Page 1 sur 1

Bistrag PS2 <=> USB

Publié : ven. mai 12, 2006 8:33 am
par drouizig
A-berzh Fulup T.

Mont a ra ? Klask a ran staliañ en-dro ma c'hlavier C'hwerty war ma urzhiataer nevez. Ne zeuan ket a-benn. Ront eo lugell ar c'hlavier hag hirgarezennek afell an unvez kreiz. Ha gouzout a rez penaos ober ? Ya, sur a-walc'h. Trugarez evit da skoazell. Kentañ tro.

Fulup

Publié : ven. mai 12, 2006 8:35 am
par drouizig
Demat dit Fulup,

Ya... ret e vo dit prenañ ur bistrag evit lugañ ar c'hlavier (a ra gant ul lugell PS2) ha da urzhiataer (a ra gant USB hepken bremañ).
Ne goust ket ker koulskoude, war dro 5eur mar ne fazian ket...
cf. http://cgi.ebay.fr/Convertisseur-PS2-PS ... dZViewItem
Diwall memestra, marc'hadourien 'zo a werzh anezhañ kalz keroc'h ganto...

A galon,
Philippe