Page 1 sur 1

Mat ar jeu ?

Publié : lun. déc. 20, 2004 10:40 am
par Gweladenner-kozh
Ar c'hlavier C'HWERTY, ur mennozh deuet da vezañ tra wir a-drugarez deoc'h evit brasañ plijadur kement brezhoneger a bled gant amzer da zont e yezh.
N'eus ket pell zo e ran gant ar c'hlavier-se el labour. Ar pezh a zo, eo distabil ganin, pe ne ran ket mat gantañ marteze. Pa vezan o vizskrivañ un dra bennak, a-greiz holl en em lak e-unan da ober evel ma vefe ur c'hlavier AZERTY, hep gouzout din abalamour da betra. Da lâret eo, a-benn neuze, o pouezañ war ar stokell "C'h" e verkan al lizherenn "A" em skrid (ha ned eo ket "C'h"), o skeiñ war an douchenn "z" e verkan al lizherenn "w" ...

Veig

Publié : lun. déc. 20, 2004 10:42 am
par drouizig
Herve,

Da me soñj eo bet lakaet en-dro al levier klavier AZERTY dre fazi ... pe ket (?). Ret eo deoc'h gwiriañ an dra-se er « Panneau de Contrôle/Paramètres Régionaux pe Linguistiques ». Un afer logisiel eo a-dra sur, gant peseurt reizhiad Windows a rit ?

Philippe

Publié : lun. déc. 20, 2004 10:52 am
par Gweladenner-kozh
Philippe.
Ober a ran gant ar reizhiad Windows XP. Evel ma kinnigez din ez in da welet er rann anvet "Paramètre Régionaux pe Linguistiques" a pezh a zo tremenet. Trugarez dit diantav ha kêno.
Veig
GS : pellgarget em eus Firefox stumm 1.0 a-ziwar da lec'hienn ivez. Eus ar c'hentañ eo ! Gourc'hemennoù dit evit ar servij a rentez da Yann Vrezhoneger.