C'hwilervañ « Nenn Jani » gant Roparz Hemon

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

C'hwilervañ « Nenn Jani » gant Roparz Hemon

Message par Gweladenner-kozh » lun. janv. 03, 2005 10:47 am

E-pad ehanoù Nedeleg em eus bet tro da amprouiñ an difazier evit a sell ar reizhañ kevreadurezh. Mont a ra mat en-dro, nemet ar pezh a zo (un tammig) torr penn (un disterañ lakaomp) eo e ranker atav kregiñ adalek penn-kentañ holl an destenn... hag e oan o labourat war ul levr (Roparz Hemon " Nenn Jani ") 256 pajenn !! met dister a dra e gwirionez e-keñver an efedusted. Traoù all am eus gwelet... n'eo ket evit ar reizherez kevreadurezh (a zo digredus pegen efedus eo a lavaran adarre !), met kentoc'h evit ar reizhskrivañ :

* « fiñvskeudenndi » eo ar ger evit " sinema " ha n'eo ket " fiñskeudenndi " (ar pezh a ginnig ADD 2.2.1) : ur vi koukoug a zo er geriadur Roparzh Hemon, siwazh (an embannerien !!)... e-barzh al levr e kaver mat « fiñvskeudenndi » (ha n'eo ket "fiñskeudenndi")
* un dra all a zo a-dreuz : « beajour-kenwerzh » a RANKER skrivañ ; ha n'eo ket « beajour-genwerzh » (diouzh ADD 2.2.1)
* traoùigoù all zo marteze... lavarout a rin dit ma kavan.
Pa 'm o echuet gant Nenn Jani ('m eus bet diwar OCR hag emaon oc'h adlenn evit ar poent) e kasin dit ar restr : talvoudus eo forzh penaos, ha marteze e c'hallo talvezout dit evit amprouiñ da veziant dibar !!

Trugarez c'hoazh ha gourc'hemennoù dreist-holl evit ar pezh a rez evit ar brezhoneg.

Tomaz.

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. janv. 03, 2005 10:50 am

Tomaz,

Trugarez da reiñ ul lec'h mat evit korvoiñ an difazier ha diskouez ez eo talvoudus-tre da tud zo :) Reizhet em eus fiñvskeudenndi ha beajour-kenwerzh er geriadur an difazier.

Emaon o vont da reizhañ ivez ar pezh a gavez torr-penn (dont a ra en-dro an dielfenner e penn ar bajennad pa vez lañset an difaziañ en-dro).

Lakaet e vo an holl reizhadennoù-se er stumm o tont (2.2.2). N'em eus ket bet amzer a-walc'h evit labourat war stumm 3.0 (kinnigoù d'ar fazioù kevreadur) e-pad ar vakañsoù. N'eo ket start al labour met kemer a ra amzer ...

Trugarez da gas din an evezhiadennoù all mar adkavez anezho, ne resevan ket kalz a "feedback", prizus-tre eo evidon neuze,

Trugarez c'hoazh ha bloavezh mat 2005 !
Dernière édition par drouizig le mar. janv. 04, 2005 6:58 pm, édité 3 fois.

Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Message par Gweladenner-kozh » lun. janv. 03, 2005 12:03 pm

Ya, kompren a ran...

ar pezh a zo, pa vezen o labourat e soñjen : " setu ur faziig... mat e vefe lavaret se da Fulub " , ne gemeren ket ar boan d'o notenniñ siwazh... kentañ tro e rin, rak n'eo ket peurechu ma labour : war an adlenn emaon, ha graet em eus ur c'hard eus al levr nemetken. Forzh penaos, bez dinec'h rak n'am eus gwelet netra spontus... traoùigoù na oant ken !

* Un dra am eus merzet avat, met ret e vefe sellet ouzh ar reolenn resis kinniget e-barzh ar yuezhadurioù (hini Roparz Hemon pe hini Kervella) : ar reolenn kemmadurioù war-lerc'h an daouadoù gourel (evel daoulagad, daouskouarn, daoudroad...).

Hervez Per Denez ("geriadur glas" ha "Brezhoneg buan hag aes") e ranker lakaat an anv-gwan da gemmañ war o lerc'h : « daoulagad c'hlas... ».

Roparz Hemon avat ne rae ket ar c'hemmadur-se war a lennan e-barzh " Nenn Jani ".

Ouzhpenn, diouzh en deus lavaret Tangi Ar Menn din, n'eus nemet Per Denez a lavar kement-se... da wiriañ eo eta... Met forzh penaos n'eo ket gwall strikt !

Setu holl evit ar poent.
ken@+

Tomazig

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 4 invités