Page 1 sur 1

Penaos lakaat ur c'honter gweladennerion war ul lec'hienn

Publié : mar. juil. 19, 2005 10:47 am
par Gwilhmod
"scriptoù" evit netra a vez kavet war ar oueb hogen n'ouzon ket penaos e vez graet evit o lakaat da dalvezout evit va lec'hienn. Piv am sikouro ?

setu anv al lec'hienn a ran war he zro : http://kannadig.chez.tiscali.fr/
Labourat a ran gant publisher (skridaozerezh) hag FTP (pellgargerezh)
a wir galon
Tepod Gwilhmod

Publié : sam. juil. 23, 2005 4:49 pm
par drouizig
Demat deoc'h Tepod,

Evit ober an dra-se eo dav en em enrollañ da gentañ war ul lec'hienn a ginnig ar servij-se (hemañ http://www.statcounter.com a zo dispar ha digoust).
Un tamm kod HTML a vo ret lakaat e diaz ho pajennad(où) Internet evit ma vez jedet ar gweladennoù.
Ret eo aozañ ar pajennadoù dindan o stumm HTML (= tarzh ar pajennadoù).

Philippe