Goulennoù Savet Alies
Emezelañ ha bezañ anavezet gant ar forom
- Perak n'hallan ket bezañ anavezet gant ar forom ?
- Abegoù lies a c'hell bezañ. Da gentañ, bezit asur eo reizh ho anv-ezel hag ho ker-tremen. Ma'z int reizh, kit e-darempred gant ar Merour a-benn bezañ sur n'hoc'h ket bet skarzhet. Posupl eo ivez ma vefe ur fazi e-barzh pajennoù ar forom, ha neuze e vefe ret reizhañ hounezh.
- E-lein
- Perak eo dav din emezelañ ?
- N'hoc'h ket rediet d'hen ober, ar Merour an hini eo a zibab ha rankout a ra an dud bezañ ezel pe get evit gallout postañ kemennadennoù. Koulskoude, gant an emezelañ e c'hellit kaou ur bern servijoù na vezont ket kinniget d'ar weladennerien : stagañ ur skeudennig ouzhoc'h, eskemm Gerigoù Prevez, eskemm posteloù gant implijerien all, emezelañ d'ur strollad, h.a. Ne c'houlenn ket kalz amzer, ha digoust eo, setu e vez aliet d'hen ober.
- E-lein
- Perak e vezan digennasket ingal ?
- Ma ne rit ket an dibab Anavezout ac'hanon ingal, neuze ne voc'h kennasket nemet evit ur prantad resis. Graet e vez kement-mañ evit bezañ asur ne vez ket graet un drougimplij eus ho kont gant unan bennak all. Evit chom anavezet ingal, grit an dibab da vare ar c'hennaskañ. Ne vez ket aliet ober kement-mañ ma rit gant un urzhiataerezh foran, en ul levraoueg, ur webkafe, ur Skol-Veur, da skouer. Ma ne welit ket an dibab-mañ da vare ar c'hennaskañ e talvez eo bet tennet gant ar Merour.
- E-lein
- Penaos e ran evit ma ne vefe ket gwelet emaon kennasket war listenn an izili ?
- E-barzh Panell-Merañ an Implijer, er rann “Gwellvezioù ar forom”, e vez kavet an dilenn Kuzhat ho statud en-linenn. Dibabit Ya ha ne vo nemet ar merourien, kasourien, a c'hwi evit gwelet oc'h kennasket.Evit ar re all e voc'h lakaet da ezel kuzh.
- E-lein
- Kollet em eus ma c'her-trmen !
- Arabat bezañ spontet ! N'hallo ket bezañ adkavet, met unan all a c'hell bezañ lakaet en e blas. Kit war ar bajenn-kennaskañ, ha klikit war Kollet em eus ma c'her-tremen. Heuliit an urzhioù hag e vo tu deoc'h kennaskañ en-dro buan a-walc'h.
- E-lein
- Ezel on met n'hallan ket bezañ anavezet gant ar forom !
- Da gentañ, gwiriit hoc'h anv-ezel hag ho ker-tremen. Ma'z int reizh, neuze e c'hell bezañ degouezhet daou dra. Ma vez graet gant ar c'h/COPPA ha ma'z oc'h yaouankoc'h eget 13 vloaz e vo ret deoc'h heuliañ an urzhioù a oa bet roet deoc'h. War foromoù 'zo eo dav ma vefe kadarnaet an emezelañ, ganeoc'h pe gant ur merour, evit ma c'hellfec'h postañ kemennadennoù. Kelaouet oc'h bet da vare an emezelañ ma c'hoarvez war ar forom-mañ. Ma'z eus bet kaset ur postel deoc'h, heuliit an urzhioù a zo warnañ. Ma 'ho peus bet postel ebet o peus roet ur postel fall, pe neuze eo bet kemeret ar postel gant ur sil spamoù. Ma'z oc'h sur eo reizh ar postel bet roet ganeoc'h, kit e-darempred gant ar merour.
- E-lein
- Emezelet e oan bet dija, met ne teuan ket mui a-benn sa vezañ anavezet gant ar forom ?!
- Klaskit adkavout ar postel a oa bet kaset deoc'h pa oac'h emezelet, gwiriit an anv-ezel hag ar ger-tremen, ha klaskit en-dro. Posupl eo ma vefe bet lakaet ho kont dizoberiant evit un abeg bennak. Foromoù 'zo ivez a skarzh ur wech an amzer an izili n'o deus ket postet e-pad pell, a-benn bihanaat ment o ziaz-titouroù. Ma'z eus degouezhet kement-mañ, emezelit en-dro.
- E-lein
- Petra eo COPPA ?
- COPPAa dalvez Child Online Privacy and Protection Act e Saozneg. Ul lezenn, tremenet e 1998 er Stadoù Unanet eo, a c'houlenn digant al lec'hiennoù a c'hellfe dezastum titouroù diwar-benn bugale dindan 13 vloaz da gaout digant ar gerent pe ar re a zo e-karg un aotre d'ober kement-mañ.Ma n'oc'h ket sur ouzh talvoudegezh al lezenn-mañ en ho pro, en em ditourit gant an dud a lezenn. N'eo ket gouest phpBB da sikour ac'hanoc'h war kudennoù lezennoù broadel evel ar re-mañ.
- E-lein
- Perak ne c'hellan ket emezelañ ?
- Posupl eo ma vefe bet harluet ho chomlec'h IP, pe na vefe ket aotreet an anv-ezel ho peus c'hoant da gaout. Posupl eo ivez ma vefe bet tennet ar galloud da emezelañ gant ar Merour. Kit e-darempred gant ar Merour evit gouzout hiroc'h.
- E-lein
- Petra ra an “diverkañ holl doupinoù ar forom” ?
- “Diverkañ holl doupinoù ar forom” a ziverk an toupinoù bet krouet gant phpBB evit ma vefec'h anavezet war ar forom. Reiñ a ra tro ivez da lenn an heuliañ, ma 'z eo bet lakaet kement-mañ oberiant gant ar Merour. M'ho peus kudennoù o vezañ anavezet e c'hell diverkañ an toupinoù sikour.
- E-lein
Dilennoù ha gwellvezioù an ezel
- Penaos e c'hellan lakaat an traoù diouzh ma c'hoant ?
- Mard oc'h emezelet emañ ho holl tibaboù e diaz-titouroù ar forom. Evit cheñch ar re-se, kit war Panell-Merañ an Ezel, alies ez eus ul liamm davetañ e lein ar pajennoù. El lec'h-mañ e vo posupl deoc'h kemm an holl draoù a vez roet deoc'h kemm.
- E-lein
- N'eo ket reizh an eurioù!
- Posupl eo ma vefe disheñvel gwerzhid-eur ar forom hag hini al lec'h m'emaoc'h. E-barxh Panell-Merañ an Ezel e c'hellit cheñch an eurioù hervez al lec'h m'emaoc'h o vevañ, da skouer Londrez, Pariz, New York, Syndey, h.a. An izili hepken a c'hell ober ar cheñchamantoù-mañ. Ma n'oc'h ket emezelet c'hoazh e c'hellit emezelañ, evel-se e vo tu deoc'h lakaat an eur vat !
- E-lein
- Cheñchet em eus ar gwerzhid-eur, met kudennoù a zo c'hoazh gant an eur !
- Ma'z oc'h sur ho peus dibabet ar gwerzhid-eur mat, hag ho peus lakaet un talvoud mat evit eur an hañv/eur ar goañv, neuze e talvez eo direizh eur ar servijer. Kelaouit merour ar forom.
- E-lein
- N'emañ ket ma yezh el listenn !
- Posupl eo ma ne vefe ket bet staliet ar pakad-yezh gant merour ar forom, pe c'hoazh ma ne vefe ket bet troet phpBB en ho yezh. Gallout a rit goulenn digant ar merour staliañ ar pakad-yezh ho pefe c'hoant d'ober gantañ. Ma n'eus ket ouzh ar pakad-yezh e c'hellit treiñ phpBB en ho yezh ! Evit kaout titouroù ouzhpenn, kit war lec'hienn phpBB (s.o. al liamm e traoñ ar bajenn).
- E-lein
- Penaos e tiskouezan ur skeudennig dinidan ma anv-ezel ?
- Div skeudenn a c'hell bezañ gwelet dindan ho anv-ezel. Diouzh ar gwiskadur emañ an hini kentañ, klotañ a ra gant ho renk war ar forom, a vez termenet hervez an niver a gemennadennoù bet kaset ganeoc'h. Stered, pikoù, pe karrezioù a c'hell bezañ diskouezet. An eil, brasoc'h un tamm, a vez graet skeudennig-emginnig, skeudennig, pe avatar outi, ha dibabet e vez gant pep ezel. E-barzh Panell-Merañ an Ezel e vez graet an dibaboù. Merour ar forom an hini eo a zibab hag aotreet e vez ar skeudennigoù-se pe get, ha penaos e vezont diskouezet. Ma n'hallit ket ober gant ur skeudennig-emginnig, goulennit perak digant ar merour.
- E-lein
- Petra eo ma renk, ha penaos cheñch anezhañ ?
- Ar renk a vez diskouezet dindan an anv-ezel. Diouzh an niver a gemennadennoù bet kaset eo, gallout a ra ivez diskouez ma vez ur perzh ispisial gant un implijer (merour, kasour, ...). N'hallit ket kemm an niver a gemennadennoù ret evit cheñch renk, gant ar merour e vez dibabet. Mar plij, na saotrit ket ar forom o kas kemennadennoù dizehan evit tremen d'ar renk uhelañ. Ne vo ket gouzañvet gant darn vrasañ ouzh ar foromoù, ha gallout a raio ur merour digreskiñ an niver a gemennadennoù a zo bet lakaet deoc'h.
- E-lein
- Pa klikan evit kas ur postel d'un ezel all e vez goulennet diganin bezañ anavezet gant ar forom ?
- N'eus nemet an izili a c'hell kas posteloù da izili all, ha n'hallont hen ober nemet gant ur furmskrid ispisial, ma vez aotreet gant merour ar forom. Graet e vez kement-mañ evit talañ ouzh ar meziantoù a zastum ar posteloù evit ober bruderezh.
- E-lein
Kas kemennadennoù
- Penaos kas ur gemennadenn en ur forom ?
- Pa vezit war bajenn ar forom, pe hini ur sujed, klikit war an nozelenn “nevez”. War foromoù 'zo eo dav bezañ ezel a-raok gallout kas ur gemennadenn. E traoñ pajennoù ar forom e vez roet deoc'h al listenn eus ar pezh oc'h aotreet d'ober hag ar pezh n'oc'h ket. Da skouer : gallout a rit sevel ur sujed nevez, gallout a rit mouezhiañ, h.a.
- E-lein
- Penaos e c'hellan kemm pe diverkañ ur gemennadenn ?
- Ma n'oc'h na merour na kasour, n'hallit kemm nemet ho kemennadennoù. Evit kemm ur gemennadenn eo dav deoc'h klikañ war an nozelenn “kemm” a gaver e-tal ar gemennadenn. A-wechoù ne vez ket aotreet da gemm ar gemennadenn ken goude ur prantad resis. Ma'z eus bet respontet d\ho kemennadenn e vo kavet un tammig testenn e-traoñ ho hini evit lavaret pet gwech eo bet kemmet, ha pegoulz eo bet kemmet evit ar wech ziwezhañ. Ne vo gwelet kement-se nemet ma'z eo ganeoc'h eo bet kemmet ar gemennadenn. Ma'z eo bet graet gant ur merour pe ur c'hasour, ne vo ket lakaet, met int a c'hello skrivañ ar pezh o deus kemmet m'o deus c'hoant. An izili boutin n'hallont ket diverkañ ur gemennadenn ma'z eus bet respontet dezhi.
- E-lein
- Penaos ouzhpennañ ur sinadur d'am c'hemennadenn ?
- Da gentañ eo dav deoc'hkrouiñ unan e-barzh Panell-Merañ an Ezel. Goude se, e c'hellit diuz ar c'hombod Ouzhpennañ sinadur e-barzh ar bajenn kas-kemennadennoù. Galout a rit ivez dibab ma vefe diskouezet bepred. Ma rit se e c'hellit memes tra dibab ma ne vefe ket gwelet ho sinadur e-barzh ur gemennadenn resis, o klikañ war ar c'hombod a zere er bajenn kas-kemennadennoù.
- E-lein
- Penaos sevel ur vouezhiadeg ?
- Pa krouit ur sujed nevez, pe pa kemmit kemennadenn gantañ ur sujed, klikit war an ivinenn “Krouiñ ur vouezhiadeg” dindan an dakad evit skrivañ ar gemennadenn. Ma ne welit ket kement-mañ e talvez n'ho peus ket an aotreoù ret evit sevel ur vouezhiadeg. Roit un titl d'ho mouezhiadeg, ha daou zibab d'an nebeutañ, o lakaat anezho war bep a linenn. Dibaboù all a c'hellit ober : an niver a zibaboù a c'hell bezañ graet er memes ro gant unan o vouezhiañ, padelezh ar sontadeg (ma lakait 0 e vo peurbadus), hag aotreañ pe get an izili da gemm ar pezh o deus dibabet.
- E-lein
- Perak n'hallan ket ouzhpennañ dibaboù ouzhpenn em mouezhiadeg ?
- Gant merour ar forom e vez dibabet pet dibab a vez kinniget en ur vouezhiadeg. M'ho peus c'hoant da gaout re ouzhpenn, gwelit gantañ/ganti.
- E-lein
- Penaos e c'hellan kemm pe diverkañ ur vouezhiadeg ?
- Evel evit ar c'hemennadennoù, n'hall ur vouezhiadeg bezañ kemmet nemet gant hec'h aozer, gant ur merour, pe gant ur c'hasour. Evit kemm ur vouezhiadeg, kemmit kentañ kemennadenn ar sujed : ganti e vez liammet ar vouezhiadeg atav. Ma n'eus bet den o vouezhiañ c'hoazh eo posupl diverkañ ar vouezhiadeg pe cheñc an dibaboù kinniget. Met ma 'z eus bet tud o vouezhiañ, n'hallo ar vouezhiadeg bezañ kemmet gant merourien pe kasourien hepken. E mod all e vefe posupl cheñch an dibaboù goude pa'z eus bet tud o vouezhiañ dija.
- E-lein
- Perak n'hallan ket mont war an holl foromoù ?
- Lodennoù 'zo ouzh ar forom a vez graet evit strolladoù ispisial hepken. Evit oberennoù 'zo (lenn, skrivañ, ...) ho po ezhomm ouzh aotreoù ispisial. Kit e-darempred gant ur merour pe ur c'hasour evit ma vefe kemmet hoc'h aotreoù.
- E-lein
- Perak n'hallan ket ouzhpennañ stagadennoù ?
- Dre forom, dre strollad, pe dre implijer e vez roet aotreoù da ouzhpennañ stagadennoù. Ma n'hallit ket ouzhpennañ ur stagadenn eo neuze peogwir ne vez ket aotreet war ul lodenn eus ar forom, pe evit ar strollad emaoc'h ennañ.Kit e-darempred gant ar merour evit kaout titouroù ouzhpenn.
- E-lein
- Perak ez eus bet kaset ur c'hemenn groñs din ?
- Reolennoù disheñvel a vez war bep forom. Ma'z oc'h aet a-enep d'ur reolenn ez eus bet kaset ur c'hemenn-groñs deoc'h. Gant merourien al lec'hienn e vez termenet ar reolennoù ha kaset ar c'hemennoù groñs, n'en deus phpBB netra da welet gant kement-mañ. Kit e-darempred evit kaout titouroù ouzhpenn diwar-benn abeg ar c'hemenn-groñs.
- E-lein
- Penaos e c'hellan desach evezh ur merour war ur gemennadenn ?
- Ma vez aotreet kement-mañ gant merour ar forom e welfoc'h un nozelenn evit sevel un danevell diwar-benn ar gemennadenn e-kichen ar gemennadenn ho peus c'hoant da zesach an evezh warni. O klikañ warni e vo tu deoc'h ober an traoù ret evit ma vefe savet un danevell diwar-benn ar gemennadenn.
- E-lein
- Da betra servij “Mirout” pa gaser ur sujed ?
- Gant hennezh e c'hellit lezel pennadoù eus an destenn diglok, a vo tu deoc'h klokaat diwezhatoc'h. Evit adkavout pennadoù bet miret, kit war Panell-Merañ an Ezel.
- E-lein
- Perak eo dav d'am c'hemennadenn bezañ asantet?
- Moarvat eo bet dibabet gant merour ar forom e oa ret da gemennadennoù ar forom a gasit ennañ bezañ ensellet a-raok bezañ embannet. Posupl eo ivez ma vefec'h bet lakaet en ur strollad izili a rank adlenn o c'hemennadennoù a-raok ma vefent embannet. Kit e-darempred gant merour ar forom evit kaout titouroù ouzhpenn diwar-benn an abegoù.
- E-lein
- Penaos e c'hellan ma sujed da zistreiñ en nec'h ?
- O klikañ war “Pignat ar sujed” war bajenn lenn ar sujed e c'hellit lakaat ar sujed da vont e lein ar sujedoù, war ar bajenn kentañ. Ma ne welit ket al liamm e c'hell bezañ peogwir ne vez ket aotreet d'ober se war ar forom-mañ, pe peogwir n'eus ket tremenet a-walc'h a amzer abaoe ma oa ar sujed e-lein ar bajenn.
- E-lein
Reiñ stumm d'an destenn, doareoù ar sujedoù
- Petra eo ar BBCode ?
- Ur stumm deveret ouzh an HTML eo ar BBCode, a ro tro d'an implijer da gemm an doare ma vo diskouezet elfennoù eus e gemennadenn. Ar merour a zibab ober gant ar BBCode pe chom hep ober gantañ, met pa skriver ar pennad e c'heller dibab ivez chomp hep ober gantañ. Damheñvel eo ouzh an HTML, met lakaet e vez ar balizennoù etre [ ha ] kentoc'h eget < ha >. Evit titouroù ouzhpenn, gwelit sturiell ar BBCode, war ar bajenn kas-kemennadennoù.
- E-lein
- Ha gallout a ran ober gant HTML ?
- N'hallit ket. Ne vez ket aotreet ober gant an HTML war ar foromoù phpBB Darn vrasañ eus ar pezh a c'hell bezañ graet gant an HTML a c'hell ivez bezañ graet gant ar BBCode.
- E-lein
- Petra eo ar Smilies ?
- Skeudennigoù bihan eo ar Smilies, pe skeudennigoù-imor, a servij da ziskouez trivliadoù an dud. Da skouer e vez implijet :) evit diskouez e vezer laouen, ha :( eevit diskouez e vezer trist. E-barzh ar bajenn kas-kemennadennoù e c'hellit kavout an holl Smilies a c'hellit ober ganto. Klaskit chom hep implijout re outo, peogwir e teu buan ur gemennadenn da vezañ displijus da lenn pa vez kalz outo enni. Gallout a ra neuze ur merour pe ur c'hasour tennañ lod outo, pe skarzhañ ar gemennadenn a-bezh zoken. Pospul eo ivez ma vefe bet dibabet un niver a Smilies na ranker ket dibaseal e-barzh pep kemennadenn.
- E-lein
- Daoust hag-eñ e c'hellan lakaat skeudennoù em c'hemennadenn ?
- Ya, posupl eo lakaat skeudennoù en ho kemennadennoù. Ma vez aotreet ar stagadennoù gant merour ar forom e voc'h gouest da gargañ ur skeudenn adal oc'h urzhiataerez. E mod all e rankit lakaat ar skeudenn war ur servijour web a c'hell forzh piv tizhout, sk. http://www.skouer.com/ma-skeudenn.png. N'hallit ket lakaat ul liamm davet hoc'h urzhiatarez (nemet ma vefe ur servijour web a c'hell forzh piv tizhout), ha n'hallit ket kenebeut lakaat unan a zo war ul lec'hienn gwarezet gant ur ger-tremen (postel, lodenn prevez ul lec'hienn, ...). Grit gant ar valizenn BBCode [img] evit lakaat ur skeudenn.
- E-lein
- Petra eo ar c'hemennoù hollek ?
- Er c'hemennoù hollek ez eus titouroù a-bouez a rankit lenn ar buanañ ar gwellañ. E penn pep forom, ha war Panell-Merañ an Ezel e vint gwelet. Merour al lec'hienn a ro an aotreoù evit embann pe get kemennoù hollek.
- E-lein
- Petra eo ar c'hemennoù ?
- Alies e vez titouroù a-bouez diwar-benn ar forom emaoc'h o lenn er c'hemennoù, ha dav vefe deoc'h lenn anezho ar buanañ ar gwellañ. E penn pep pajenn ar forom e vezont gwelet. Evel evit ar c'hemennoù hollek, eo ar merour a ro an aotreoù evit embann anezho pe get.
- E-lein
- Petra eo ar sujedoù “post-it” ?
- Dindan kemennoù ur forom e vez gwelet ar postoù-it, met war ar bajenn gentañ hepken. Alies e vezont a-bouez a-walc'h hag e vezit aliet d'o lenn. Evel evit ar c'hemennoù hag ar c'hemennoù hollek eo ar merour a ro an aotreoù evit embann anezho pe get.
- E-lein
- Petra eo ar sujedoù prennet ?
- Pa vez prennet ur sujed, n'eus ket tu respont d'e gemennadennoù ken, ha paouezet e vez ar vouezhiadeg stag outañ ma oa unan. Abegoù lies a c'hell bezañ evit prennañ ur sujed, hag ur merour pe ur c'hasour eo a zibab hen ober pe get. Posupl eo ivez ma vefec'h aotreet da brennañ ur sujed bet savet ganeoc'h, hervez an aotreoù a zo bet roet deoc'h.
- E-lein
- Petra eo skeudennigoù ar sujedoù ?
- Dibabet e vezont gant an hini en dues savet ar sujed, evit lavarout ar pezh a zo e-barzh. Merour al lec'hienn a zibab hag aotreet e vez an dud d'ober gant skeudennigoù-sujed pe get.
- E-lein
Liveoù ha strolladoù an izili
- Petra eo ar Merourien ?
- Ar merourien a c'hell cheñch ar muiañ a draoù war ur forom. Gallout a reont reiñ an aotreoù, skarzhañ izili, sevel strolladoù-izili, h.a. hervez an aotreoù a zo bet roet dezho gant an hini en deus bet savet ar forom. Posupl eo dezho ivez ober war-dro endalc'had ar c'hemennadennoù, hervez an aotreoù a zo bet roet dezho.
- E-lein
- Petra eo ar Gasourien ?
- Tud pe strolladoù tud hag a evezhia ar forom bemdez eo ar gasourien. Gallout a reont kemm pe diverkañ kemennadennoù, prennañ dibrennañ, dilec'hiañ, dilemel, rannañ sujedoù er foromoù a reont war o zro. Peurliesañ e tiwallont ma n'afe ket an izili all er-maez eus ar sujed pe na gasfent ket traoù drouk, pe fall mod pe vod.
- E-lein
- Petra eo ar Strolladoù-Izili ?
- Sevel Strolladoù-Izili a zo un doare evit merourien ar forom da rannañ an izili e strolladoù bihanoc'h, evit gallout merañ gwelloc'h anezho. Pep ezel a c'hell bezañ e-barzh meur a strollad, ha da bep strollad e c'heller reiñ aotreoù ispisial. Evel-se eo gouest ar merourien da cheh buan aotreoù meur a dud asambles, da skouer evit aotreañ izili 'zo da dizhout ur forom prevez.
- E-lein
- Pelec'h emañ ar Strolladoù-Izili, ha penaos ez an e-barzh unan outo ?
- Evit gwelet an holl strolladoù-izili eo dav deoc'h klikañ war al liamm “strolladoù izili” e-barzh Panell-Merañ an Ezel. M'ho peus c'hoant da vont e-barzh unan outo, klikit war an nozelenn a zo dirak. Met ne vez ket digor an holl strolladoù d\an holl. Evit lod e vo dav gortoz un asant, evit lod all ne vo ket tu da vont e-barzh, hag evit lod all e vo kuzhet piv a zo e-barzh. Ma vez digor ar strollad e c'hellit mont ennañ o klikañ war an nozelenn a zere. Ma c'houlennont un asant, eo dav deoc'h ober ur goulenn evit bezañ lakaet e-barzh, o klikañ war an nozelenn a zere. Posupl eo ma vefe goulennet diganeoc'h perak ho peus c'hoant da vezañ lakaet en ur strollad. Ma ne vez ket asantet, na c'houlennit ket en-dro kant-mil gwech, o abegoù a zo ganto moarvat.
- E-lein
- Penaos dont da vezañ e-penn ur Strollad-Izili?
- Peurliesañ e vez dibabet piv a zo e-penn ur strollad pa vez savet ar strollad. M'ho peus c'hoant ma vefe krouet ur strollad-izili nevez, kit e-darempred gant merour ar forom o kas ur Gerig Prevez dezhañ/dezhi.
- E-lein
- Perak ez eus ul liv disheñvel evit Strollad-Izili 'zo ?
- Posupl eo ma vefe lakaet ul liv ispisial d'ur strollad-izili gant ar merour evit gallout gwelet gwelloc'h piv a zo er strollad-se ha merañ gwelloc'h an traoù.
- E-lein
- Petra eo ur “Strollad-izili dre-ziouer” ?
- M'emaoc'h e-bqrzh ouzhpenn ur strollad-izili e vez dibqbet unqn outo dre-ziouer evit gouzout e peseurt liv e vo diskouezet ho anv, ha peseurt renk a vo diskouezet. Posupl eo ma vefec'h aotreet de cheh ho strollad-izili dre-ziouer war Panell-Merañ an Ezel.
- E-lein
- Petra eo al liamm “Ar skipailh” ?
- War ar bajenn-mañ e vo tu deoc'h kavout listenn an holl re a ra war-dro ar forom, kasourien pe merourien, ar pezh a reont resis, ha titouroù ouzhpenn diwar o fenn.
- E-lein
Ar Gerigoù Prevez
- N'hallan ket kas Gerigoù Prevez !
- Tri abeg a c'hell bezañ da gement-mañ : n'oc'h ket ezel, pe ket anaevezet gant or forom, ne vez ket aotreet da gas Gerigoù Prevez war ar forom-mañ, pe neuze oc'h bet difennet da gas Gerigoù Prevez gant ar merour. Kit e-darempred gant ur merour evit gouzout hiroc'h.
- E-lein
- Kaset e vez Gerigoù Prevez n'am eus ket c'hoant outo ingal din !
- Gallout a rit herzel ouzh un ezel da gas Gerigoù Prevez deoc'h e-barzh Panell-Merañ an Ezel. Ma'z eo un ezel resis a ra kement-se, kelaouit merour ar forom, gallout a raio herzel ouzh an den-mañ da gas Gerigoù Prevez.
- E-lein
- Ur spam, pe ur postel displijus a zo bet kaset din adalek ar forom-mañ!
- Nec'het e vezomp gant se. Kasit un eilskouerenn ouzh ar postel-mañ d'ur merour ouzh ar forom, hag hennezh a c'hello ober ar pezh a zo ret evit ma n'hallfe ket an ezel en deus kaset anezho deoc'h kas lod all en-dro. Lakait pep tra en eilskouerenn a gasit d'ur merour, an talbennoù dresit-holl.
- E-lein
Mignoned hag enebourien
- Petra eo listenn ma mignoned hag enebourien ?
- Gant al listenn-mañ e c'hellit urzhiañ izili ar forom. Ma lakait un ezel all e-touez ho mignoned e vo aes da gavout war ho Panell-Merañ an Ezel, hag e vo aes deoc'h gouzout pegoulz emañ war ar forom, ha kas Gerigoù Prevez dezhañ/dezhi. Diouzh gwiskadur ar forom e c'hello ivez o c'hemennadennoù er forom bezañ lakaet en ul liv all evidoc'h. Ma ouzhpennit un Ezel d'ho enebourien e vo kuzhet e gemennadennoù deoc'h dre ziouer.
- E-lein
- Penaos ouzhpennañ pe tennañ un ezel ouzh ma listenn mignoned hag enebourien ?
- Daou zoare a zo da ouzhpennañ un ezel. War bajenn aelad pep ezel ez eus ul liamm evit ouzhpennañ anezhañ/anezhi d'ho listenn mignoned / enebourien. E mod all, adalek Panell-Merañ an Ezel e c'hellit ouzhpennañ izili o lakaat o anv. War ar bajenn-mañ e c'hellit tennañ anezho ouzh ul listenn ivez.
- E-lein
Klask er foromoù
- Penaos klask un dra bennak en ur forom pe e meur a hini ?
- Skrivit ar pezh ho peus da glask e-barzh ar c'hombod-enklask a zo war ar bajenn-degemer, pajennoù ar foromoù, pe re ar sujedoù. Evit klask traoù spisoc'h, klikit war al liamm “Klask spisoc'h” a zo war bep pajenn. Hervez an doare ma vez kinniget ar forom e vo lec'hiadur al liamm-mañ war ar bajenn.
- E-lein
- Perak n'eus disoc'h ebet d'am enklask ?
- Posupl eo ma vefe re ledan hoc'h enklask, hag e vefe enni gerioù ken boutin ma ne vezont ket klasket gant phpBB. Bezit resisoc'h, ha grit gant an dilennoù a zo war ar bajenn Klask Spisoc'h.
- E-lein
- Perak em eus ur bajenn wenn goude ma enklask !?
- Re a zisoc'hoù a zo bet kavet dezhi evit bezañ gouzañvet gant ar servijour web. Kit war ar bajenn Klask Spisoc'h, ha bezit resisoc'h gant ar gerioù a implijet, hag al lec'hioù m'eo ret klask anezho.
- E-lein
- Penaos klask izili ?
- Kit war ar bajenn “Izili” ha klikit war al liamm “Kavout un ezel”.
- E-lein
- Penaos kavout ma sujedoù ha kemennadennoù ?
- Daou zoare a zo da adkavout ho kemennadennoù. Pe o klikañ war “klask kemennadennoù an ezel” war Panell-Merañ an Ezel, pe war bajenn hoc'h aelad. Evit klask sujedoù bet savet ganeoc'h, kit war ar bajenn “klask spisoc'h” ha roit an titouroù mat.
- E-lein
Heuliañ sujedoù hag ar sinedoù
- Petra eo an diforc'h etre lakaat ur sined hag heuliañ ur sujed ?
- Lakaat ur sined e-barzh phpBB3 a denn kalz d'ar fed lakaat ur sined e-barzh ho merdeer. Ne vezit ket kelaouet pa vez kaset respontoù d'ho sujedoù, met gallout a rit distreiñ da welet anezho buan hag aes. Ma heuliit ur sujed e voc'h kelaouet pa vo nevezinti war ar sujed, en doare bet dibabet ganeoc'h (dre bostel, dre Gerig Prevez, ...).
- E-lein
- Penaos heuliañ ur forom pe ur sujed resis ?
- Evit derc'hel tost d'ur forom, klikit war al liamm “Heuliañ ar forom” war bajenn ar forom. Evit derc'hel tost d'ur sujed, klikit war ar c'hombod “Heuliañ ar sujed” pa gasit ur respont, pe war al liamm a zo war bajenn ar sujed.
- E-lein
- Penaos paouez da heuliañ tra pe dra ?
- Evit paouez da heuliañ tra pe dra, kit war Panell-Merañ an Ezel, hag heuliit al liammoù a denn ouzh ar pezh a heuliit.
- E-lein
Stagadennoù
- Petra a vezer aotreet da stagañ war ar forom-mañ ?
- Diouzh pep forom e vo aotreet pe get stagañ restroù 'zo ouzh kemennadennoù. Ma n'oc'h ket sur ouzh ar pezh a vez aotreet hag ar pezh ne vez ket, kit e-darempred gant ur merour.
- E-lein
- Penaos adkavout an holl restroù bet staget ganin ?
- Ul liamm davet ho stagadennoù a zo war Panell-Merañ an Ezel.
- E-lein
Traoù all diwar-benn phpBB3
- Gant piv eo bet savet ar forom-mañ ?
- Gant phpBB Group eo bet savet hag embannet ar meziant-mañ, ha miret gwirioù warnañ. Dindan Meneg Foran Hollek (GNU) emañ, set e c'hell bezañ adkemeret, skignet ha kemmet gant n'eus forzh piv. Gwelit al liamm evit kaout titouroù ouzhpenn.
- E-lein
- Perak ne vez ket kinniget ober tra-mañ-tra dindan phpBB ?
- Gant phpBB Group eo bet savet ar meziant-mañ hag emñ ar gwirioù warnañ. Ma soñj deoc'h e rankfe un dra bennak bezañ ouzhpennet e-barzh, kit war lec'hienn phpbb, ha gwelit petra eo ali ar skipailh diwar-benn an dra-mañ. Na savit ket ho koulennoù evit ma vefe ouzhpennet tra-mañ-tra war forom phpBB, dre Sourceforge e ver phpBB ar goulennoù evit ouzhpennañ tra-mañ-tra. Grit enklaskoù en a-raok evit gwelet hag un ali a zo bet roet c'hoazh, ha neuze heuliit ar pezh a vez kinniget deoc'h ober war foromoù phpBB.
- E-lein
- Gant piv mont e-darempred evit kudennoù stag ouzh endalc'had ar forom, pe ouzh al lezenn, war ar forom-mañ ?
- Ar verourien el listenn “Ar skipailh” a rankfe bezañ an dud a zere evit ar c'hudennoù-mañ. Ma n'ho peus respont ebet, pe ma teu ar gudenn outo, neuze, kit e-darempred gant perc'henn an domani (oc'h ober un enklask whois) pe, ma'z a en-dro a-drugarez d'ur servij digoust (sk. Yahoo!, free.fr, f2s.com, h.a.), ar skipailh a zo e-karg ouzh seurt kudennoù evit seurt servijoù. Notennit mat n'eus galloud lezennel ebet gant phpBB, ha n'hall ket, forzh peseurt mod e vefe, bezañ lakaet kiriek ouzh an implij a vez graet ouzh e veziantoù. N'it ket e-darempred gant skipailh phpBB evit ur gudenn lezennel ma n'eo ket liammet end-eeunouzh lec'hienn phpBB, pe ouzh ar meziant e-unan. Ma skrivit ur postel da phpBB diwar-benn e implij gant tud all e c'hellit bezañ en-gortoz bezañ kaset da sutal, pe na gaout respont ebet.
- E-lein
