Page 1 sur 1

Evezhiadenn

Publié : ven. avr. 08, 2005 9:31 am
par Cédric
Mil rekouret e vezan bemdez gant ho tifazier. Ar gudenn nemeti am eus kavet eo hini ar gerioù a zo ur varennig-stagañ enne.

Ur Gatalanez, desket brezhoneg ganti a zo bet lakaet diaes hervez kont dre m'ho peus graet gant kod ar yezh-se. Ha ne vije ket furoc'h ober gant ur c'hod-yezh nebeut implijet ?

Trugarez vras deoc'h evit ho labour talvoudus meurbet,

Kenavo
Cédric

Publié : ven. avr. 08, 2005 9:32 am
par drouizig
Demat Cédric,

Trugarez evit hoc'h evezhiadennoù.

A-du on ganeoc'h n'eo ket reizh atav ar pezh a ginnig an difazier e-keñver ar gerioù liammet gant ur varrennig-stagañ... A-hend-all ez eus tud (evel Martial Ménard da skouer) ha n'implijont ket kalz ar varrennig-stagañ en o zestenn. Skrivañ a rafent "barrennig stagañ" da skouer...

Gwir eo n'oa ket ur choaj mat-kenañ kemer plas ar c'hatalaneg. Koulskoude n'em eus ket klevet kalz a dud o klemm diwar-benn an dra-se. Met e c'hellin cheñch keflukser an difazier ha kemer plas ur yezh all (ar Xhosa da skouer...).

Anavezout a rit mat ar Gatalanez-se ? Penaos ha pelec'h ho peus klevet komz eus an difazier ?

Philippe

Publié : ven. avr. 08, 2005 9:33 am
par Cédric
Demat dit adarre,

N'em eus ket soñj penaos e oan en em gavet war ho lec'hienn. Heuliet em boa ul liamm moarvat. Roet em eus ho chomlec'h d'am holl liseidi ha goulennet em eus outo ober gant ho tifazier araok reiñ testennoù din.

Ma c'hellan sikour ganeoc'h, kasit keloù.
Ken ar c'hentañ
Cédric