La recherche a retourné 27 résultats

par Malo-net
mer. avr. 15, 2009 10:15 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : Kemer ma flas evit treiñ phpBB
Réponses : 0
Vues : 19850

Kemer ma flas evit treiñ phpBB

Demat deoc'h. Pemp vloaz 'zo e oan krog gant troidigezh phpBB, ar meziant da sevel foromoù, a-benn staliañ ur forom war ma lec'hienn. Da gentañ em eus troet phpBB2, ha da c'houde phpBB3. Bremañ avat n'em eus ket amzer ken d'ober war-dro an droidigezh. Graet eo troidigezh phpBB 3. Ne chom nemet treiñ...
par Malo-net
lun. juin 04, 2007 2:15 pm
Forum : Microsoft et le breton - Microsoft and the Breton language
Sujet : Microsoft e brezhoneg : mat pe fall ?
Réponses : 1
Vues : 13601

Microsoft e brezhoneg : mat pe fall ?

Demat deoc'h. Petra soñj ar re a ra kalzik gant meziantoù frank eus ar fed ma vo troet meziantoù Microsoft e brezhoneg ? Evit ar brezhoneg eo un dra vat, met daoust hag-eñ ne zizroio ket tud 'zo eus ar meziantoù frank abalamour da se ? Ar goulenn-mañ am eus klevet un nebeud gwezhioù; met d'am soñj n...
par Malo-net
lun. juin 04, 2007 1:55 pm
Forum : Microsoft et le breton - Microsoft and the Breton language
Sujet : [Ouiaubreton] Spip en breton
Réponses : 1
Vues : 13464

Laouen on, n'am boa ket gwelet ar pennad-mañ.

Darn vrasañ ouzh SPIP a zo bet troet ganin, ha dipitet e oan un tamm na vefe implijet e neblec'h.

Setu d'an nebeutañ ul lec'hienn a ra gantañ... daoust ma n'eus ket kalz a vrezhoneg war OuiAuBreton !

Un intrudu vat eo memes tra.
par Malo-net
lun. juin 04, 2007 1:50 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : phpBB 3.0 : a-benn nebeut !
Réponses : 1
Vues : 13436

phpBB 3.0 : a-benn nebeut !

Demat deoc'h holl. Ar re a ver foromoù phpBB o deus gwelet moarvat e oa bet embannet ar stumm 3.0. O treiñ hounezh emaon, met bras-kenañ eo, setu ne vo ket peurechu diouzhtu. Dre m'emaon e vakañsoù ez in buan a-walc'h memes tra. Ouzhpenn-se ez eus bet troet ul lodenn dija ganin. Un "ultimatom&q...
par Malo-net
jeu. avr. 12, 2007 10:18 pm
Forum : Ar c'hlavier C'HWERTY
Sujet : kudenn o staliañ ar c'hlavier war ubuntu
Réponses : 1
Vues : 14596

kudenn o staliañ ar c'hlavier war ubuntu

Poan 'm eus o staliañ ar c'hlavier war ubuntu linux (n'on ket gwall varrek kenebeut...). Setu ar pezh a vez lâret din : malo@malo-desktop:~$ cd /home malo@malo-desktop:/home$ xmodmap chwerty.x xmodmap: unable to open file 'chwerty.x' for reading xmodmap: 1 error encountered, aborting. malo@malo-desk...
par Malo-net
mer. avr. 04, 2007 3:26 pm
Forum : Ar c'hlavier C'HWERTY
Sujet : Ur gudenn
Réponses : 2
Vues : 17046

Trugarez dit evit da respont.

Abaoe pell ne oan ket deuet dre amañ
par Malo-net
ven. juin 09, 2006 9:55 pm
Forum : Troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Sujet : Handelv/Stumm/Doare/...
Réponses : 12
Vues : 44112

Me soñje din e raec'h gant ar ger "arreval"... ne rit ket ? Talvezout a ra un dra bennak all neuze ? Hennezh a zo bet implijet ganin em zroidigezhioù, evit klask lakaat tpd memes gerioù ha re Drouizig. Stumm a blij din e mod all : resis a-walc'h pa vez an niver e-kichen, aes da gompren dio...
par Malo-net
dim. mai 07, 2006 11:54 pm
Forum : Ar c'hlavier C'HWERTY
Sujet : Ur gudenn
Réponses : 2
Vues : 17046

Ur gudenn

Demat deoc'h. Ur gudenn am es gant ar c'hlavier. Dre ma skrivan tarzhoù HTML e ran kalzik gant an douchenoù ArErl+Q hag ArErl+Z evit digeriñ ha serriñ ar balizennoù. Met ur poellad brein a zo staliet war ma urzhiataerezh, anvet " Catalyst System Tray ", a zigor diouzhtu pa vez pouezet war ...
par Malo-net
dim. janv. 15, 2006 6:42 pm
Forum : Troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Sujet : OO.org 2.0: ur gudenn gant ar staliañ ?
Réponses : 2
Vues : 18852

Truagrez. Klask a rin ober se pa vin distro du-mañ.
par Malo-net
dim. janv. 15, 2006 11:57 am
Forum : Troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Sujet : OO.org 2.0: ur gudenn gant ar staliañ ?
Réponses : 2
Vues : 18852

OO.org 2.0: ur gudenn gant ar staliañ ?

Demat deoc'h holl. Dec'h em eus staliet OOo 2.0 war ma urzhiataer. Mont a rae mat en-dro, laouen e oan. Goude-se em eus bet c'hoant da zistaliañ OOo1.1.3 a raen gantañ a-raok. D'am soñj eo bet diverket an 2.0 gantañ, peogwir da c'houde n'hallen ket ken ober gant an 2.0. Goude bezañ adstaliet anezhañ...
par Malo-net
ven. sept. 30, 2005 10:49 am
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : C'hoarioù : Kevnidenn ha Jed
Réponses : 2
Vues : 18394

Kalset em eus ar c'hoarioù all eta…

Fentus-tre em eus kavet boulommigoù South-Park war ar c'hoarioù-kartoù, me n'eont en-dro nemet gant Windows XP ?!

Klasket em eus gant Windows Me ivez, ha lavarout a ra din e vank Bards.dll evit digenvez, hag eo mazaouet cards.dll evit LogDieub…

:cry:
par Malo-net
dim. sept. 25, 2005 10:49 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : C'hoarioù : Kevnidenn ha Jed
Réponses : 2
Vues : 18394

C'hoarioù : Kevnidenn ha Jed

Demat dit Philppe.

Ne gavan ket al liamm evit pellgargañ ar c'hoari Kevnidenn, na Jed, war ar bajenn-mañ…
par Malo-net
dim. sept. 25, 2005 10:46 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : Kewerier
Réponses : 2
Vues : 16528

Trugarez ! Kavet 'm boa, a-benn ar fin…

Gortoz a rin ma vo erru an ADSL du-mañ a-raok pellgargañ un dra ken bras… A-benn fin ar bloaz, sañset…
par Malo-net
jeu. sept. 22, 2005 9:54 pm
Forum : Troidigezh meziantoù all (frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho)
Sujet : Kewerier
Réponses : 2
Vues : 16528

Kewerier

Demat. O paouez ober anaoudegezh gant Kewerier emaon. Kavout a ran anezhañ dreist, bihan-holl ma'z eo. Un draig koulskoude a zirenk ac'hanon : penaos ober evit ma chomfe an destenn ouzh ment ar prenestr (d.l.e. na vefe ket ur pignerezh a-led, met ez afe an destenn d'al linenn dindan erru war vord ar...
par Malo-net
jeu. sept. 15, 2005 3:11 pm
Forum : Troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Sujet : ur gemennadenn a welan e Saozneg !
Réponses : 2
Vues : 18692

Hounezh am eus kavet ivez :
Auto-detect proxy settings for this network
Met n'em eus mui soñj pelec'h ! :cry: