Page 1 sur 1

Setu me en-dro!

Publié : mar. oct. 14, 2008 8:04 pm
par Claire
"muzulmanez(ed) " a vank gant ho program !!

Kenavezo,
Claire

Publié : mer. oct. 15, 2008 4:19 pm
par drouizig
Demat dit Claire,
Gant ar SP4 eo anavezet muzulmanez(ed) ha muzulmadez(ed)
trug,
kenavo
Philippe

Re: Setu me en-dro!

Publié : lun. nov. 17, 2008 3:15 pm
par Claire
Ha setu unan all ha n'eo ket anavezet : dudiamant(où) !!
Claire
PS: trugarez c'hoazh da vezañ krouet an difazier-se, servijout a ra kalz din da zuañ pajennoù gant an urzhiataer!

Re: Setu me en-dro!

Publié : mar. nov. 25, 2008 8:33 pm
par drouizig
Mersi dit Claire ur wech c’hoazh, evel Tomaz ha Mireille e korvoez an difazier war ar bemdez war ar seblant... dreist eo.

Gant ar savadenn nevez mssp3br_m20.msi eo anavezet "dudiamant -où".

Ur bern gerioù nevez a-rall a zo deuet da glokaat geriadur niverel an difazier war un dro, an darn vrasañ anezho a zeu eus ar gelaouenn Aber, renet gant Pierrette Kermoal.

Reizhet eo bet ivez displegadur ar verboù e -iañ a heuilh un displegadur reizh (evel kiañ, mestroniañ, aliañ... a zo verboù e -añ evit gwir). Reizhet eo bet ivez displegadur ar verb « gouzout » a zo bet cheñchet etre geriadur RH/RH ha geriadur An Here (ha yezhadur Chalm ivez !).

Kas keloù deomp,
Ken ar c’hentañ !
Philippe

Re: Setu me en-dro!

Publié : mer. nov. 26, 2008 2:22 pm
par Claire
dreist!

Lakaet em boa a-gostez an daou c'her "kevniantez(ed)" ha "bonreizhañ" ha n'int ket anavezet keneubeut gant an Drouizig difazier... Ha me zo sur e vint degemeret ganeoc'h en amzer da zont...

Mersi deoc'h,
Claire

Re: Setu me en-dro!

Publié : dim. nov. 30, 2008 9:27 am
par drouizig
Lakaet eo bet ar stummoù-se e-barzh mssp3br_m21.msi (gant « keneilez-ed » ivez... evel az poa remerket e vanke ar ger benel-se ivez).

Philippe