Page 1 sur 1

Staliañ un enrollerez CDR (glg. graveur)

Publié : mer. juin 07, 2006 10:37 pm
par Gwenael
Piv a vefe gouest da zisplegañ din gant gerioù aes penaos ober gant seurt ardivink ur wech staliet e plas al lennerez CD? Daoust ha ret eo ober gant ur meziant? Pehini? Erfin lavarit din petra a ouezoc'h diwar-benn an ardivink-se, me ho ped.
Ho trugarekaat.

Publié : sam. juin 10, 2006 10:34 pm
par Giulia
N'on ket gwall varrek war seurt traoù, met aet out da welet e-barzh "Ajout/suppression de matériel" ? Sanset ez eus ur skoazeller evit staliañ an dafar nevez.