Termenadurezh

 

Ostilhoù

 

Mozilla

An handelv Aurora

Bez ez eus 3 handelv eus ar meziantoù Mozilla (Firefox, Thunderbird, ...) :

  • Mozilla Release : arveret gant an darn vrasañ eus an dud
  • Mozilla Beta:  arveret gant an dud a fell deoc'h prouadiñ ar meziantoù Mozilla a-raok ma vint hegerz e-barzh Mozilla Release
  • Mozilla Aurora : arveret evit treiñ ar meziantoù.

Ar skipailh en deus 6 sizhun evit treiñ Mozilla Aurora. E fin ar 6 sizhun :

  • Eilet e vez Mozilla Beta e-barzh Mozilla Release
  • Eilet e vez Mozilla Aurora e-barzh Mozilla Beta
  • Dont a ra er-maez un handelv Mozilla Aurora nevez gant frazennoù nevez da dreiñ.

Evit prouadiñ an troidigezhioù a vez graet gant ar skipailh, e c'heller pellgargañ an handelvoù "Mozilla Aurora" eus Firefox, Thunderbird, ... Hizivaet eo an handelvoù Aurora aliesoc'h eget an handelvoù boas (pep sizhun d'an nebeutañ).

An teuliadoù devtools

Kavet e vez 3 zeuliad "devtools" e-barzh troidigezh Mozilla :

  • browser/chrome/browser/devtools
  • mail/chrome/messenger/devtools
  • toolkit/chrome/global/devtools

Arveret eo ar restroù-mañ e-barzh ostilhoù an diorroer (developer tools) ha n'eo ket dav treiñ anezho :

# LOCALIZATION NOTE The correct localization of this file might be to keep it
# in English, or another language commonly spoken among web developers.
# You want to make that choice consistent across the developer tools.
# A good criteria is the language in which you'd find the best documentation
# on web development on the web.

Ar pajennadoù web

Troet ez eus bet pajennadoù eus lec'hiennoù Mozilla e brezhoneg. Gwelet e vez ar pezh zo da dreiñ war pajenn ar skipailh (kevrenn "web dashboard"). Hegerz eo ar pajennadoù-mañ war Pootle ivez (raktres "Web parts").
N'eo ket ret treiñ ar pajennadoù-mañ war ar seblant (marteze ar pajennoù merket evel "Priority file").
Setu ar chomlec'hioù evit prouadiñ troidigezh ar pajennadoù :
https://www-dev.allizom.org/br/firefox/desktop/
https://www-dev.allizom.org/br/firefox/channel/
https://www-dev.allizom.org/br/
...

Ereoù

Hollek

Ostilhoù

Pellgargañ

All