Page 1 sur 1

Mat an traoù

Publié : lun. juil. 21, 2008 11:48 am
par Lukaz
Demat deoc'h holl,

Pellgarget em eus an difazier, mont a ra mat an traoù gantañ, ne'm eus bet kudenn ebet (Windows Vista gant Word hag Excel 2007). Ne blij ket dezhañ ar barrennigoù-stagañ !

Publié : lun. juil. 21, 2008 1:05 pm
par drouizig
Demat Lukaz,

>> Ne blij ket dezhañ ar barrennigoù-stagañ !

Da laret eo ? ur skouer ho peus ?

Klasket ho peus ober gant an dibab "Gwiriañ pep ger liammet dre ar varrennig-stagañ" ?

Trug,
Philippe