Page 1 sur 1

C'hwilerviñ « Tangi Kerviler »

Publié : sam. juil. 01, 2006 11:23 am
par drouizig
[A-berzh Tomaz]

Salud dit Fulub,

Dont a ran, ur wech ouzhpenn, e-ser kas dit ma labour c'hwilerviñ diwezhañ, – Tangi Kerviler gant Roparz Hemon, – da ober un nebeut evezhiadennoù a-zivout ADD 2.5.1 : kinnigoù diwar labourioù kaset ganin nevez 'zo int holl ; Tangi Kerviler ha traoùigoù all ; gant an hevelep pal bepred : sikour ac'hanout da gas war-raok da labour espar evit hor yezh.

Gerioù n'int ket anavezet gant ADD :

- "parelezh" (parité)
- "derc'hanel" (nucleaire)
- "bellouriel" (stratégique)
- "stlennek" (informatique – anv-gwan)
- "peursur" (sur et certain)
- "evnig" & "evnedigoù" (oisillon)
- "Bro-Alamagn" :
- "hêrez" (héritière)
- "treuzvankadenn" (virement bancaire)
- "kaozeüs" (affable, qui cause volontiers)
- "Spagnolez" (& -ed)
- "Degemeradenn"
- "Roudennad"
- "Damdeñvalijenn" (pénombre)
- "penn-kil-ha-troad" (de la tête aux pieds) [a zo e barzh geriadur RH]
- "telloù-kêr" (octroi – impôt) [a zo e barzh geriadur RH]
- "deoc'h-c'hwi"

evezhiadennoùigoù all :

- ar c'hemmadurioù GOU/OU (damheñvel ouzh GW/W) – sellout da skouer ouzh : "ar re ouiziek" ... n'int ket anavezet, kinniget e vez GOU/C'HOU, hogen n'eo ket atav se... hogen, n'ouzon ket resis pehini eo ar reolenn...
- bougenn (joue) a zo un daouad benel, a ro "divougenn" d'al liester, hervez Geriadur RH, padal, ADD a ginnig "divvougenn" ...
- ADD a anavez "dimezell-a-heul" met ket "dimezelled-a-heul"
- "goulou" zo degemeret gant ADD (kenkoulz ha "gouloù") met Geriadur RH ne ginnig nemet "gouloù" ...
- e-barzh Geriadur RH, ez eus 2 stumm : "prizonañ" ha "prizoniañ". Evidon-me, ne ran nemet gant an eil stumm : "prizoniañ", "prizoniet", "prizoniad" ... ADD, avat, n'anavez nemet ar stumm kentañ !

un draig ouzhpenn a blijo dit :

ur vi-koukoug zo e geriadur RH : "difaezh (indistinct)" eo skrivet e-lec'h "difraezh" : diwar an anv-gwan "fraezh" (clair, distinct). N'eus ket eus "difaezh", diouzh a ouzon betek-henn, e brezhoneg ; ne dalv tra ebet... "difraezh" am eus kavet e-barzh Tangi Kerviler, pezh a ziskouez splann eo ez-wir ur vi-koukoug !

Ha, da glozañ ganti penn-da-benn :

Pa reer "difaziañ dre ar munud" ar prenestr a zigor neuze a zo ennañ un dachenn "suggestions" ; hogen, ne vezer morse aliet, ADD ne ginnig tra ebet. Koulskoude em eus soñj e rae a-raok... me gred bepred, ... met marteze eo abalamour ez on atav dindan Millenium : poent bras eo din cheñch urzhiataer, hennezh a gosha !

Setu va evezhiadennoù evit an dro-mañ ; gant ma talvezint dit e mod pe vod,

Mil bennozh c'hoazh evit ar pezh ac'h eus graet evit ar brezhoneg... d'az trugarekaat, e kasan dit, a-raok an holl re all, "Tangi Kerviler" dindan WORD.


Trugarez, ha ken@+

Publié : lun. juil. 03, 2006 2:23 pm
par drouizig
Demat dit Tomaz,

Setu reizhet pe glokaet ADD gant an darn vrasañ eus da ginnigoù.

Pellgarg bremañ an aozadur nevez (2.6)... traoùigoù da reizhañ a chom gant an aozadur-mañ memestra...

Trugarez dit ur wech c'hoazh !!

Philippe