Page 1 sur 1

Geriaoueg: bloquer les pop-up, les publicités

Publié : mer. déc. 22, 2004 12:06 am
par Gwenael
Penaos treiñ "bloquer les pop-up"? "Bloquer les publicités"?
Evit troidigezh ar merdeer Avant Browser e c'houlennan an traoù-se.
Ho trugarekaat. :)

Publié : mer. déc. 22, 2004 6:15 am
par drouizig
Gwenael,

Dibabet em boa « Harpañ ar prenestroù-strinkañ/bruderezh » (pe ar « pop-up ») pe « Lakaat harp war ar prenestroù-strinkañ/bruderezh » ?

Philippe

Publié : mer. déc. 22, 2004 9:33 pm
par Gwenael
Trugarez Philippe. Sevel ur ger diwar "strink" pe "tarzh" a c'heller ivez. Strinkembannoù? Tarzhembannoù pe embannoù-tarzh evit pop-up?

Publié : lun. déc. 27, 2004 12:58 pm
par Fulup
Diwallit, ar ger tarzh zo en implij war dachenn an urzhiataerezh dija evit envel ar "source"; da skouer en droienn restroù tarzh. Ne gavan ket dispar ober gant harpañ kennebeut evit mirout ouzh traoù zo da zont war wel. Liesteriek eo ar ger-se. Harpañ a dalvez skoazellañ ivez. Gwelloc'h eo ober atav gant gerioù unsteriek pe splann pa vez tu. Kinnig a ran ober gant herzel kentoc'h.