Lansadenn Brenux

Evit kaozeal diwar zanvezioù all a-bep seurt (lec'hienn An Drouizig, geriaoueg ar stlenneg, h.a.)
Gwennin
Messages : 13
Inscription : sam. janv. 20, 2007 1:10 am
Localisation : Pederneg/karaez

Lansadenn Brenux

Message par Gwennin » mar. sept. 25, 2007 6:05 pm

setu e on von da lansañ ur gevredigezh anvezet Brenux war ar meziantoù Frank kas a rin kemenadenn où da gelaouiñ
Gwennin

Edit: setu amzer em eus da displegañ ha digarezit evit ma damgemenadenn roet a us.
C'hoant em bije ober ha krouiñ ur gevredigezh (Brenux evel ma lavarenn pe kentoc'h breizh-linux) hag strollfe pep gevredigezh o embanniñ Linux en Breizh. Ma displeg a ran: evel m'ho peus sur awalac'h merzet e vez meur a raktres disheñvel pe heñvel e Breizh...
Pal Brenux a vije da strollañ pep gevredigezh evit ma vije, dre lieskemenadennoù, ur raktres nemet ken (evit ar rakresoù heñvel strollañ anezho) hag a vije tremenet kemen a amzer d'e brientiñ ha donnet e vije e berzhioù.
Gellet a refer soñjal e vije troet war ar Brezhoneg hag ar brezhonegerien dre a c'hemenadenn-mañ ha dre an anv met Breizh a vez laret Bretagne e galleg ha Bertaèyn e gallaoueg ar pezh a grog gant BRE- (disurzhiet pe get evit ar gallaoueg). Neuze e gemerfe Brenux perzh e Breizh a-bezh.


Ma unan on er mare-mañ, dre ma on o lañsañ nemet ken. ma vije tud dedenet ha tud dedenet hag a anavezit grit keloù din. Keit em eus klask ne gavan den hag an dud a soñjen dedenet n'int ket pe ne c'hellont ket dre fed a amzer.

Trugarez
Gwennin

Gwennin
Messages : 13
Inscription : sam. janv. 20, 2007 1:10 am
Localisation : Pederneg/karaez

Message par Gwennin » dim. oct. 07, 2007 6:29 pm

den ebet en deus a sonj???

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. oct. 08, 2007 11:55 am

Demat dit Gwennin,

Eus hon tu e lâran en dro e c'hell ar gumuniezh adimplijañ hon troidigezhioù (The Gimp, Mozilla Firefox, OpenOffice.org, Scribus, Mozilla Thunderbird, AbiWord...) a-benn sevel handelvoù evit Linux... gant ma vo doujet ouzh labour an droerien (posupl eo reizhañ ar fazioù memestra :-) )

Estreget an dra-se n'hellomp ket sikour kalz m'eus aon...

a+
Philippe

Gwennin
Messages : 13
Inscription : sam. janv. 20, 2007 1:10 am
Localisation : Pederneg/karaez

Message par Gwennin » mer. oct. 10, 2007 8:54 am

Salud dit Philippe,
Ne anavezan ket ar ger "handelv" (ur ger brezhoneg penn da benn pe unann nevez ez eo). Met eus ar pezh e gomprenan ez eo sur e vo aze an holl met en ur strollañ e vo d'am soñj doujet muioc'h eus an droerien dre ar fed d'ar gevredigezh da hentañ anezhe war an hent mat...
trugarez evit da respont.
Gwennin

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. oct. 29, 2007 3:09 pm

Gwenin,

a/z handelv http://www.kervarker.org/modules.php?op ... &post=2511

Ar gudenn a sav amañ a zo, ha talvezout a ra ar poan hiziv mont pelloc'h gant Linux e bzh ? Pa weler stad troidigezh Gnome e bzh da skouer
cf. http://l10n.gnome.org/languages/br/gnome-2-20

Pa vo aet un tamm pelloc'h an traoù gant an troidigezhioù-se e vo mat deomp tapout e-barzh un tammig muioc'h... evit ar mare, arabat lakaat an denn war-lerc'h an arar... ;-)

Philippe

Gwennin
Messages : 13
Inscription : sam. janv. 20, 2007 1:10 am
Localisation : Pederneg/karaez

Message par Gwennin » jeu. nov. 08, 2007 4:03 pm

Salut dit Philippe,
Ar gwir vez ganit war stad an troidegezhioù... Met evidon e vije tu d'ober bruderez da vrudañ an troidegezhioù. Da skouer el lec'hioù lec'h ma vez laromp "damkreizenet" ar vrezhonegerien... El Lise Dwian on ha gwech ebet em eus klevet komz eus troidegezhoiù meziantoù d'ober enno, nemet troidegezhioù graet re an drouzig hag un tammig eus Ubuntu. ur skipailig avez oc'h ober war dro brudañ wikipedia e brezhoneg nemet ken...
Keno
Gwennin

Gwennin
Messages : 13
Inscription : sam. janv. 20, 2007 1:10 am
Localisation : Pederneg/karaez

Lañsed eo!

Message par Gwennin » dim. déc. 30, 2007 3:54 am

Setu Lañsed eo brenux! ( pe dost)

Ul lec'hienn ez eo nemet ken. Klask a ran lañsañ ar gengevredigezh dre al lec'hienn. http://brenux.tuxfamily.org a vez e chom lec'h.

Ma unan on evit ar poent oc'h ober war he dro ha dre ma n'on ket ur mailh na war ar c'houiñ lec'hiennoù na war an tresañ na war ar skrivañ na vez ket dreist. Emichañs e vo tud ton d'am sikour.

Na vez el lec'hien evit poent un neubeut pennadoù war emdroadur al lec'hienn dreist holl, ur wiki diglok penn da benn dre ma ez eo bet krouet dec'h ha siwaz e galleg eo evit poent al lec'hienn. Na vez Brezhoneg nemet er Forum (trugarez Malo) hag a zo teiryezhel gant Brezhoneg/Galleg/Saozneg ha gant div lodenn unan Galleg hag unan Brezhoneg. Goulo eo ar forume vit ar poent lakaet eo bet e plas er memes amzer eget ar wiki.[/url]

Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia » mar. avr. 22, 2008 1:15 pm

Salud en-dro dit Gwennin...
Laouen-tre on o welet ec'h eus c'hoant strollan an dud, n'em boa ket komprenet e-mod-se pal Brenux. Ul labour diaes e vo, dre ma n'eo ket a-du tamm ebet an droourien etrezo (enebiezh a zo etre lod 'zo, 'pezh a zo dipitus-kenan). Met spi m'eus e chencho an traoù gant ma vo muioc'h-mui a dud yaouank oc'h ober war-dro ivez, gant ur spered digoroc'h ma vez tu.
Evit ar pezh a sell ouzhin, evit poent ne droan ket mui setu perak e chom Gnome en ur stad fall. Met c'hoant m'eus sikour ac'hanout da sevel da lec'hienn, anaoudegezhioù am eus e html/css, marteze e c'hellan sikour, m'am bez un tammig amzer.
C'hoant m'oa kas dit ur postel, met n'hallan ket mont war ma webmail dibaoe dec'h, spi m'eus e vo renket ar gudenn dizale.

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 1 invité