La recherche a retourné 20 résultats

par Gwenael
lun. févr. 19, 2007 12:17 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : Troidigezh Opera hizivaet
Réponses : 1
Vues : 12969

Gourc'hemennoù da JMD evit e labour. Evezhiadennoù a rin ma kavan amzer met merzet 'm eus un dra souezhus a-walc'h pa 'm eus klasket implijout Opera: e foromoù Kervarker e teu an divizoù war wel e stumm kolonennoù strizh, en ur mod disheñvel ha dilennus-a-walc'h diouzh ar pezh a weler pa implijer ur...
par Gwenael
jeu. oct. 26, 2006 8:04 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : Treiñ restroù .trn
Réponses : 5
Vues : 21276

Geo, ur restr .txt e teu da vezañ met n'on ket evit lakaat anezhañ da vezañ ur restr .trn en-dro.
par Gwenael
jeu. oct. 26, 2006 7:32 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : Treiñ restroù .trn
Réponses : 5
Vues : 21276

Trugarez.
Ur restr a c'hellan embann evel testenn eo. Met ur wech kemmet penaos enrollañ anezhañ en-dro evel restr .trn?
par Gwenael
jeu. oct. 26, 2006 6:47 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : Treiñ restroù .trn
Réponses : 5
Vues : 21276

Treiñ restroù .trn

Lakaomp em befe c'hoant treiñ ur meziant e brezhoneg (iskisat mennozh ;-). En em gavet on gant restroù .trn evit ar yezhoù (evit translation, kredapl bras). Penaos ober? embann ar rest gant norpad pe udb evel-se? Ha goude? Ha gouest e vefec'h da zisplegañ din en ur ober gant gerioù aes?
Trugarez.
par Gwenael
sam. sept. 16, 2006 7:26 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : Troidigezh « Abiword »
Réponses : 9
Vues : 33427

AbiWord

Gwenn ho ped!
Emaon o paouez staliañ AbiWord war ma mekanik. Un nebeud goulennoù am befe da ober:
-Ha kerkoulz eo ha MSWord?
-Ha troet eo bet pep tra e brezhoneg?
-Hag-eñ ez eus ur geriadur brezhonek stag outañ a-benn reizhañ ho skridoù?
-Ha gwelloc'h eo eget OpenOffice?
Trugarez.
par Gwenael
mer. juin 07, 2006 10:37 pm
Forum : Danvezioù all a-bep seurt
Sujet : Staliañ un enrollerez CDR (glg. graveur)
Réponses : 1
Vues : 13323

Staliañ un enrollerez CDR (glg. graveur)

Piv a vefe gouest da zisplegañ din gant gerioù aes penaos ober gant seurt ardivink ur wech staliet e plas al lennerez CD? Daoust ha ret eo ober gant ur meziant? Pehini? Erfin lavarit din petra a ouezoc'h diwar-benn an ardivink-se, me ho ped.
Ho trugarekaat.
par Gwenael
sam. mai 27, 2006 10:44 pm
Forum : Troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Sujet : "Smilies"e Thunderbird: un nebeud fazioù
Réponses : 1
Vues : 14107

"Smilies"e Thunderbird: un nebeud fazioù

Mousc'hoarzhin ha c'hoarzhin -moarvat in bet eilpennet a-hend-all- a skiver (neket gant -iñ), gouelañ ha neket *ouelañ. Setu ar fazioù am eus merzet met marteze ez eus re all.
par Gwenael
ven. mai 12, 2006 8:01 pm
Forum : Troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Sujet : "Skrivet *en doa Marjanig"?
Réponses : 5
Vues : 23805

Ha perak ne vefe ket dibabet:
"Skrivet eo bet gant..."
Reizh eo, komprenus gant an holl ha n'eus kudenn ebet e-keñver gour.
par Gwenael
jeu. mai 11, 2006 8:54 pm
Forum : Troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Sujet : Sender?
Réponses : 1
Vues : 13737

Sender?

Souezhet on bet o welet "sender" ha neket "kaser" e talbenn ar c'hemennadennoù. Ankouaet eo bet ar ger-se?
par Gwenael
jeu. mai 11, 2006 8:52 pm
Forum : Troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Sujet : "Skrivet *en doa Marjanig"?
Réponses : 5
Vues : 23805

"Skrivet *en doa Marjanig"?

Perak n'eo ket bet skrivet "skrivet en/he doa" e penn-kentañ ar respont d'ur postel evel m'eo bet graet er gemennadenn a zeu war wel evit lavaret deomp pet postel hon eus resevet?
par Gwenael
sam. mai 06, 2006 2:06 pm
Forum : Troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Sujet : Cheñch gerioù e Thunderbird?
Réponses : 2
Vues : 17074

Cheñch gerioù e Thunderbird?

Lakaomp e vefen displijet gant ur ger bennak e Thunderbird brezhonek (da skouer, met n'eo nemet ur skouer, "restr";-). Daoust hag-eñ e c'hellan cheñch anezhañ ma-unan? Penaos ober? Evel just se ne vir ket ouzhin a gousket c'hwek. Ha ma 'm eus dibabet ober gant Thunderbird e brezhoneg eo pe...
par Gwenael
sam. déc. 24, 2005 2:34 pm
Forum : Danvezioù all a-bep seurt
Sujet : Kervarker
Réponses : 3
Vues : 19445

Kervarker / forom "brezhoneg"

Pa n'eus ket a Gervarker ken -evit ar poent da vihanañ- em eus divizet krouiñ ur forom nevez evit komz diwar-benn ar brezhoneg. E peder yezh (brezhoneg, galleg, spagnoleg, kataloneg) eo ma forom.
Emezelit!
http://brezhoneg.myrealboard.com
par Gwenael
mer. déc. 22, 2004 9:33 pm
Forum : Danvezioù all a-bep seurt
Sujet : Geriaoueg: bloquer les pop-up, les publicités
Réponses : 3
Vues : 16747

Trugarez Philippe. Sevel ur ger diwar "strink" pe "tarzh" a c'heller ivez. Strinkembannoù? Tarzhembannoù pe embannoù-tarzh evit pop-up?
par Gwenael
mer. déc. 22, 2004 12:06 am
Forum : Danvezioù all a-bep seurt
Sujet : Geriaoueg: bloquer les pop-up, les publicités
Réponses : 3
Vues : 16747

Geriaoueg: bloquer les pop-up, les publicités

Penaos treiñ "bloquer les pop-up"? "Bloquer les publicités"?
Evit troidigezh ar merdeer Avant Browser e c'houlennan an traoù-se.
Ho trugarekaat. :)
par Gwenael
lun. déc. 13, 2004 2:32 pm
Forum : Troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Sujet : Thunderbird stumm 1.0
Réponses : 4
Vues : 21281

Salud dit Philippe -ha d'ar re all ivez-, Ma fell dit menegiñ ma raktres (treiñ AvantBrowser e brezhoneg) e c'hellez ober, evel just. Marteze n'on ket bet komprenet mat: AB am boa troet e brezhoneg met ne oa ket bet skignet ma labour evit ma c'hellfe an holl pellgargañ ar stumm brezhoneg. Aet oa war...