Page 1 sur 1

Roudoù ar c'hlavier C'hwerty da lemel

Publié : ven. nov. 30, 2007 2:29 pm
par Herve G
Salud deoc'h.
Ranket em eus distaliañ ar c'hlavier c'hwerty diwar un urzhiataer kozh (W98) :( a-benn adlakaat en e blas ar c'hlavier orin, a zo Azerty anezhañ.
Pezh a zo eo pa pouezañ war an douchenn A (C'H a-raok) e verk al lizherenn a'h em skrid. Ha pa skoan war an douchenn ? e teu ?h war-wel neuze. Moarvat e chom un dra bennaket da zistaliañ ganin, met petra eo, pelec'h kavout anezhañ ?
Mersi bras.
:)

Publié : ven. nov. 30, 2007 2:50 pm
par drouizig
Demat Herve,
ya ret e vo dit lemel kuit al liamm "Klavier ..." a zo e Demarrer->Programmes->Demarrage
kas kelou din,
trug,
Philippe

Publié : ven. nov. 30, 2007 3:14 pm
par Herve G
Mat eo Fulup. Kavet em eus ar mod d'en em zizober eus eus ar roudoù a chome. Dre ma ne oa seurt el lec'h "Demarrer->Programmes->Demarrage" eo deuet ar soñj din digeriñ ar rann anvet "Utilitaire de configuration système" (urzhiad "Executer", msconfig + OK) ha diaskañ ar linenn gouestlet d'ar C'hlavier KaD. Diwar-neuze e teue prop bep al lizherenn...
Mersi ha chañs vat.
Herve

Publié : ven. nov. 30, 2007 3:20 pm
par drouizig
ok fiskal.
n'anavezen ket msconfig.
lanset 'm eus anehzan war XP ha talvoudek eo war ar seblant... gwir eo :)
a+
Philippe