Page 1 sur 1

ADD 2.3.1

Publié : mer. févr. 02, 2005 9:23 am
par Gweladenner-kozh
Pellgarget em boa eta ha sterniet an difazier diouzh e stumm diwezhañ.
DISPAR eo !! krog on d'e arnodiñ dec'h da noz : gwellaet eo a galz !
Tro em bo moarvat da gas keloù dit peogwir on krog da eilskrivañ dindan word ul levr all gant Roparz Hemon : koshoc'h ha nebeutoc'h anavezet eget Nenn Jani : Kleier Eured. Labour zo me lâr dit met muioc'h a se on broudet d'en ober pa ne oa ket bet adembannet al levr-se abaoe 1943 (!!) ha pa welan an hini a zo ganin (emprestet digant Kreizenn Sevenadurel Roparz Hemon e Gwengamp) en ur stad truezus-spontus !!

Gourc'hemennoù dit.

A galon,
Tomaz