An Drouizig nevez

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
kalon plouha
Messages : 4
Inscription : mer. mai 11, 2005 10:13 am

An Drouizig nevez

Message par kalon plouha »

Salud dit Fulub,

O paouez pellgargañ ar stumm 12 eus ADD. Mont a ra war-raok atav !
Lennet em boa, tu bennak, e lavarez ned ae ket en-dro ADD gant Office 2007 dindan XP (me gred...) : iskis e kavan rak evel-se emaon war un urzhiataer din, ha n'em eus bet kudenn ebet...

Dec'h, gant ADD 11 e oan bet souezhet pa ne anaveze ket ADD ar ger "allergek" (a zo e-barzh geriadur An Here koulskoude)...
Forzh penaos, notennet em eus se e-barzh ar restr "amprouadoù" a gasin dit, klokaet, abred pe ziwezhat...

Trugarez c'hoazh evit da labour aketus,
Ken@+
Tomaz
Répondre