Microsoft e brezhoneg : mat pe fall ?

A forum to talk about Microsoft and the Breton language
Malo-net
Messages : 27
Inscription : dim. déc. 19, 2004 10:58 pm
Localisation : Roazhon/St-Brieg
Contact :

Microsoft e brezhoneg : mat pe fall ?

Message par Malo-net » lun. juin 04, 2007 2:15 pm

Demat deoc'h.

Petra soñj ar re a ra kalzik gant meziantoù frank eus ar fed ma vo troet meziantoù Microsoft e brezhoneg ? Evit ar brezhoneg eo un dra vat, met daoust hag-eñ ne zizroio ket tud 'zo eus ar meziantoù frank abalamour da se ?

Ar goulenn-mañ am eus klevet un nebeud gwezhioù; met d'am soñj n'eus bet den evit krediñ skrivañ anezhi, ken laouen ma oamp ma vefe ur stumm "anaoudegezh ofisiel" eus ar brezhoneg gant un embregerezh ken bras ha Microsoft.

...setu e lakan "...les pieds dans le plat", evel ma vez lavaret e galleg...

Diouzh ma zu e ouzan mat e kendalc'hin d'ober gant meziantoù frank, pa n'on ket a-du tamm ebet gant tro-spered Microsoft, met ne vo ket ar pezh a ray an holl moarvat.

Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia » lun. juin 11, 2007 8:52 am

MM, graet m'oa an evezhiadenn-se dija ur miz pe zaou 'zo, war ar forom-mañ. Dipitet a-walc'h on, eus ma zu, ne vije ket troet muioc'h an Ofis davet ar meziantoù frank. Komzet m'eus eus an dra-se ivez gant tud Gulliver (ur gevredigezh tro-dro d'ar meziantoù frank e Roazhon), hag a oa dipitet ivez.
Met bon, ne fell ket din adober an diviz war ar sujed-mañ, forzh penaos ne ran ket kalz a dra evit treiñ meziantoù er mare-mañ.

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 1 invité