Evezhiadennoùigoù evit reiñ an dorn d'hon Drouizig...

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
kalon plouha
Messages : 4
Inscription : mer. mai 11, 2005 10:13 am

Evezhiadennoùigoù evit reiñ an dorn d'hon Drouizig...

Message par kalon plouha »

Salud dit Fulub,

Setu ar roll evezhiadennoùigoù am boa notennet evit reiñ an dorn dit da beurwelaat An Drouizig Difazier :
Marteze ec'h eus reizhet endeo ul lodenn anezho abaoe... dit da welout e kasan anezho dit memestra :
- (Ma-unan, va-unan ; da-unan ; e-unan ; he-unan, hec'h-unan)
- hon-daou ; hon-tri ; hor-pevar... hag all...
- ho-taou ; ho-tri ; ho-pevar...
- (o-daou ; o-zri ; o-fevar) ; o-femp...
Ar verboù a vez kavet alies, dreist-holl e Gwalarn Breizh, gant kontammadurioù diabarzh ; evel :
- Livirit (lavarit)
- Leverer (lavarer)
- leveret (lavaret)
- giri (gari) ha kiri (kari)
- ... (hir e vefe renabliñ anezho ; n'ouzon ket hag eo bet graet biskoazh : Lukian Kergoat marteze a ouife ar reolenn... ma'z eus unan !)
Ha gerioù all :
- eiladenn
- melen-aour
- kadoriadez (lavaret endeo dit emberr)
- kornandonez (ivez...)
- gavr-houarn
- goustatañ (derez-uhelañ an adverb goustad)
- penn-kil-ha-troad
- an anv den : Laenneg

Setu va evezhiadennoù betek-henn. Spi am eus e ri da vat anezho.

Trugarez evit pep tra, ul labour dispar a rez.

Ken@+
Tomaz
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Demat dit Tomaz,

trugarez dit ur wech c'hoazh evit an evezhiadennoù-mañ.

- Klokaet em eus ar geriadur niverel gant lod a c'herioù meneget ganit.
- Reizhet eo bet ivez gant ar stad nevez (mssp3br_03.msi) kudennoù arvarus a c'hoarveze gant an dielfenner yezhadurel

Philippe
Répondre