñ ez int stabil, aes da implijout hag asur, dres ar pezh a c’hortoz an implijerien digant o meziantoù burevek. ».

Ouzhpenn ar mentrezh OpenDocument, an etrefas implijour zo bet adtreset hag ur mollad stlennvon nevez zo kinniget gant OpenOffice.org 2.0. Gwellaet eo bet ar skor PDF, araokaet ar mollad taolenner, klokaet enframmadur ar burev ha meur a elfenn all c’hoazh zo bet gwellaet, da dennañ splet eus e varregezhioù XML araokaet, evel e amparted da grouiñ, da embann ha da implijout XForms en un doare aes.

Gant harp ur mell labour 10 mizvezh sevenet gant tri den a youl vat e c’heller kaout hiziv an heuliad OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg ivez. Diouzhtu e c’hell bezañ pellgarget an aozerezh 2.0 ofisiel war lec’hienn An Drouizig, http://www.drouizig.org hag a-benn nebeut amzer, gant skoazell ar Rannvro Breizh, e vo dasparzhet an aozerezh adlennet 2.0.1 war CDROM, evit ar skolioù da gentañ-penn hag ar vrezhonegerien dre vras war-lerc’h.

Evit kaout muioc’h a ditouroù diwar-benn OpenOffice.org, kit da lenn ar c’hemennadennoù e saozneg war ar bajenn-mañ.

Gant hor gwellañ gourc’hemennoù,

Kumuniezh OpenOffice.org

Levrlennadur – Implijet eo bet al levrioù-mañ evit an droidigezh vrezhonek :

  • « Geriadur Brezhoneg », An Here.
  • « Geriadur ar Stlenneg », Guy Étienne, Preder. (gw. http://www.preder.net).
  • « Geriadur an Armerzh », Yann-Baol an Noalleg, Preder.
  • « Geriadur ar Jedoniezh », Yann-Baol an Noalleg, Preder.

Pellgargañ OpenOffice.org 2.x e brezhoneg

Evit deskiñ penaos kempenn mat hag implijout un tammig an difazier brezhonek dindan OpenOffice.org

  • Pellgargit ha stailhit WebEx Recorder and Player amañ (skañv ha digoust eo !).
  • Pellgargit ar restr demo amañ, klikit warni evit lañsañ an demo.
  • 3.1 - D'an 28 a viz C’hwevrer 2009 - pellgargañ an aozadur «3.1 DEV37 - Turiaw ar Menteg », kentañ savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 3.1 ofisiel.
  • 2.4.1 - D'an 20 a viz Mezheven 2008 - pellgargañ an aozadur «2.4.1 m17 - Gregor Rostren », seitekvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.4.1 ofisiel.
  • 2.4 - D'an 18 a viz Meurzh 2008 - pellgargañ an aozadur «2.4 m12 - Emile Ernault », daouzekvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.4 ofisiel.
  • 2.3.1 - D'an 8 a viz Du 2007 - pellgargañ an aozadur «2.3.1 m8 - Job er Bayon », eizhvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.3.1 ofisiel.
  • 2.3 - D'an 19 a viz Here 2007 - pellgargañ an aozadur «2.3 m7 - Yann-Bêr Kalloc’h », seizhvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.3 ofisiel.
  • 2.2.1 - D'an 2 a viz Mezheven 2007 - pellgargañ an aozadur «2.2.1 m18 - Pêr Trepos », triwec'hvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.2.1 ofisiel.
  • 2.2 - D'an 24 a viz Meurzh 2007 - pellgargañ an aozadur «2.2 m14 - Sten Kidna », pevarzekvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.2 ofisiel.
  • 2.1 - D'an 3 a viz Kerzu 2006 - pellgargañ an aozadur «2.1 m6 - Yann ab Gwilherm Lemenig », c’hwec’hvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.1 ofisiel.
  • 2.0.4 - D'an 29 a viz Gwengolo 2006 - pellgargañ an aozadur « 2.0.4 m5 - Erwan Berthou », pempvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.0.4 ofisiel.
  • 2.0.3 - D'an 28 a viz Mezheven 2006 - pellgargañ an aozadur « 2.0.3 m7 - Taldir Jaffrenou », seizhvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.0.3 ofisiel.
  • 2.0.2 - D'an 28 a viz C'hwevrer 2006 - pellgargañ an aozadur « 2.0.2 m5 - P.J. Helias », pempvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.0.2 ofisiel.
  • 2.0.1 - D'an 18 a viz Kerzu 2005 - pellgargañ an aozadur « 2.0.1 m5 - P. Le Goff », pempvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.0.1 ofisiel.
  • 2.0 - D'an 17 a viz Here 2005 - pellgargañ an aozadur « 2.0 ofisiel - J.F Le Gonidec ».

OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg

Munudoù
Embannet : D'al/ar Meurzh 12 a viz Here 2010

Kinnig OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg, gant Giulia

Setu, e-giz « The Gimp » pe « Mozilla », ur prof (ha pebezh prof, un dudi !) digant kumuniezh ar meziantoù dieub. Ganet oa bet a-drugarez d’ur c’henlabour ingal hag arloup. Heñvel ouzh an heuliad kenwerzhel Star Office, un heuliad burevel dieub ha klok eo. Kinnig a ra :

  • Ur skridtreterez pe embanner testenn (Writer)
  • Un taolenner pe loger (Calc)
  • Ur meziant prientiñ (Impress)
  • Ur meziant tresañ sturiadellek
  • Un embanner pajennoù web
  • Ur mollad evit krouiñ ha merañ stlennvonoù (diazoù titouroù) en dielloù ofisiel, lennit ar rannbennad diwar-benn ar stlennvonoù : displeget e vo deoc’h penaos krouiñ anezho gant OpenOffice.org, penaos tremen eus MS Access da OOo, h.a.

Embannet eo bet an arreval diwezhañ gant OpenOffice.org. Posubl eo e bellgargañ e meur a yezh hag e brezhoneg bremañ ! Liessistem eo an heuliad bureveg (bet rakanvet OOo dija) : kavet e vez anezhañ evit ar reizhiadoù Windows, Linux, Mac ha Solaris. Posubl eo lenn ha cheñch ar restroù bet krouet gant an heuliad bureveg Microsoft Office (XP, 2000, 97 h.a.). Ar c’henglotañ etre Microsoft Office hag OOo a zo dispar : dousig e c’heller tremen d’unan d’egile, ’pezh a aliomp ac’hanoc’h start d’ober.

E-touez perzhioù niverus eus an arreval diwezhañ 1.1.4 e c'hellomp mennegiñ ar re-mañ :

  • Ezporzhiañ er stumm PDF an dielloù bet krouet.
  • Gant ar meziantoù kinnig (Impress) ha tresañ (Draw) ez eus tu da ezporzhiañ dindan ar stumm Macromedia Flash (.swf). Posubl eo bremañ gwelet ar restroù-se gant ur merdeer Internet, ar Plugin Flash gantañ.
  • Diuzoù a zo e-barzh OOo evit aesaat e arver gant an dud a wel fall (da skouer e c’heller peurzisheñvelaat al livioù).
  • Gwellaet eo bet an etrevroadelegezh (skritur daoudu hag a-blom) : treiñ a c’heller OOo e japaneg, en hebraeg hag e kalz a yezhoù all.
  • Ur benveg a-zoare da silañ restroù XML.
  • Un embanner kevatalennoù galloudek.
  • Tu ’zo da ezporzhiañ restroù OOo war-zu stummoù a genglot gant ar PDA-ioù, doare Palm Pilot pe Pocket PC.
  • Kenglotañ a ra bremañ OOo gant stlennvonoù MySQL.

Dindan aotreegezh GNU LGPL (Lesser General Public License) emañ OOo. Talvezout a ra eo kenglotus gant ar GPL, nemet n’eo ket ur redi lakaat dindan aotreegezh GNU LGPL ar chenchamantoù a reer war ar c’hod. Da lâret eo e c’hell un embregerezh bennak en em ziazeziñ war OOo ha krouiñ gantañ ur meziant perc’henn ha kenwerzhel.

Alberzioù skramm OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg

Pellgargañ OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg

  • D'an 20 a viz ebrel 2005 : « Chanao, savadenn vBeta » evit MS Windows.
  • D'ar 26 a viz ebrel 2005 : « Chanao, savadenn vBeta2 » evit MS Windows.
  • D'an 3 a viz mezheven 2005 : « Macliaw, savadenn RC » evit MS Windows.
  • D'an 20 a viz mezheven 2005 : « Macliaw, savadenn RC2 » evit MS Windows.
  • D'an 10 a viz eost 2005 : «Chonomor, savadenn FCS » evit MS Windows. Troidigezh adlennet gant Skol Uhel ar Vro (Alan Monforzh).

Prest eo stumm « Chonomor, savadenn FCS » da vezañ pellgarget. Trugarez d'en em enrollañ da gentañ war rollad izili ar foromoù amañ (klikit war 'En em enrollañ') hag e vo kaset deoc'h dre bostel hep gortoz hag ent-emgefre chomlec'h ar restr ziell da bellgargañ (65Me) er gemennadenn zegemer. Evit ar re a zo enrollet dija e c'hellit cheñch ho ker-tremen hag e vo kaset deoc'h ar chomlec'h gant ar ger-tremen nevez.

Kit war ar forom evit kenskrivañ amañ

OpenOffice.org 3.1 e brezhoneg !

Munudoù
Embannet : D'al/ar Merc'her 06 a viz Here 2010

DILEZET HON EUS OPENOFFICE.ORG.

BREMAÑ E LABOUROMP EVIT TREIÑ LIBREOFFICE. DAMHEÑVEL EO LIBREOFFICE HAG OPENOFFICE.ORG.

KIT AMAÑ EVIT PELLGARGAÑ LIBREOFFICE.ORG

 

Pellgargañ amañ an handelv 3.1 eus OpenOffice.org e brezhoneg (evit Windows).

  1. Openshot: ur meziant embann videoioù
  2. Pinta 1.0 e brezhoneg
  3. Pinta 1.6 e brezhoneg
  4. Pinta e brezhoneg !

Pajenn 12 eus 18

  • 7
  • 8
  • 9
  • 10
  • 11
  • 12
  • 13
  • 14
  • 15
  • 16
Enankadoù al lanv