Page 1 sur 1

Evezhiadennoù diwar-benn ADD 2.4

Publié : mar. août 23, 2005 6:44 pm
par Gweladenner-kozh
Salud deoc'h
pellkarget em eus ADD 2.4 : dispar !
setu daou ginnig, lakaomp : daou c'her (un tammig "arnevez" marteze) a gavan souezhus ne vefent ket anavezet gant ADD 2.4 :
- dodenn(où) // evit tem(où)
- kevellenn(où) // evit danevell(où) lennegel
netra ez-wir...
a-hend-all, merzet em boa war ADD 2.3.3, pa gased en-dro ar gwirier kevreadur, un draig bennak a-dreuz... Me zo war "Millenium", marteze eo se ! ... neuze, pa implijen ar gwirier kevreadur, ha pa 'z aen, er ser-se, war Word (evit difaziañ un dra bennak, lakaomp) e chome goude, kuzhet ar gwirier kevreadur a-dreñv Word, ha tu ebet d'e lakaat da zont en dro war-wel ouzh ar skramm, dirak Word, da-c'houde... gwelout a rez pezh a lavaran... spi am eus 'lato ! skriv din en-dro a-hend-all...
Ken@+
Tomaz

Publié : mer. août 24, 2005 5:20 pm
par drouizig
Demat dit Tomaz,
Klokaet em eus geriadur arnevez ADD gant 1000 pennger nevez (dodenn ha kevellenn 'zo e-barzh). Prest eo stumm 2.5 an difazier !

Anavezout a ran ar gudenn gant ar voest az a a-dreñv MS Word. Klask a rin reizhañ an dra-se diwezhatoc'h,

Trugarez c'hoazh gant da evezhiadennoù,
Philippe