Diskouezadeg diwar-benn istor ar brezhoneg

Evit kaozeal diwar zanvezioù all a-bep seurt (lec'hienn An Drouizig, geriaoueg ar stlenneg, h.a.)
yannig
Messages : 7
Inscription : jeu. juin 16, 2005 12:27 pm

Diskouezadeg diwar-benn istor ar brezhoneg

Message par yannig » jeu. oct. 25, 2007 11:22 am

(N'ouzon ket hag emañ amañ al lec'h a-zoare a-benn kelaouiñ, setu po ken met kemm ma ne zere ket e gwirionez)

Diskouezadeg diwar-benn istor ar brezhoneg

'15 kantved emdroadur ar brezhoneg gwelet dre ar skridoù : un istor eus ar brezhoneg, adalek an indezeuropeg betek ar brezhoneg arnevez.'

Diskouezadeg savet gant ar gevredigezh PREDER.
En darn gentañ e tiskouezer nested ar brezhoneg hag ar yezhoù indezeuropek all ha da heul kerentiezh yezhoù ar skourr keltiek. Klokaet eo an trosell istorel hollek-se gant dezrann saviad pep yezh keltiek kempred. Eil darn an diskouezadeg - an hini bouezusañ - zo gouestlet da emdroadur ar brezhoneg abaoe ar Vt kantved. O vezañ m'emañ ar yezh bepred oc'h emdreiñ eo digor an darn diwezhañ war ziaweloù dazont ar brezhoneg. Pep tra zo skoueraet gant teulioù ha dielloù orin, kartennoù ha taolennoù.



E Ti ar Vro Kemper, betek ar 16 a viz Du.
Digor eus al Lun d'ar Gwener eus 9 betek 1eur g-m, ha deus 2 eur g-m betek 6 eur noz.
D'ar Sadorn, eus 10 eur betek kreisteiz.
D'ar Sadorn 10 a viz Du e vo digor a-hed an devezh.
Strolladoù a c'hall dont, goulennit ha kinnigit un deiziad.



Ti ar Vro Kemper : 3 plasenn Familh Gabaï (bet 6 straed Jean Jaures) e Kemper 02 98 90 70 43 www.tiarvro.org tiarvro-kemper@wanadoo.fr

[b]digoust eo ![/b]


http://i19.servimg.com/u/f19/11/21/82/16/traite10.jpg

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 3 invités