Page 1 sur 1

Levier evit XP ?

Publié : mar. janv. 22, 2008 6:36 pm
par drouizig
Demat deoc'h,

Skrivañ a ran deoc'h a-berzh Skol Ober (kentelioù brezhoneg dre lizher) e Lannuon.
Prenet hon eus diganeoc'h ur c'hlavier c'hwerty, un nebeut bloavezhioù zo e-pad gouel ar brezhoneg e Karaez.
Staliet e oa bet war hon urzhiataer hag e kerzhe hep kudenn ebet. Ar sizhun paseet hon eus cheñchet urzhiataer ha n'eo ket ken staliet bremañ.
Siwazh n'hon eus ket ken eus ar meziant evit staliañ anezhañ en-dro. Renket eo bet en un doare re vat en ul lec'h bennak ha ne gavomp ket ken anezhañ!
Klasket em eus staliañ anezhañ gant ar meziant a oa staliet en urzhiataer kozh (evit Windows 98-Me), met ne gerzh ket gant ar Windows nevez hon eus (Windows XP).
Daoust hag-eñ ho pefe un diskoulm bennak da reiñ deomp, en ur c'hortoz adkavout ar meziant?

Trugarez deoc'h en araok evit ho respont.

Evit Skol Ober
Cecilia Pierson

Publié : mar. janv. 22, 2008 6:38 pm
par drouizig
Demat deoc'h Cecilia,

Plijus eo kaout keloù atav. Kaset em deoc'h dre bostel prevez al levier evit Windows 2000 / XP ha Vista.

Ur wech staliet e vo ret deoc'h mont d'ar "panel merañ" (Panneau de
Configuration):
- Options régionales et linguistiques
- Onglet "Langue"
- Boutton "Détails"

Boutton "Ajouter..."
* Langue d'entrée : English UK pe Français (France)
* Configuration Clavier/IME: Brezhoneg (K.A.D.)

Setu, kasit keloù din,
Philippe

Publié : mar. janv. 22, 2008 6:38 pm
par drouizig
Trugarez vras deoc'h evit ho skoazell. Staliet em eus ar c'hlavier evel m'hoc'h
eus lavaret din hag e kerzh mat bremañ. Kontant on da c'hellout ebarzhiñ
testennoù buan a-nevez, ken boazet ma oan gant ar "c'hwerty"!
Kenavo.

Cecilia