Daou c'houlenn

Evit kaozeal diwar-benn ar c'hlavier C'HWERTY
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Daou c'houlenn

Message par Gweladenner-kozh » lun. déc. 20, 2004 11:39 am

Ker Drouizig,

Daou c'houlenn hepken a-zivout ar c'hlavier : pa vez prennet ar pennlizherennoù, hag e vez roet ivez "É", da skouer, pe e vez roet ar sifr a-us ? Penaos e vez dibabet al lizherennoù gresianeg pe ar "Ç", da skouer (en nec'h a-zehoù) ? Trugarez en a-raok,

David ar Rouz

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. déc. 20, 2004 11:44 am

Demat David,

Ret eo ober "AltGr+Ž Shift+E" evit tapout an É (evel ma vez graet an ñ pe an Ò war an AZERTY). Memestra gant á í ó ú evit ar yezhoù latinek.

Evit an arouezennoù gresianeg :

alpha = AltGr+Shift+a
beta = AltGr+Shift+b

Evit ar Ç, AltGr+Shift+ç

h.a. h.a.

Displeget eo pep tra war ur folennad-baber roet gant ar c'hlavier evel just,

Kenavo deoc'h,
Philippe
Dernière édition par drouizig le lun. déc. 20, 2004 11:53 am, édité 1 fois.

Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Message par Gweladenner-kozh » lun. déc. 20, 2004 11:46 am

Trugarez evit ho respont.

Domaj eo e vefe an hevelep techoù gant ho klavier eget hini ar PC. Aesoc'h eo, war a seblant, gant klavieroù Mac, a ro tu da gaout ar pennlizherennoù war-eeun, ar pezh a zo fin, dreist-holl pa vez ur c'hlavier niverel e-kichen... Ne sinifi ket neoazh ne brenin ket unan dizale, rak d'an nebeutañ emañ an arouez Ž warnañ pa n'emañ ket war ma hini :-). Sellet em eus ouzh ho klavier a-dostoc'h ha keñveriet ouzh ar c'hlavier a vez kavet e Bro-Spagn hag ouzh klavieroù Bro-Frañs. War a seblant e c'heller kavout klavieroù "Azerty" na ro ket ar sifroù pa vez prennet ar pennlizherennoù. War an urzhiataerioù Mac e c'heller dibab etre an daou, a-drugarez d'al levier ma 'm eus komprenet mat. Ha ne vefe ket posubl kemm al levier a za gant ho klavier evit reiñ tu deomp da zibab ? Rak ouzhpenn an niver a voutonioù a vez ret implijout evit kaout an É, È, À pe Ç, da skouer, e kavan torr-penn-tre, pa faot din bizskrivañ gant pennlizherennoù, bout rediet da zibrennañ ar pennlizherennoù a-raok bizskrivañ ar sinoù ", ', (, -, ) a vez implijet stank memestra. Ha dreist-holl pa vez ur c'hlavier niverel e-kichen...

Trugarez en a-raok evit ho respont d'am goulenn.

David.

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. déc. 20, 2004 11:48 am

David,

Gwir eo e vefe tu da sevel ul levier ispisial a rofe É È Ç À end-eeun pa vez pouezet war an touchennoù Pennlizherenn+é h.a.


Gallout a rafe ivez lakaat Ù Œ Æ e-lec'h ar sifrennoù all, ... met ne gredan ket e c'hellfe kavout kalz a dud dedennet gant seurt aozadur rak ne skriver ket un destenn e pennlizherennoù penn-da-benn alies-tre ? (Me ne ra ket forzh penaos ...).

Mod all e posubl ivez implijout an embanner testenn evit cheñch al lizherennoù en un taol (d.sk. dindan Word, diuzit Format->Modifier la casse) ...

Kenavo,
Philippe

Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Message par Gweladenner-kozh » lun. déc. 20, 2004 11:50 am

Philippe ker,

> sevel ul levier ispisial a rofe É È Ç À end-eeun pa vez pouezet war an touchennoù Pennlizherenn+é h.a.
Diaes eo d'ober ? Ur yezh ispisial a vez implijet evit al levierien ?

> Gallout a rafe ivez lakaat Ù O Æ e-lec'h ar sifrennoù all
"Ù" a vez lakaet dija gant ar memes touchenn e pennlizherenn, ma ne fazian ket.

> ne gredan ket e vefe kalz a dud dedennet gant seurt aozadur rak ne skriver ket un destenn e pennlizherennoù penn-da-benn alies-tre ?
Gwir, met dont a ran alies a-walc'h da skrivañ titloù da skouer e pennlizherennoù... Er fin, poent eo moarvat e tisklêrfen perak ez eo ken pouezus din ! Troer on hag an urzhiataer zo neuze ma benveg labour, a labouran gantañ a-hed an devezhioù, ha peurvuiañ evit bizskrivañ testennoù pe troidigezhioù. C'hoarvezout a ra alies a-walc'h eta e vefe tammoù a destennoù, a-wechoù muioc'h eget an titloù, skrivet e pennlizherennoù ha dav din doujañ d'an dra-se, ne vern pegen divalav e kavan an testenn e-giz-se ! Atav em eus kavet torr-penn ar kempennadur boas gant klavieroù ar PC (dreist-holl adalek ma oa bet lâret din e oa disheñvel an traoù gant Mac marse :-) ).

> posubl ivez implijout an embanner testenn evit cheñch al lizherennoù en un taol (d.sk. dindan Word, diuzit Format->Modifier la casse) ...
Ar wirionez zo ganeoc'h. Anavezout a ran an doare-se ivez.

Bon, forzh penaos eo ho klavier an hini a zegasfe ar muiañ a aesamanchoù din hep ma rediañ da gemm kalz ma boazioù. Ha kalz aesoc'h e vo din skrivañ an holl yezhoù a anavezan. (Ar sin nemetañ na 'm eus ket gwelet war ho klavier a zo ar "·", a vez implijet el lizher "l·l" e katalaneg... Ober a rin evel bremañ : ur macro 'ba' Word !) Mont a rin moarvat da Wened disadorn da noz. Hag e c'hellfen tremen evit prenañ unan ? Betek ped eur ?

Trugarez c'hoazh,
David.

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. déc. 20, 2004 11:52 am

> Ar sin nemetañ na 'm eus ket gwelet war ho klavier a zo ar "·", a vez implijet el lizher "l·l" e katalaneg... Ober a rin evel bremañ : ur macro 'ba' Word !

Meret eo memestra gant ar c'hlavier, ret eo ober AltGr+· l => l·

Kenavo,
Philippe

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 1 invité