Page 1 sur 1

prenestr pop up ?

Publié : mar. avr. 12, 2005 9:22 pm
par eric
Trugarez deoc'h c'hwi, Kad, evit ho labour.
Anaoudegezh am eus graet gant ho labour dra al lec'hienn KERVARKER.
Ur gudenn am eus memes tra :
Da gentañ, pa am boa lakaet ho meziant , e oa un daolenn hag a zeue pa am boa digoret un destenn *.doc. An daolenn-mañ a ginnige din traoù evel displegadur hag all, tri dra a oa kinniget.
Bremañ ez a en dro an difazier med ne welan ket mui an daolennig . Penaos eta adkavout anezhi ?
Labourat a ran gant windows Me.
Va lec'hienn http://perso.wanadoo.fr/sed_lex/

Publié : mer. avr. 13, 2005 6:53 am
par drouizig
Demat deoc'h Eric,

Da gentañ tout, staliit ADD 2.3.1 ma n'ho peus graet anezhañ endeo.

Grit ur c'hlik dehou war tachad ar barrennoù-ostilhoù hag al lañserioù (da skouer war-lerc'h an elfennoù "Fenêtre" "?" ). Neuze e c'hellot diuz pe diziuz ar varrenn zibaboù « Korvigelloù An Drouizig »...

Philippe

PRENESTR POP UP

Publié : mer. avr. 13, 2005 4:58 pm
par eric
TRUGAREZ DEOC'H C'HWI, mont a ra mat endro. Ur mailh war ar vicher oc'h.



:lol: