Page 1 sur 1

Penaos pellgargañ ?

Publié : sam. sept. 24, 2005 2:41 pm
par thule
peseurt mod pellgargañ an difazier mod nevez ? Aelad on dija ha n'me ues let komprenet ar mod d'ober ...

Publié : sam. sept. 24, 2005 3:33 pm
par drouizig
Demat dit Eric,

Gwir eo n'eo ket gwall aes, dav eo dit mont amañ :

http://www.drouizig.org/phpBB2/profile. ... ndpassword

Displeget eo war pajenn an difazier, pennad « pellgargañ ».

Kenavo,
Philippe

Publié : lun. oct. 17, 2005 10:29 am
par Kristen
Ne gomprenan ket me kennebeut... Meur a wech 'meus klasket cheñch ger-tremen, ha bewech ez eo bet kaset din unan nevez, met n'em eus ket kavet pelec'h e oa skrivet chomlec'h ar restr evit gellout pellgargañ an difazier...
Sur a-walc'h ez eo aes d'ober, met ne gavan ket... :(
A galon, Kristen.

Publié : lun. oct. 17, 2005 10:54 am
par drouizig
Kristen,

Setu ar postelad a resevan pa glaskan kemmañ ma ger-tremen:
Petra a resevez-te ?

Philippe


Demat deoc'h drouizig

Kaset 'zo bet ar postel-se deoc'h peogwir ho peus goulennet kemm ho ker-tremen war Korvigelloù An Drouizig ha kas unan nevez deoc'h. Ma n'ho peus goulennet netra hag eo bet savet ar goulenn gant un den hag a lak da grediñ eo c'hwi, na daolit ket pled ouzh ar gemennadenn-mañ. Kit e-darempred gant merour ar forum ma vez kaset ingal ar bostel-se deoc'h.

Evit impijout ho ker-tremen nevez eo ret deoc'h enaouiñ anezhañ. Klikit amañ-dindan evit hen ober :

http://www.drouizig.org/XXX

Ma'z hoc'h deuet a-benn e c'halloc'h kennaskañ gant ar ger-tremen nevez-mañ :

Ger-tremen: XXX

Evel just e c'hellit ivez kemm ar ger-tremen-se ho-unan o tremen dre ho aelad. Kit e-darempred gant merour ar forum ma sav kudennoù.

----------------------------
Tachad pellgargañ
----------------------------
An Drouizig Difazier 2.x http://www.drouizig.org/XXX
Mozilla Firefox 1.0.x http://www.drouizig.org/XXX
Mozilla Thunderbird 1.0.x http://www.drouizig.org/XXX
OpenOffice.org 1.1.4 http://www.drouizig.org/XXX
OpenOffice.org 2.0 http://www.drouizig.org/XXX

Publié : lun. oct. 17, 2005 11:24 am
par Kristen
Setu ar pezh a resevan :



Hello Kristen

You are receiving this email because you have (or someone pretending to
be you has) requested a new password be sent for your account on
Korvigelloù An Drouizig. If you did not request this email then please ignore
it, if you keep receiving it please contact the board administrator.

To use the new password you need to activate it. To do this click the
link provided below.

http://www.drouizig.org/phpBB2/profile. ... key=77aef8

If sucessful you will be able to login using the following password:

Password: xxx

You can of course change this password yourself via the profile page.
If you have any difficulties please contact the board administrator.




A galon, Kristen.

Publié : lun. oct. 17, 2005 12:16 pm
par drouizig
Kompren a ran, p'oa bet krouet da gont az poa diuzet 'English' evel yezh dre ziouer eus an etrefas...
Kemmet em eus an dra-se : lakaet em eus 'Breton' e-lec'h ha bremañ e c'hellez klask kemmañ da c'her-tremen en-dro...

Philippe

Publié : lun. oct. 17, 2005 1:55 pm
par Kristen
Dispar ! Mont a ra mat-tre en-dro bremañ !
Trugarez, Kristen.

Publié : mer. mars 22, 2006 6:06 pm
par faber
Evit gwir... ne gavan ket sklaer tre an doare d'ober evit dont a-benn pellkargañ ar meziant.. Ur gwir torr-penn, ha c'hoazh on boaz d'ober gant an urzhiataer... :?
N'on ket evit ijin pet den a zo bet digalonekaet en ur glask pellkargañ, ha pet anezho o deus kavet gwelloc'h chom hep pellkargañ a-benn ar fin.. (anavezout a ran tud zo).

Beulk eo, pas soñjer ken dreist eo ho labour hag ho lec'hienn mod all... :wink:

Publié : mer. mars 22, 2006 7:16 pm
par drouizig
Demat dit Faber,

Siwazh n'em eus ket graet ma soñj da cheñch an dra-se evit poent. Evit ar re o deus kudennoù evit kaout an tachad pellgargañ eo atav posupl kas ur postel da drouizig@drouizig.org. Koust a ra kopek ebet !

Kenavo,
Philippe

Publié : jeu. mars 23, 2006 2:45 pm
par faber
drouizig a écrit :Demat dit Faber,

Siwazh n'em eus ket graet ma soñj da cheñch an dra-se evit poent. Evit ar re o deus kudennoù evit kaout an tachad pellgargañ eo atav posupl kas ur postel da drouizig@drouizig.org. Koust a ra kopek ebet !

Kenavo,
Philippe
Hello..
Marteze eo bet spisaet ha displeget en un tu bennaket dija... hogen perak e c'heller pellakargañ meziantoù zo eeun, hag eo ret tremen dre ar forom evit pellkargañ reoù all ?

Un abeg resis a zo ?

(N'eo ket evit abegiñ e savan seurt goulennoù hañ ! :wink: )