Page 1 sur 1

An drouizig Difazier da bellgargañ

Publié : mar. oct. 11, 2005 10:16 am
par Pascal Trichet
Me a fell din kaout ar veziant "An Drouizig Difazier" hogen ur goulenn am eus? E c'hell arc'hwelan ar veziant se gant Open Office Org ivez pe gant Word nemet ? kudenn 'm eus gant ar gwirian reizhskrivan (e brezhoneg), n'hellan ket e arveran ! (marteze n'eus ket c'hoazh a geriadur brezhonek barzh ho stlennvon?)

Trugarez en araok evit ho prim respont!

Pascal Trichet

Publié : mar. oct. 11, 2005 11:37 am
par drouizig
Demat Paskal,

Ho tigareziñ a ran met n'eo ket sklaer ganeoc'h m'ho peus kudennoù dindan MS Word pe dindan OpenOffice hepken ?

Emaon o soñj lakaat an difazier da vont en-dro dindan OpenOffice evel just. Ne vo ket hir-tre a-raok ma vez posubl e bellgargañ met n'hallan ket bezañ sur e vo ken galloudek hag hini MS Word... MS Word hag OpenOffice a zo daou veziant disheñvel-tre unan d'egile ha lakaat an traoù da genglotañ etre an daou n'eo ket eeun atav.

C'hoariet ho peus gant OpenOffice 2.0 e brezhoneg ? Petra 'soñjit diwar e benn ? Dastum a ran evezhiadennoù a-berzh an arveridi kentañ...

Trugarez,
Philippe

gwirian ar reizhskrivadur gerioù e testennoù

Publié : mar. oct. 11, 2005 12:21 pm
par Pascal Trichet
Mersi Philippe evit da respont hegarat!

Ar gudenn gant an difazier a zo: ne c'hall ket arc'hwelan gant va handelv MS WORD rak e ran gant un hini e galleg (va gwreg ne ra ket gant ar brezhoneg, siwazh!) gwell eo vez mard e stalier ar veziant difazier war
O.O.org.

Me a gav Open Office Org dreist hogen peur nevez evidon! dav eo din en em gourdonan war an ostilh-se, un tammik!

Ken tuchant!

Pascal

Publié : mar. oct. 11, 2005 12:34 pm
par drouizig
> Ar gudenn gant an difazier a zo: ne c'hall ket arc'hwelan gant va handelv MS WORD rak e ran gant un hini e galleg

Paskal,

N'eus kudenn ebet, gallout a reer labourat ("arverañ") gant meur a yezh en un teul.
Evit an dra-se ez eo dav diuz ur rannbennad bennak da gentañ (pe ur ger hepken m'ho peus c'hoant) ha seveniñ ar yezh da c'houde-se (Outils-> Langue -> Langue ... Breton da skouer) war ar rannbennad (pe ar ger) diuzet.

Kenavo,
Philippe